Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Abadenn Nnn 192 : Lizher ag an 13.02.1917

Abadenn Nnn 192 : Lizher ag an 13.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 192 Lizher ag an 13.02.1917 Lec'h : Rollot ///Arru a zo genin hiriv daou lizher ac'hanoc'h hag ur gartenn a di Rouart... Me a garahe, kent paeiñ, ma klaskahec'h ar factures din... Pezh gwezenn a zo kouezhet er prad ? ... C'hwi a lâro da Huénel, da Hervé penaos Tetad a zo kontant bras anezhe... Jezuz ne vez ket kontant ma kar ur vamm, nag un tad, gwell unan e'it an arall ag o bugale... Reiñ da bep unan ar pezh a za dezhoñ : mignonaj pe kastimant... Nend eus netra merchet e'it an taol bras... A-vepred ema bet ma zad èl-se : get an disterañ kleñved eh ae da varv !... Ne ouiit ket e pe lec'h ema an Ao. Gentil ?. An ao. Moigneu a zo bet amañ an enderv-mañ... Jojeb nend ay ket d'ar gêr ar miz-mañ c'hoazh... Na Mab an Diaoul, nend eo ket aet da vout soudard c'hoazh ?... A gement ma c'hellahet roit doare a ma zad din bemdez.../// Loeiz : ur spered urzhiet mat. Desav ar vugale : kentelioù tennet a levrioù a zevosion a gaver e-mesk ar bobl. Kempen an traoù e-pad ar gouiañv evit an taol bras : ar gwir vrezel da doulliñ a vo a-benn an nevez-hañv; davet emgann ar Chemin des Dames. Labour ar propaganda àr ar speredoù en a-dreñv : sevel ur brezel n'eus ket anezhañ, ijiniñ ur wirionez n'eus ket anezhi; ar "bourrage de crâne". Mab an Diaoul : An Diberder.///


Abadenn Nnn 193 : Lizher ag an 23.02.1917

Abadenn Nnn 193 : Lizher ag an 23.02.1917

12/04/2023

*************************************


Abadenn Nnn 194 : Lizher ag an 16.02.1917

Abadenn Nnn 194 : Lizher ag an 16.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 194 Lizher ag an 16.02.1917 Lec'h : Rollot ///Bet em eus bet keloù ema aesaet da 'm zad... Ho pemoc'h bremañ a daolo soursi genoc'h, aes eo goût... Gwell eo c'hoazh ne lâro ger ma mamm d'ar vatezh... Komprenet mat em boa eh oa rekizisionet hoc'h avaloù-douar d'ar gouarnamant... Ar fariadennoù a gomzen deoc'h anezhe n'o deus ket talvoudegezh vras !... Mar kavit vil ne gemerer ket e brezhoneg ar c'hustum da "deiñ".../// Ar rekisision avaloù-douar. Ret eo bet kreskaat an argant paper e-mesk an dud evit derc'hel ar c'henwerzh : an inflasion é kemer lañs. An hini en deus traoù da werzhiñ (avaloù-douar, ed...) a ra argant. Teiñ pe c'hwiiñ : un afer a gustumañs.


Abadenn Nnn 195 : Lizher ag ar 21.02.1917

Abadenn Nnn 195 : Lizher ag ar 21.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 195 Lizher ag ar 21.02.1917 Lec'h : Rollot ///Mar fari ar Person get ar chomlec'h... Ker-mat eo ar botoù èlkent... Kaset e vo saboterion da labourat àr o mecher... Kontant on goût e kerzh an traoù get ar vatezh... Nend eo ket an dra-se a barraay doc'hti a ober he labour... Evit he dihun, c'hwi a c'hellahe lakaat ur c'hloc'h èl em boa lakaet !... Al loened a zo chomet pell hep gellout bout kaset da ves...Marse e chomimp amañ betek an taol bras... Grit d'ar gwellañ du-se, ha bezit sur e kavo mat ho Loeiz ar pezh a rahet : ar paour n'hell ket choaz./// Berr eo daet ar c'haved botoù-koad er vro a-gaoz d'an arme. Klask a zo àr ar saboterion. Berr eo daet da vout àr ar produoù, an danvezioù rekisañ (houarnaj, leraj, pezhioù luziniet...), àr an dud a vicher (goved, marichaled...). Bugale ar skolioù goulennet gete reiñ an dorn da serrezh houarn, paper, danvez, leraj... An traoù a zo gwazh c'hoazh en Alamagn : mervel get an naon, mizer ar vugale. Matezhed vihan, krennardezed gopret en tiegezh.


Abadenn Nnn 196 : Lizher ag ar 25.02.1917

Abadenn Nnn 196 : Lizher ag ar 25.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 196 Lizher ag ar 25.02.1917 Lec'h : Rollot ///Distreiñ a ran deoc'h amañ ar paperioù hoc'h eus daveet din... C'hwi a lâro din mar goulennner atav ag ar sonennoù... Hag ar Breton Usuel, chom a ra ur yoc'h anezhoñ c'hoazh ? Tud ar Chantier nend int ket sotoc'h e'it ar re arall : diouiziekoc'h int... Amañ nend eus ket kalz anezhe hag a ziskouez emaint Breizhiz 'met evit mezviñ... Ar Vretoned a zo danvez enne... Siwazh, n'en em anavont ket, ha fall zesavet int 'gozik rac'h... Hiriv ema kaer-bras ivez dre-mañ. Bale a ra an aerlestri : emaint èl gwenan en aer ag an amzer... C'hoazh e welahet an nevez-amzer-mañ é tremen, ha me ivez, hep bout unanet... Ma ne gavit ket ruskennoù... Dec'h em boa debret mel amañ, daet get ur serjant ag ar C'hreisteiz... Gwell a-se eh a mat get ma zad bremañ... Me a garahe e futumahe get muzul !... Ar vatezh, ha hi a oui lenn ?... Bet em eus bet lizher a Vatild Hervé... Ar Padelleg n'en deus ket biskoazh respontet da 'm lizherioù !! ... An Ao. Allanioux, person kozh an Izenah, a zo marv... 'Benn ar fin, ne chomo mui 'medomp hon-unan !... Ma soñj a nijo èl bepred tremazoc'h du-se, hag a chomo genoc'h e-pad an deiz... Ho Parveg./// "Les Poilus, les Piou-Piou". Ar Chantiers : karter labourizion porzh An Oriant e Lannarstêr. Tud é tonet ag ar maezoù; dizañsion etre bed ar labourizion ha bed peizanted ar c'hornad. Daou sort tud; daou sort Bretoned, hervez Loeiz. Ret e vo d'ar Vretoned, hervez Loeiz, gouiet emaint Bretoned ha chom en o sav, hep koll anienn o gouenn, o gwad : soñjoù pell a-zoc'homp hiriv. Ar gwenan é tihun get an nevez-amzer. Person Lokuon en-dro.


Abadenn Nnn 197 : Lizher ag ar 27.02.1917

Abadenn Nnn 197 : Lizher ag ar 27.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 197 Lizher ag ar 27.02.1917 Lec'h : Rollot ///Lakaet hoc'h eus piz... Na lakait ket re a diñtur iod àr ho kloasadenn... Deraou a ra an evned kanal er girzhier : Kanenn ar Peoc'h a ya da sevel arre, evit an deirvet gwezh, diàr an douar goloet a wad... Komz a raer ma vimp lakaet a-dreñv un herradig da c'hortoz an tarzhad... Breizhiz-Veur a zalc'h da atahiniñ ar Germaned... Noz ha deiz e tennont : ur spont d'an houarn a skopont àr o eneberion. Ar blez-mañ e vo diaesoc'h beviñ e'it biskoazh ; memp en hor bro-ni... A-hend-arall, get ar saout ha get ar yer, ar gwazi c'hwi a c'hello atav kaout boued... Ne vo ket kavet traoù, memp evit argant... Armerzhit ivez ho keuneudaj koad, pe glaou... An aer ag ar mor a dalv e-leizh evit reiñ goust d'ar boued... Goulennit get ma zad ar pezh a senefi just : ar c'hailh n'hell ket choaz... Kenavo deoc'h, Louiz ar Velin, ha d'an daou bugel a zo é terc'hel mat deoc'h du-se./// Diaesoc'h-diaes e vo beviñ e kêr : an hini na brodu ket netra hag a vev doc'h e leveoù a vo tapet, rivinet. Diwezh ur gouiañv kalet en dachenn. Lakaat piz a daol labour met argant a vez gounidet gete. Ar Saozon é terc'hel da vrezelaat start a-hed ar gouiañv 1916-1917.


Abadenn Nnn 184 : Lizher ag ar 25.01.1917

Abadenn Nnn 184 : Lizher ag ar 25.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 184 Lizher ag ar 25.01.1917 Lec'h : Conchy-les-Pots ///An avaloù-douar hor bez-ni a zo just ar pezh a rankomp... Rezi d'amzer gaer nend eus ket... Nend eus ket chañs ebet da Vona kaout Mokaer... Ar yec'hed a zo ar c'hentañ tra rekis e'it bout ur pried mat... N'en em bak ket Bejeb get ar eontr Frañsoa ? ... Na gredit ket ivez en deus bihanaet ma c'harantez evidoc'h gwezh ebet... Mab-den en devez bepred e sioù, daet dezhoñ lies ag e dud kozh... Ar garantez a zo ret dezhi bout diazezet àr ar feiz hag àr ar spered evit gober finbortez... Ma c'harantez-me, ha ma fiziañs ennoc'h a zo ker bras ma kredan eh oc'h èlon... M'ho sell èl ma fried, gwir eo, met ivez èl ma brasañ keneil... N'em eus netra da damall deoc'h... Ni en em garo sur get muioc'h a gred... Hol lizherioù a ziskouez an dra-se.../// Gwir propozioù a garantez ; en em zispleg àr ar pezh a zo bet skrivet kent ha plaenaat an traoù. Pep unan a zo hervez e natur, hervez ar pezh a vez roet dezhañ get e rummadoù kozh ; brezel a zo etre ton,kadur an natur hag ar volontez da wellaat, da cheñch. Ar yec'hed, un dra ranket evit ober finbortez : re yac'h hag re klañv, un afer a wad hag a anienn evit ober brud.


Abadenn Nnn 185 : Lizher ag ar 27.01.1917

Abadenn Nnn 185 : Lizher ag ar 27.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 185 Lizher ag ar 27.01.1917 Lec'h : Conchy-les-Pots. ///Cheñchamant a-c'houde n'em eus ket skrivet deoc'h... Daet omp bremañ en ur gamprig klouaroc'h... Hiriv eh eus sur 15° dindan 0... Mokaer a gred (èl ma lârer e Groe) e sav an heol en e revr !... Niverennoù kozh Dihunamb... Mellag n'en deus ket james vennet en em ziaesaat a-gaoz d'an traoù breizhek... N'em eus ket bet labour Guénel... A pa gomañso monet d'ar skol, eñ a vourro... Ne blije ket ar soubenn-se din... Kontant on pas bout bet aet d'al lec'h-se a gomzen deoc'h anezhoñ... Andrev a skriv din ema cheñchet rejimant ! Petra a senefi rac'h ar cheñchamantoù-se ?... A galon hag a spered genoc'h./// Gouzañv get ar jal d'ar gouiañv. Ul lavar farsus : "An heol a sav e doull e revr". Guénel en oad da vout kaset d'ar skol emberr. Labour da Loeiza da baseiñ hec'h amzer. Andrev ar Mouillour, breur-kaer Loeiz. Ar cheñchamantoù ne blijont ket d'ar soudarded.


Abadenn Nnn 186 : Lizher ag ar 29.01.1917

Abadenn Nnn 186 : Lizher ag ar 29.01.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 186 Lizher ag ar 29.01.1917 Lec'h : Conchy-les-Pots. ///Skorniñ a ra bemdez muioc'h-mui... E Breizh ivez nend eo ket kaer... Dave a ran deoc'h en-dro labour Guénel... Ema kontant Tetad é welet e vab Guénel é komañs labourat... Dec'h eh oa paset Jojeb amañ... Gwelet em eus ema losket iliz gozh Rianteg... Komz a raer bepred ag hon diblas, met nend eus netra sur... Nend eus ket riskl ebet monet da Salonik... Huñvreit c'hoazh e vin en ho tivrec'h... Huñvreit betek an noz ma tihunahet staget doc'h ho Loeizig... E-pad an noz a spered, man diweuz àr ho re, ma c'halon àr ho kani, man divrec'h en-dro deoc'h, man divhar luziet doc'h ho re, tomm tomm, start start, betek mougiñ.../// Propozioù a wir garantez diskleriet brav. Ar brezel gwelet 'vel ur barañtezenn. Reiñ koñfortañs hag esperañs. Ur gredenn evit derc'hel : bravoc'h e vo ar vuhez goude. Brezel e-kostez Salonik : kalz a dud marvet diàr mizer ha kleñved. Losket eo iliz gozh Rianteg. Lenn ar c'hazetennoù kozh an amzer a-vremañ àr internet.


Abadenn Nnn 187 : Lizher ag ar 1.02.1917

Abadenn Nnn 187 : Lizher ag ar 1.02.1917

12/04/2023

Abadenn Nnn 187 Lizher ag ar 1.02.1917 Lec'h : Rollot ///Setu-ni lojet en hol lec'h nevez... Aerc'h a zalc'h da gouezh dre-mañ... Er gêr-mañ ema ganet Galland... Re ar Boulbar a zo bet bepred foeñverion... Diaesoc'h eo bout genoc'h du-se a-fet ar yender... A-fet ma zud, na gredit ket emaint bet hep perzh ebet àrnin... Mamm en deus bet bepred perzh àrnin... Ha dalc'het on bet muioc'h e'it bihanoc'h... E deroù ar brezel, me a soñje penaos ar soudarded en dehe bet en em sellet èl breuder... Ne ouian ket ma man douj ma zud... N'hoc'h eus ket da gaout fall ma vourran bout ma-unan... A pa ne vên ket kontant ag ho bokoù n'hoc'h eus 'met ma forsiñ d'o c'hemer... Ne gredan ket e vêr eürus é tispign argant hep sellet... Na zoujit ket a welet kasoni etrezomp... Ar garantez birvidantañ a varvahe doc'h en em loskiñ èl-se dalbezh... Ar pezh a zo sur, ho Loeiz ho kar muioc'h-mui bemdez.../// Ar rejimant er Somme, e-tal Montdidier : labourat àr an hentoù ha toulliñ an douar evit an artilheri. Rollot (ur vourc'hig a-hed ur ru hepken) ha Galland (Les Mille et une nuit).


Cai a sieudr Dâraine