Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 128 : Lizher ag an 20.05.1916.

Lizher 128 : Lizher ag an 20.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Chuignolles. ///A-c'houde 6 eur doc'h ma zaol ma-unan.... 'Vel-se bemdez. Nen da ket c'hoant din neoazh d'en em glemm na da c'houlenn netra... Geneoc'h e c'houlennin un dra neoazh, ne ouian ket ma venneet er reiñ din... Goulenn a ran geneoc'h enta an dra-mañ, ken 'met an dra-mañ, ha ne c'houlennin netra ken e-pad ar brezel : roit peoc'h da 'm spered... N'em eus goulennet get Doue 'met gouarn e buhez ar re a garan ha man gwarantiñ doc'h pep droug... Ne c'houlennan atav netra ken, daoust ma padahe 10 vlez ar brezel... Ar re arall ned int ket marse hañval doc'hin : me garahe ne vehec'h ket ivez hañval doc'h ar re arall... Nend eus 'met ar vuhez a gont bremañ... C'hwi e hues en em lazhet é labourat hag é hersal... Ha bremañ emañ ret din-me añdur a gaoz d'ho kwanedigezh... Na gredit ket e rit plijadur din é lâret e labourit... Gwell e vehe din pas kaout netra, netra ha goût eh oc'h yac'h hag e c'hortozit get jourdoul, met ivez get pasianted, an diwezh a blijo get Doue reiñ d'hon disparti. Met koll e ran ma amzer... Deoc'h get ur galon glac'haret./// Loeiza doc'h en em zebriñ a nebeudigoù : rekin kriz ha taer Loeiz : «Roit peoc'h da 'm spered !» ; dever ar c'hristen e-keñver Doue e-pad ar brezel hervez Loeiz : chom soublet dindan dorn Doue ; un den pennek-bras troet àrnezhañ e-unan : "égocentrisme" ; «Grit eveldin hag e vo mat an traoù» ; ober pep tra evit pas ruskliñ e bed ar brezel ; ret eo da Loeiza ober eveltañ pe e vo-hi kaoz ma vo-eñ didroadet hag en arvar.


Lizher 129 : Lizher ag an 22.05; kartennoù ag ar 31.05 hag ar 21.06.1916.

Lizher 129 : Lizher ag an 22.05; kartennoù ag ar 31.05 hag ar 21.06.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Chuignolles. ///Kas e hran deoc'h ur gartenn am eus bet a intañvez Lecuyer... Ne faot ket kreniñ raok dihaolaj 'vel ar Bole.... Bountit doc'htu ma "eoñtr" àr o lerc'h.... Ar c'homzoù a lâront en ur dremen a vez klevet e pep bro... Emañ ret din klevet traoù brasoc'h evit an dra-se. Lâret e hues din ivez eh oa just ken divourrapl en ho kornad ginidik... Aet da goll ar merc'hed get re... Ne laoskit ket netra da bas mar kavit an tu àr ar loened-se. Heneoazh eh an get Huet[...] da goaniiñ... Àrlerc'h koan e yin da welet Job. Atav eh on yac'h ; met tomm eo ! Hiraezh am eus da zisamm a man dilhad gouiañv. Emberr e kasin ma re gouiañv deoc'h... Erru eo ar glav geneomp ha fang arre ! Netra a vad 'met ma komzer arre ag hon dilec'hiñ... Bet em eus bet doere a Loeiz. Komz a rit din ag ur pakad lakaet e ti Pichon... Resevet e hues an daou re botoù am boè kaset d'ar gêr... Goulennet e zo get an eil ofiserion ... Ne ouian ket petra e rint, reiñ ur sekour bennak deomp pe er lemel diàr an alokasion.. Les Lettres de mon Moulin... Tartarin ivez e zo fin./// Un toull bras a-walc'h etre daou lizher : lizherioù bet kollet goude ar brezel ; lizherioù Loeiza da Loeiz ; darempredoù get "dihaolaj" ar Gozh-Kêr ; an dud onest hag an dihaolaj ; eskemm soñjoù diàr an traoù bet lennet gete o daou


Lizher 130 : Lizher ag an 20.06.1916.

Lizher 130 : Lizher ag an 20.06.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Chuignolles. ///Kaeraet en deus arre an amzer, ma Vedig... Ar Germaned a denn meur a wezh... Kempen a rer bemdez an traoù evit an taol bras : setu ne vez ket mui roet permisionoù. (Ret e vo deoc'h lakaat ar voestadoù e ti Bayon buan...) ... Erru a ra ur yoc'h morilloned ... Souezhus int da welet... Na Delaplanche? Marse emañ prizonet?... Geneomp-ni emañ chañchet an eur ivez... Bremañ ne welin mui ken lies Jojeb... Na gwad fall a rae !... An Ao. Gentil ... Setu chanchemant amzer a-c'houde ma em eus kroget da skriv... Kenavo, me Vedig a garantez. Tostaat a ra an deiz ma vo echumant d'ar vuhez-mañ... Kaout un hanter metr elastik.../// Un "hernie" abaoe pellzo ; erruet eo ar Senegaliz, a gemero perzh e emgann ar Somme ; gouennelouriezh : un dielfennadur fall blaset ; ar vorilhoned : un daolenn gwirion ha displeget brav ; gri-gri ha gri-gri a zo ; morilhoned "gouez" ha morilhoned "sivilizet".


Lizher 131 : Lizher ag an 30.06.1916.

Lizher 131 : Lizher ag an 30.06.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Cappy. ///Torret eo ma fenn get an tennoù... Arc'hoazh e vo an taol bras... Bout e zo pezhioù e kement kognell a zo, e kement flagenn... Gwelet a rer an obusoù[...] éc'h achap ag o beg... Lod anezhe a zo ken bras 'vel un den... Ur spont a lâran deoc'h. Ar Germaned ne dennont ket kalz... Ne harzont ket get an trouz ha get ar spont ag an dir a gouezh àrnezhe... An deizioù-mañ e vo ar gaouad bras... Bout hon eus toulloù don d'en em guzhet enne. Ne faot ket krediñ eh omp hep dañjer... Ne erruo genin 'met ar pezh a blijo get Doue... Prest on... Me ray ar pezh a c'hellin evit bout gwarantet : Doue a ray d'e volontez evit ar pezh a chomo. Fiziañs am eus ivez eh ay mat an traoù ar wezh-mañ... An dud en deus hiraezh ma echuo an traoù hag int a ray ar pezh a vo ret evit disoc'h... Ne faot ket bout souezhet pa ne resevit ket doere ac'hanin... Mar kerzh mat an traoù e kerzhimp ha neuze e vo ret mat arsav a skriv... Pedit mat du-se evidomp.../// E-kreiz ifern kanonerezh emgann ar Somme ; ur brezel teknologel ; bamm ha spont an den dirak ar pezh emañ daet an artilheri da vout ; ober e zever, pas en em lakaat en dañjer hag en em lezel etre daouarn Doue.


Lizher 133 : Div gartenn ag an 09.07.1916.

Lizher 133 : Div gartenn ag an 09.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : Etre Herbécourt ha Dompierre. ///Je comptais écrire plus longuement aujourd'hui... Une pluie battante... Nous installer dans les anciennes tranchées allemandes complètement bouleversées... Chacun d'entre vous cinq un bon baiser de l'exilé. Le soleil est revenu... Le canon tonne rageusement. On se croirait dans un immense atelier... C'est un bruit continu, effroyable, infernal. Nos hommes enterrent en ce moment les victimes du 1° combat... Quant aux Germains, il y en a partout... Soyez tranquilles à mon sujet.../// Emgann vras ar Somme : un taol bras kaset dreist-pep-tra get ar Saozon ; un trouz spontus diaes da zispleg ; kolloù bras-tre : 170.000 soudarded alaman ha 200.000 saoz lazhet e-korf 5 miziad ; kentelioù tennet get an Alamanted evit taliñ doc'h ar pouezh kemeret get an artilheri : eeunaat o linnen, parraat ma tay dafar brezel ag an Amerik ; taolenn euzhus ha blazus ar brezel.


Lizher 134 : Lizher ag an 10, kartennoù ag an 11 hag 12..07.1916.

Lizher 134 : Lizher ag an 10, kartennoù ag an 11 hag 12..07.1916.

12/04/2023

Lec'h : Etre Herbécourt ha Dompierre. ///C'hwi lâro din e pe ruskennoù e hues lakaet an daou daol gwenan... Bet em eus bet "pesked mir".... Elen Guiheneuf en deus skrivet din... Gouiet em eus, get anken bras, marv ar c'haezh Job ar Glean... Avañs a rer atav amañ, met àr ar goar .... Eh omp etre ar gêr a rer don-maen anezhi ha geot-berr, er gentañ linenn d'ar Germaned gwezharall... Fondet eo rac'h o lojoù get ar potarnoù... Ur yoc'h anezhe a zo interret e bev... Blasiñ a ra an douaroù a pa erru an noz. Yac'h on bepred ha mat eh a an traoù. C'hwi c'hell skriv din e brezhoneg... Bremañ e "wennerr" mat ar lizherioù... Job ar Glean a zo prizonour. Reçu lettre annonçant décès du Toul... Reçu également nouvelles d'Hélène Guiheneuf... Sommes toujours au même endroit occupés à nettoyer et à déblayer... Les nouvelles générales sont bonnes... Je ne désire pas du tout m'en aller d'ici au prix indiqué dans ta lettre ! Mon seul souhait est de faire toute la campagne [...] sans une égratignure... Ma pensée vous rejoint souvent là-bas au pays.../// Ar brezel : oc'hpenn evit un nebeut devezhioù tenn ; danvez al lizhzerioù a zo doc'h danvez re - kollet - Loeiza ; taolenn euzhus ha blazus ar brezel ; fin d'ar brezel emberr ; an ao. ar Bayon graet prizonour.


Lizher 101 : Lizher skrivet d'an 02.03.1916.

Lizher 101 : Lizher skrivet d'an 02.03.1916.

12/04/2023

Lec'h : El linenn. ///Ar mintin-mañ eh on difoulet un tammig... Ur gartenn da lakaat er post en Oriant ... Ma zreid a zo aesaet dezhe... An amzer en deus kaeraer ur yoc'h... Ne 'm eus ket bet doere ebet a August.. Evit an Ao. Questel den ne oui... Evit ar vugale me 'm behe bet karet deskiñ dezhe.... - Penaos emañ graet an toulloù-se ?... Ha c'hwi en em gav eürus ma ne gouezh ket glav àrnoc'h, ma nen da ket ar razhed... C'hwenn ha laoù a gaver lies. - Ne faot ket krediñ penaos [..] e vez bec'h geneomp-ni ivez... - Eseait tremen deizioù joeüs a pan day Mona... Ned it ket da valiñ glaou" e-pad ma veet kevret. - En douar ne vez ket yen... E vez ret dezhe chomel 6 eur doc'htu d'an noz da vontiñ gward en trañche, ar re-se a añdur. Ni a c'hell-ni gober tan, en em c'holoiñ. - C'hwi a lâro d'An Diberder.../// Ul lizher hir kollet an diwezh anezhañ ; respont da veur a lizher kraf goude kraf ; monet ag un dra d'an arall : gwirionez testoni al lizher ; klask àr-lerc'h Victor Riou ; doere an treid kignet.


Lizher 107 : Kartennoù skrivet etre an 16 hag an 20.03.1916. Lizher skrivet d'an 20.03.1916.

Lizher 107 : Kartennoù skrivet etre an 16 hag an 20.03.1916. Lizher skrivet d'an 20.03.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Yac'h eo ho Loeiz atav... Emañ aet ar vatezh kuit : nag ur stal evidoc'h ! Atav eh omp en hon toulloù... Didrouz eo an traoù geneomp atav. Jojep en deus skrivet din. Ned eus netra a nevez geneomp... 3 m. dindan an douar. Ne fiziomp ket diskouez penn hor fri... Ne weler den é fichel. Ar c'hreistez-mañ em eus graet an tamm kartenn-mañ... En oferenn evit Gouel Sant-Jojeb... War ar c'hrañj ur potarn bras en deus toullet an doenn ha tarzhet en diabarzh.... A pad eo echu an dennerezh emañ komañset an oferenn... Ned eo ket marv ar Germaned c'hoazh. Ho lizherioù a erru diblaen genin, met diblaen-kaer... Sapiñ a ra ar gwez, dibouk a ra ar bokedoù ; hag en evned a gan 'vel pa vehe "peoc'h war an douar" ... C'hoazh em eus amanenn evit un herrad... 4 a zo gwall erru gete. Monet a ra mat get Louis. Skrivet em eus da Fin Goulina. Bet em eus bet ur gartenn a Job... Evt al livretoù... Diberder a garahe lakaat ar re arall da labourat... Na douchit ket doc'h paperioù Henoù... Ne vennan ket ma vo tourc'hellet em faperioù hep ma vin war ar lec'h. (............................)/// Ar rejimant e Foll-Goug-Berr (Foucaucourt) ; e fozioù ar gentañ linenn ; obusoù éc'h erru a-dreñv al linennoù ; potarniñ ha potarnoù ; oferenn dindan an obusoù ; An Diberder atav ; an argant plaset er bank ; pa varv ur soudard kaset war-dreñv d'an ospital


Lizher 124 : Lizher ag ar 04.05.1916.

Lizher 124 : Lizher ag ar 04.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Proyart. ///Eh an d'esae respont d'ur lodenn ag an 20 lizher bennak am eus em seier é c'hortoz.. Netra da ober, eh an da redek... 1/2 eur àrlerc'h : Kavet em eus ur gampr(!) evit an eil-letenant... A pa ne skrivan ket e rannañ etre an dud... Kaset em eus ur pakad da di Bayon... Mandat a 100 lur. Prenet ar Larousse bihan din... Prenet e hues ur réveil.... Ne sellit ket doc'h ar goproù... A pa vihana an dud e keraont ivez 'vel an traoù... Ne faot ket soñjal a zonet du-mañ... Poan hor behe muioc'h evit biskoazh, evit tamm plijadur ebet... C'hwi zo-c'hwi diliamm... Beet eürus e-pad ma vin bev ha yac'h. Rac'h an traoù arall ne dalvont ket netra e-pad ma pado ar brezel... Pell on a vout ur sant ha ne vin pechañs biken.... Pell c'hoazh, merhat, e vo ret din loskiñ... ha c'hwi ivez. Re Moignou a zo un tammig "stagus"... Ar Saozon am eus gwelet... Soudared a-feson int... E Frañs e vêr soudard palfors ; setu perak eh eus kement é treiñ kein.... E-leizh eürusoh evidomp... Merhat e chomimp un herradig bennak amañ...Me zo-me dijapl... Ma-unan-penn, met ne vern... Er gompagnonezhoù arall eh eus 4 éc'h ober ar labour ; amañ eh omp daou a pa vez ma c'haporal-fourrier amañ ha ni zeua da benn ur sort.../// E-kreiz un darempred dre lizher ledan-bras : un den anavet-bras e oa ; skriv a zo ret : derc'hel e garned a zeiz da zeiz (testoni evit an diavaez) ha skriv d'ar gêr (diskarg e galon, komzoù frank ha spis diskleriet etre daou bried) ; goulenn ul Larousse bihan ; dizaliiñ Loeiza a zonet d'er gwelet ; maouezed é tonet da welet o gwazed a-dreñv an talbenn ; digor e galon dre lizher a zo bet un dra diaes-bras evit kalz a dud.


Lizher 121 : Div gartenn ag an 29, 8.04.1916.

Lizher 121 : Div gartenn ag an 29, 8.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Eh aomp d'hor lec'h kozh : 15 Km arre da bostal... Roit din bemdez a zoere mamm... Galvit ar medisinour hep lâret dezhi mem... Netra a vat... Didrouz omp amañ... Ar-un-dro get ma lavreg lakait ma falto lien gwenn... Bet em eus bet doere a Louis. Resevet ho lizher "glac'harus" dec'h... Me gompren ma-unan pegen start eo ; met mervel a vo startoc'h c'hoazh ha neoazh... Ne faot ket koll kalon. Doue a ray ac'hanomp ar pezh a blijo getañ : n'hellimp-ni 'met [...] plegiñ get doujañs dindan e zorn... Hon daeroù, hon rekinerezh ne servijint da netra 'met d'hor lakaat da goll hor gounid. Ar pezh a zle bout a vo...Roit doere ma mamm din er liesañ ma c'helleet.../// Loeiza éc'h ober soñjoù, é koll kalon abalamour da Loeiz na zeua ket d'ar gêr anezhañ ; ur parlant eeun etre daou bried ; klask koñfortiñ ha reiñ kalon da zerc'hel en ur gemer harp àr ar relijion : predeg ur beleg er gador, barboterezh ha "clicheoù" pe doare gwirion feiz Loeiz ; nerzh kalon ha bolontez reut Loeiz sonn en e bennad ; pennad Loeiz a vo kaoz da Loeiza bout diskoñfortet, diskouezet get ar biz ha goapaet, ha kaoz dezhañ-eñ a vout dinerzhet ha didroadet pa echuo ar brezel.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine