Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 10 : Div gartenn-bost «Cathédrale de Reims» skrivet d'an 13.ha d'ar 14.12.1914

Lizher 10 : Div gartenn-bost «Cathédrale de Reims» skrivet d'an 13.ha d'ar 14.12.1914

12/04/2023

Lec'h : Longueval, Aisne ; kornad Bourg-et-Comin. ///«Eh on ur c'hardeur din hag e kasan deoc'h ar gartenn-mañ... Gwelet a reet èl-se pegement emañ fondet an iliz gaer-se... Na gasit ket netra din mar n'er goulennan ket geneoc'h... Dañjerus eo deoc'h gober tan er burev... Aveit an trañcheioù setu penaos e vêr... Ne zoujit ket netra ag ar c'hartouchoù... Bezit fur ho taouig ha karit ho Mamm Mamm... M'envoyer galoches et chaussons...»/// Ar rejimant a-dreñv al linennoù ; pakadoù kaset ag ar gêr ; lizherioù Loeiza d'he gwaz n'int ket bet gouarnet ;displeg petra eo ar fozioù ; gouzañv ar fall amzer pa vêr fall akupet.


Lizher 9 : Kartenn-bost «Cathédrale de Reims» skrivet d'ar 24.11.1914

Lizher 9 : Kartenn-bost «Cathédrale de Reims» skrivet d'ar 24.11.1914

12/04/2023

Lec'h : Bourg-et-Comin. ///«Atav emañ yen hag atav e pad ar brezel... Bet em eus bet lizher a Loeiz... Bet em eus bet un biverenn P. B... Komañs a ran en em gustumat doc'h an anoued... N'em eus ket gellet en em ziwiskiñ & Nag ar varrikenn a oa e ti Apart... N'ankouait ket a zerc'hel distank an toull aveit monet er ruchennoù... An ao. Moigno a zo chomet klañv... Un tamm ag an iliz gaer dismantret d'an Alamanded...»/// E kornad Reims é toulliñ an trañcheioù ; an eskemm lizherioù get ar vignoned ; dastumadennoù ha kazetennoù resevet ; Dihunamb é chom a-sav e dibenn 1914 ; pemdez ar soudard : en em walc'hiñ, cheñch dilhad, tud fall akupet ; Loeiza éc'h adkemer ar bluenn (Dihunamb, kantikoù, :gwerzennoù); «paysan d'opérette» ; an ao. Moigno : «Hennezh 'oa un den», un eskemm lizherioù get an eskob Gouraud ; sell ur beleg breizhat àr ar e genvroiz soudardet ; un den ankouaet; «Caesar pontum fecit»...


Lizher 6 : skrivet d'an 18.09.1914

Lizher 6 : skrivet d'an 18.09.1914

12/04/2023

Lec'h : Connantre ; tachenn emgann ar Marne, ///«Skriv a ran deoc'h àr un tamm paper am eus serret àr ar bratell emgann... Eh omp e-tal La Fère-Champenoise lec'h mah eus bet un emgann eazhus...Karget omp bremañ da serriñ ar c'horvoù lazhet... Divarc'het eo hon daoulagad... Na blaziñ a ra ar vro-mañ ...Troc'het eo razh an hentoù... A galon atav...»/// É naetaat ar bratell emgann ; labour ar soudarded kozh ; emgann ar Marne kollet d'ar Jermaned ; taolennoù eazhus n'heller ket displeg ; tud bleset, brudoù marvañs é redek ha gourc'hemenn varv kaset d'ar gêr; ar fourrier n'eo ket lodek el labour interriñ ; lavregier ruz ha porpantoù glas ; disoc'h «L'allant du piou-piou» ; ur brezel fallgempennet doc'h tu Frañs ; tud falc'het èl ed er parkoù ; Pierre Couriaut er parkad betrav ; lousteri àr ar bratell emgann ; ur vro dizalbadet ha drailhet dar soudarded ; polis ar bratell goude an emgann ; «La chasse aux souvenirs».


Lizher 7 : skrivet d'ar 24.09.1914

Lizher 7 : skrivet d'ar 24.09.1914

12/04/2023

Lec'h : Châlons /Marne. ///«Ne raomp ket netra nemet redek... Dec'h em boa resevet ho poltredoù... Grit ar pezh a zo ret ha grit strewet... Me 'garahe skriv da razh ar vignoned : n'hellan ket... Diwallit a chomel klañv... Me 'venn kariñ ma Vedig èl ma oa a-raok ar brezel... Pedit aveit ar geizh na welint ket mui ar re a garont... Paour-kaezh Bretoned !... »/// Ar sikour roet d'ar familhoù : ret eo ma vo roet e zle da bep unan, pas doujiñ a c'houlenn ; karantez digoret kalon oc'h kalon etre an daou bried ; talvoudegezh dispar lizherioù Loeiz Herrieu ; ar brezel : un amzer «etre kromelloù» ; un den anavet-bras e-kreiz ur rouedad mignoned ha kansorted ; marv asuret pe spurmantet. * En em vanket eo D. C. get Corbière, marchadour danvez ha dilhad, ru Hoche, en Oriant. Ar vreuder La Motte eo a viaoùe ul luzin bier e Kewen.


Lizher 8 : Kartenn «Correspondance militaire» skrivet d'ar 14.? 10.1914

Lizher 8 : Kartenn «Correspondance militaire» skrivet d'ar 14.? 10.1914

12/04/2023

Lec'h : Epernay. ///«Rien de nouveau sous le soleil de Champagne... Tout le monde attrape son petit rhume et je reste indemne... Peut-être partirons-nous ces jours-ci... Sois tranquille... Dis aux Rio que Victor doit être tout à fait à l'abri...»/// Ul lizher hep deiziad resis ; «Je t'écris pour te dire qu'il n'y a rien de nouveau» ; talvoudegezh ha doare al liammoù get ar gêr ; bout a-unan an eil get egile en despet d'an disparti ; L. Herrieu techet da daranal ha da reiñ kentel ; Victor Rio hag ar 62vet : gevier da ziboaniiñ an dud en a-dreñv.


Lizher 2 : Kartenn «Correspondance militaire» ha lizher skrivet d'ar 04.09.1914

Lizher 2 : Kartenn «Correspondance militaire» ha lizher skrivet d'ar 04.09.1914

12/04/2023

Lec'h : Le Thillay, e-tal Gonesse ; Kreñvlec'h Pariz «///Nous continuons notre voyage d'agrément... Tout le monde va bien... Ai aperçu [...] une foule d'autres voisins et amis... Nous marchons maintenant de nuit... Al lizherioù a vez renget... Nend eus ket erru droug ebet geneomp...N'omp ket bet dirak an tan & Ne glevomp ket memp ar c'hanon... Ur bok rak eh a al lizher kuit///». Dibab yezh al lizher ; en em zivrouilh evit kas e zoare d'ar gêr ; ar brezel kroget da vat ; difenn Pariz ; éc'h aprestiñ emgann ar Marne ; tevel àr an dañjer ; tud ar 88° ; kas d'ar gêr doare an dud gwelet ; an ao. abad Moigno ; Jemari Menteg ; ar vreuder La Motte.


Lizher 3 : Lizher skrivet d'ar 05.09.1914

Lizher 3 : Lizher skrivet d'ar 05.09.1914

12/04/2023

Lec'h Villiers-Le-Bel ; Kreñvlec'h Pariz «///Erru eo pell an eneberion... Kemer a ran notennoù ho lakay da c'hoarzhet àr-lerc'h ar brezel & An dud a gomañs donet en-dro d'o zier... War n'em eus ket da skriv dezhe...///». Er brezel ha neoazh er-maez ag ar brezel ; tevel àr gwirionez ar brezel ; ar siviled é tistreiñd'o zier goude viktoar ar Marne ; magiñ ha beviñ ar soudarded «en campagne» ; ur c'heginour evour ; sikour d'ar familhoù mobilizet ; ar «poste aux armées» hag ar «censure»; Loeiz e-kreiz ar gompagnonezh ; tud ag ar vro : Bellecroix, Lafabrier.


Lizher 4 : Kartenn «Correspondance militaire» ha lizher skrivet d'ar 06.09.1914

Lizher 4 : Kartenn «Correspondance militaire» ha lizher skrivet d'ar 06.09.1914

12/04/2023

Lec'h :Villiers-Le-Bel ; Kreñvlec'h Pariz «///Tennoù a glevemp en noz... Na trist eo ar vro-mañ... Nend eus ket mui den ebet en tier ; achapet razh... Eh on bet en overenn amañ e villiers-er-brav... Kanet e zo e galleg hag e brezhoneg... C'hwi a c'hell skriv e brezhoneg bremañ... Lârit din anv an dud a zo geneoc'h... [ar jav] n'en deus ket an oad... Achap a ra ar Jermaned... Me a vehe koutant da resev an Nouvelliste...///». Skriv d'ar gêr div wezh ar memp deiz ; talvoudegezh an dastumad lizherioù prevez ; soursi an dachenn : ar jav en arvar a vout kemeret get an arme ; refujied sivil degemeret e Breizh ; labour dizalbadiñ ha drailhiñ ar soudarded ; kas d'ar soudard doareoù ar vro ha re ar wazed savet d'an arme ; «popote» an isofiserion ; sekour roet d'ar familhoù ; urzh an doareoù el lizher.


Lizher 5 : Kartenn «Correspondance militaire» skrivet d'ar 08.09.1914

Lizher 5 : Kartenn «Correspondance militaire» skrivet d'ar 08.09.1914

12/04/2023

Lec'h :Villiers-Le-Bel ; Kreñvlec'h Pariz «///Les hommes continuent les travaux de défense de Paris... Il paraît que les Allemands reculent... Je couche dans un pensionnat de jeunes filles... Il nous manque du cidre... Je n'ai encore reçu aucune lettre...///». Achumant emgann ar Marne ; lostad viktoar ar Marne ; ar post a gerzh atav un tammig diblaen-kaer ; ul lizher a Yves Berthou.


Lizher 1 : Kartenn-bost skrivet d'ar 27/08/1914

Lizher 1 : Kartenn-bost skrivet d'ar 27/08/1914

12/04/2023

Lec'h : Roissy-en-France; Kreñvlec'h Pariz Kentañ ger kaset d'ar gêr goude bout kuitaet An Oriant d'ar 25/08 «///Le métier rentre... Inutile de t'inquiéter... Excuse moi de t'écrire dans une autre langue que la nôtre...///» Loeiz Herrieu soudardet e miz Eost 1914 ; labour ha lec'h ar fourrier er gompagnonezh ; Soudard ha soudard a zo : active, réserve d'active, territoriale ; ar 88° kaset d'ar brezel ; kuitaat an Oriant a zo bet diaes-bras... 621 lizher d'ar gêr.


Permiere Cai d'avant