Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 136 : Lizher ag an 19.07.1916.

Lizher 136 : Lizher ag an 19.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : Etre Herbécourt ha Dompierre. ///Diskaret oc'h arre dre forzh gober re... Rac'h ar pezh a lârin deoc'h ne chervijo da netra 'vel bepred, setu perak ne lârin netra muioc'h... C'hwi c'hello kas amanenn din c'hoazh... Adkroget eo an emgann, met pell omp a-dreñv... Dec'h d'an noz ur c'haporal a Sant-Nikolaz-an-Dour a faoutet e benn... Evit ar vicher-mañ eh eus dober a amzer gaer. Ur spont d'an houarnaj a daoler... Evit ar gwenan... Job Glean a zo e Bâtiment N°3... Kaset ur ger dezhañ... Nag ar blezad ?... Gwazh d'ar wazh eh a an traoù amañ... Ne oa ket a gousket !...Evit ar mandat.../// Skuizh eo Loeiza ; erbat en em lazhiñ er gêr é labourat ; ar beizanted hag ar brezel : gounit traoù a vo argantaet mat ; ar gwenan arre ; skriv d'ar soudarded prizonet ; an emgann é terc'hel atav : ret eo eeunaat al linenn ; ur ganonerezh spontus diaes da daolenniñ, un trouz hag un horos diaes d'an den gouzañv.


Lizher 137 : Lizher ag an 22.07.1916.

Lizher 137 : Lizher ag an 22.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez L'Eclusier. ///Me anav mat an aotrou Decker... An dornadig gwenan-se... Ar mintin-mañ eh on bet é welet un toull graet d'ar Germaned... Ur potarn deomp a zo kouezhet just àr an abri-se ha foeltret rac'h an traoù!... Ur serjant ag ar gompagnonezh [...] a zo marv get e c'houli... Tri a vugale a chom àr e-lerc'h. Bet en deus bet an Ao. Moignou ur lizher ag e vaouez ... Erru eo d'er gwelet er c'hlañvdi goude ma oa marv... Nag un tarzh kalon!... Keuz hon eus d'ar c'henseurt-se... Man doere da Fine ha d'he mamm ha d'an Ao. Person./// Ur sape toullet d'an Alamanted ; trañcheoù gwell gempennet doc'h tu an Alamanted ; labour an artilheri ; ur serjant brogarour marvet ; ar soudard bleset kaset àr-dreñv ne erru ket ken e zoere get e gompagnonezh kozh ; lâret e-men en em gav en ur dreiñ an anvioù lec'h e brezhoneg : ur sort c'hoari moarvat.


Lizher 138 : Lizher ag an 26, kartenn ag 28.07.1916.

Lizher 138 : Lizher ag an 26, kartenn ag 28.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez L'Eclusier. ///Geschrieben, den 26 a C'hourhelen 1916... Setu amañ ur gartenn-post sort en deze ar soudarded german. Kavet eo er gentañ linenn... Eh omp e-tal ar gêrig a vez graet ar "skluzour" anezhi... Ne oa 'met ar geot evit hon degemer!... Ar mintin-mañ hon eus graet gouel Santez- Anna. A nevez ned eus netra... Ne gredan ket neoazh e vo tu d'ar brezel da echu a-rauk ar gouiañv... Diwezhatoc'h eo ivez ar blezad geneoc'h ar blez-mañ... Mat e hues graet kemer tud da droc'hiñ an ed... Brav e tle bout an ti get ar glazadur-se. Hiraezh am eus d'er gwelet ha dreist-pep-tra ar re a vev ennañ... Koutant on é ouiet e teua Anna d'ho kwelet.... M'ho tegemer, a spered, etre ma divrec'h, ma Vedig karet.... Gwir eo, hir ha start eo bet an disparti. Flour ha dispar e tle bout hon adimezenn./// "Petit repos" ; ur c'hornad tostalek bet toullet ha didoullet e-pad ar brezel ; gouel Stez-Anna ; ur gartenn alaman bet serret àr an dachenn : dastum traoù ha kas d'ar gêr ; karantez diskleriet brav ha kaer ; danvez al lizhzerioù a zo doc'h danvez re - kollet - Loeiza ; un danvez savet evit chom etre an daou bried ; digor e galon dre lizher a zo bet un dra diaes-bras evit kalz a dud.


Lizher 139a : Kartenn ag an 30 ; lizher ag ar 31.07.1916.

Lizher 139a : Kartenn ag an 30 ; lizher ag ar 31.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez L'Eclusier, tost da Frise. ///Me garahè gellout skriv deoc'h... E komzer ag hon diblas c'hoazh... 3 devezh labour bennak da grouiziñ un toull arall... Chomet omb 'velkent en tachad-mañ...Eh omp enta just àr lein ar manez a zo izeloc'h evit ar gêrig a vez graet Groahen anezhi.... Amañ emañ ivez fondet rac'h an douar.... Bremañ pand eo graet ma lojig din ned on ket maleürus-bras, met bale n'hellomp ket... Ar pezh a zo an divourrusañ amañ emañ bout hep dour... An deiz ket evit dec'h un obus a zo kouezhet just e-al ar gegin-àr-rodoù... Tomm eo dre-mañ ivez ha diaes eo harz... Ne welan ket mui Job... Erru eo an amanenn genin... Mat e hues goloet ar ruskenn... 20 lur evit troc'hiñ ar gwinizh ned eo ket re ger... Ur gor en deus Louis... Ma nend eus netra er Maîtresse de maison... Er livr àr ar gwenan emañ divizet... Er livr àr ar gwenan emañ merchet penaos reiñ sukr... Ma n'ho po ket avaloù... Bet em eus bet ur gartenn a Anna Ieh... Ned eo ket c'hoant a vank din da skriv, met ne rer ket amañ ar pezh a garer... En em garet mat du-se etrezoc'h, rak nend eus netra dousoc'h evit ar garantez.... Lârit da Vona pegement a istim am eus eviti... Ma soñj a c'hell, aesoc'h evit ma fluenn, nijal ha monet trema Breizh... Beb a vok d'an daou c'hwilh a garahen gwelet pas kuitaat ar gêr re lies o-unan, rak bugale ar c'hornad a zo fall zesket... Luziet doc'hoh, get karantez, get follezh. Me garahe ho tebriñ./// "Petit repos" atav ; lâret e-men en em gav en ur dreiñ an anvioù lec'h e brezhoneg : ur sort c'hoari moarvat ; amzer domm ha sec'h : ar sec'hed a zo diaes gouzañv ha dour n'eus ket ; evet dour n'eo ket an akustumañs.


Lizher 139b : Kartenn ag an 30 ; lizher ag ar 31.07.1916.

Lizher 139b : Kartenn ag an 30 ; lizher ag ar 31.07.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez L'Eclusier, tost da Frise. ///Me garahè gellout skriv deoc'h... E komzer ag hon diblas c'hoazh... 3 devezh labour bennak da grouiziñ un toull arall... Chomet omb 'velkent en tachad-mañ...Eh omp enta just àr lein ar manez a zo izeloc'h evit ar gêrig a vez graet Groahen anezhi.... Amañ emañ ivez fondet rac'h an douar.... Bremañ pand eo graet ma lojig din ned on ket maleürus-bras, met bale n'hellomp ket... Ar pezh a zo an divourrusañ amañ emañ bout hep dour... An deiz ket evit dec'h un obus a zo kouezhet just e-al ar gegin-àr-rodoù... Tomm eo dre-mañ ivez ha diaes eo harz... Ne welan ket mui Job... Erru eo an amanenn genin... Mat e hues goloet ar ruskenn... 20 lur evit troc'hiñ ar gwinizh ned eo ket re ger... Ur gor en deus Louis... Ma nend eus netra er Maîtresse de maison... Er livr àr ar gwenan emañ divizet... Er livr àr ar gwenan emañ merchet penaos reiñ sukr... Ma n'ho po ket avaloù... Bet em eus bet ur gartenn a Anna Ieh... Ned eo ket c'hoant a vank din da skriv, met ne rer ket amañ ar pezh a garer... En em garet mat du-se etrezoc'h, rak nend eus netra dousoc'h evit ar garantez.... Lârit da Vona pegement a istim am eus eviti... Ma soñj a c'hell, aesoc'h evit ma fluenn, nijal ha monet trema Breizh... Beb a vok d'an daou c'hwilh a garahen gwelet pas kuitaat ar gêr re lies o-unan, rak bugale ar c'hornad a zo fall zesket... Luziet doc'hoh, get karantez, get follezh. Me garahe ho tebriñ./// Amzer domm ha sec'h : huzenn da lonkiñ ; un obus àr ar gegin-àr-rodoù ; beviñ bemdez diàr gafe, soubenn, kig bervet, ragout, bara, riz, avaloù-douar...; argant bras graet get ar riz ; Mona Henaff, bedig Loeiza ha Loeiz ; al lizherioù n'hellont ket treuskas betek penn gwirionez e santimant evit Loeiza.


Lizher 140 : Kartennoù ag an 02 hag ar 05.08.1916 ; kartenn ag an 02.09.1916.

Lizher 140 : Kartennoù ag an 02 hag ar 05.08.1916 ; kartenn ag an 02.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez L'Eclusier ; e Erquery (Oise) evit ar gartenn diwezhañ. ///Daou vlez em eus ho kuitaet... Yac'h on bepred ... Na pouk eo an amzer ! Enep d'ar c'helion... Netra a vad. Bemdez ec'h araokaer un tammig, met difonnoc'h eo bremañ rak ar Germaned en deus kaset tud hag armaj... Marse emañ Mona geneoc'h bremañ ?... Ur bok karantezus dezhi.. Karantez birvidant... Atav e sour ar labour arnin... Emañ ret din skriv kartennoù berr deoc'h. Arc'hoazh, mar gellan, ec'h eseain kas ur lizher deoc'h... Aet eo rac'h ar gompagnonezh d'ur revue... Nend eus mui nemedin ma-unan er burev... Eh on dalc'hmat yac'h hag eh on geneoc'h ho pemp a galon, a spered.... Goloet omp get ar paperioù...Rac'h ar paperioù-se evit gellout reiñ labour d'an dihaolaj a zo kuzhet er burevioù... Komañs a ran en em gustumat doc'h ar gwele.../// Kollet eo dibenn al lizher ; un toull bras etre daou lizher : lizherioù bet kollet goude ar brezel ; goulennet en doa moarvat get Loeiza gouarn e lizherioù ; Herrieu ne daol ket kuit an traoù skrivet ; teurel kuit ul lizher a c'hell ivez bout gwelet get Loeiza evel torriñ al liamm etreze ; daet eo ar rejimant da Erquery : "grand repos" ; ar velestradurezh a gerzh atav ; en e-unan er burev ; ur samm labour hag a servij da Loeiz da leuniiñ e zevezhioù.


Lizher 141 : Kartennoù ag an 05, an 08, an 09.09.1916.

Lizher 141 : Kartennoù ag an 05, an 08, an 09.09.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Erquery (Oise). ///Amañ e kaveet 50L. a gasan deoc'h. A-raok monet kuit e kasin 50 arall deoc'h... Me garahe, a pa vez gwall fall ma zad, e yahe da welet ar Garreg hag e heuliahe ar pezh a vez lâret dezhañ... Met predeg a ran c'hoazh... Eh on bev ha yac'h... Setu rac'h ar pezh am eus oar da lâret deoc'h hiniv... Nag ur vuhez ! E gwirionez ne c'hellan ket skriv. Marse a pa erruo ar serjant-major a bermision... Doujiñ a ran e vo trist mam buhez bremañ get ar foll a zo doc'h hor c'homandiñ... Echumant ne vo ket ar blez-mañ c'hoazh... Ne c'hellan ket mem monet d'an oferenn. Ur vezh eo gwelet ar pezh a lakaer hon tud da ober amañ hag ar yoc'h paperioù a c'houlenner geneomp... Ne c'hellomp ket dijabliñ ag ar pezh hor gwask.../// Erquery : "grand repos" ; chañchamantoù er rejimant, tud da zougen àr ar roll, soudarded é vonet d'ar gêr hag é tistreiñ ; Maratray, Fil-de-Fer, da benn ar gompagnonezh ; ar velestradurezh a gerzh atav ; en e-unan er burev : ur samm labour hag a servij da Loeiz da leuniiñ e zevezhioù ; soursi an tad kozh-klañv ; Loeiz ne skriv ket d'e dud : Loeiza a lenn pennadoù dezhe ; yec'hed ar familh e-kreiz preder Loeiz : ret eo chom yac'h, en em soagniñ.


Lizher 126 : Lizher ag an 09.05.1916.

Lizher 126 : Lizher ag an 09.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Proyart. ///Bet em eus bet ho lizher a gomzit din e-barzh ag ar sistr.... Ma n'en deus ket paeet, distaolitt un 20 real bennak dezhañ en ur skriv 'vel-mañ :«Monsieur,...» Mat e vo deoc'h lakaat an amanenn en ur voest kreñv un tammig a gaoz d'an tommder... Merhat eh aimp en-dro d'an trañcheoù... Deskit ar vugale da gariñ ar loened a ra vad... Doue en deus lakaet pep tra ha pep loen en e lec'h.... Me wel eh oc'h en em zebriñ a nebeudigoù... Ned oc'h ket maleürusoh bremañ evit kent... Mar en deus unan bennak d'en em glemm e pad pell ar brezel, emañ me eo ... Ar vugale ne gomprenont ket trawalc'h c'hoazh evit kemer poan genin... Ned eus 'met din-me, din-me hag a zlee ma-unan gouiet an dra-se, e hues eñ kuzhet... Rak mar bez tu na moaian, a pa vo klañv unan bennak ac'hanoc'h me yay e permision. Mar gellit parraat, ne yin d'ar gêr a-raok ma vo echu ar brezel. Grit-eñ, rak brasoc'h e vo ho poan àrlerc'h ha me, me c'hello lâret kenavo d'ar peoc'h goude. C'hwi po keuz ha me ivez... Ne gavan-me 'met lec'h din da goll kalon, hag amañ, an hani a goll kalon a zo un den parev. Na gredit ket em behe an disterañ plijadur er gêr... Na gredit kete kavahec'h tommder e divrec'h ur pried ha ... Na gredit ket e vihanahe ho poan... Netra ag an traoù-se n'o deus mui lec'h etrezoc'h hag ar Brezel... A pa zistroahen du-mañ, sur ne harzehec'h ket get an anken. Laoskit enta da dremen... C'hwi vo eürus arre, eürus a vout ma c'havet ha ma renevezaet. Betak eno, lârit emañ gwell bout dispartiet evit gober poan an eil d'egile... C'hwi vo eürus pas bout gouelet kement 'vel meur a unan arall, c'hwi vo eürus bout parraet azoc'hin a vout gwasket d'an anken... N'em eus ket-me hiraezh ebet d'ho kwelet e-pad ma pado ar brezel. N'em eus hiraezh 'met d'un dra : ma echuo ar c'hentañ gwellañ... Àrlerc'h e vo hañval doc'h a-raok./// Loeiza doc'h en em zebriñ a nebeudigoù ; bolontez Loeiz diskleriet eeun : erbat bout engortoz ag er gwelet éc'h erru er gêr a-raok fin ar brezel ; lec'h doere feiz ha kredenn Loeiz en e bennad hag en e emzalc'h e-keñver an Dever emañ staget doc'htañ ; dever ar c'hristen e-keñver Doue e-pad ar brezel hervez Loeiz : chom soublet dindan dorn Doue ; lec'h a zo etre nerzh kalon pep unan ag an daou bried : kriz-bras eo doc'h e vaouez hep marse er c'hompren ; «Grit eveldin hag e vo mat an traoù».


Lizher 125 : Kartennoù ag an 06, 07, 08.05.1916.

Lizher 125 : Kartennoù ag an 06, 07, 08.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Proyart. ///D'ar pemzek ag ar miz-mañ e vo mall deoc'h kas amanenn din. ... Gober ur pakad get mam botoù ler hañv... Ar piz Ridé ?... Un amzer ag ar gwellañ... E vehe bet kant kwezh gwell deoc'h lakaat boued loened e lec'h lakaat piz... A pa chomeet klañv [...] e veet savetoc'h[...] ha din-me e vo bourrapl bout pell a-zoc'h ar gêr... N'em eus ket gwelet Job... Ne welan netra a vad da lâret... Mam buhez e dremen 'vel ur riolenn... Pep deiz a dremen ma fella bepred muioc'h-mui a vammenn ar peoc'h hag an eürusted... Nag a amzer kollet hep pourfit ebet evit hañni, pas mem evidin... Skrivet em eus evit merh Tangui.... Amzer n'em eus ket da skriv da Vellag na d'AbAlor : lârit dezhe n'o ankouaan ket neoazh hag em eus keuz d'a deizioù bourrus... Dalc'hit mat... Chañchet secteur postal. Bremañ eh omp er S.13... Ur pakad butum d'an Nikolaz, breur Julienn an Huseg, evit ma zad. ... Eñ lâro deoc'h ned omp ket maleürus amañ... Kasit amanenn ar c'hentañ ma c'helleet./// Pakadoù : dilhad ha botoù kaset ga degaset ; gounit piz en dachenn ; ar beizanted hag ar brezel : gounit traoù a vo argantaet mat ; buhez divlaz ha goulle ar soudarded ; diwall a goll ar pezh a oa e vuhez a-raok, pas ruskliñ e bed ar brezel : ar vagoar difenn da sevel ; "La forteesse intérieure".


Lizher 127 : Kartennoù ag an 10, 16.05.1916.

Lizher 127 : Kartennoù ag an 10, 16.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : kentañ kartenn e Proyart, an eil e Chuignolles. ///Dec'h eh oa bet Job é koaniiñ genin... Erru eo hiniv ma c'haporal-fourrier a bermision get ar pakad a zo e-barzh palto ha lavreg... Kavet em eus boked Jann-Mari... Netra a nevez a-hend-arall... Gwelet ar mintin-mañ ar C'hrom, koñseillour municipal kozh Lann-ar-Stêr [...] hag a zalc'h da douch e zevezh labourer porzh hag e bae serjant... Dalc'hit mat, ma Vedig, ha karit-me 'vel m'ho karan. Bet ho lizher... Setu-ni lojet arre, fall lojet, gwir eo... Gwelet a ran Jojeb bemdez. Jean-Mari a zo éc'h echu monet da vout foll get an evaj... Evit ar ruskennnad gwenan... Ne faot ket bout souezhet ma ne saver ket ma fakadoù a di Bayon... Ne vo ket mui a bermisionoù evit an Oriant.../// Loeiza doc'h en em zebriñ a nebeudigoù : distroomp ar gaoz ; labour ar vaguemestre ; fall labour an evajoù kreñv ; ar gwenan ; sistem an "double-paye" : un dra direizh hervez Loeiz.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine