Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 122 : Lizher ag an 02.05.1916.

Lizher 122 : Lizher ag an 02.05.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Proyart. ///Erru omp e Proyart... An dud a ya da labourat pep mintin... Un ti a-bezh am eus evit burev... Kousket a ran àr ur gredañs... A-dreñv an ti eh eus ur malezad douar... Ar Germaned ne dennont ket kalz ... Ne c'hellan ket bout gwell enta....Eh on bet é welet ar bezioù... E Bro ar bezioù eh omp... Gouiet em eus e hues lâret da Hirgair lâret din monet perm. ... D'an Ao. Moignou e hues skrivet evit er c'hargiñ ag ar mem doere. E-leiz a vad a ra din... Ne hues dober ebet da skriv d'an Ao. Moignou evit an dra-se... Mar deua ur wezh c'hoazh (rak setu div wezh) [...] e vo ret din er c'has da vale, ha marse c'hwi ivez... Ne lârin ger ebet fall deoc'h... Met a pa gargit re arall da gas din traoù a sort-se, c'hwi c'hell bout sur ne c'hellit gober brasoc'h displijadur din... Eh on ma-unan éc'h ober rac'h al labour... Me gaso kartennoù deoc'h... Ur mandat a 100 lur... Evit ho kar... Koutant on [...] emañ daet mamm da vat en-dro... Man doere da Vari... Andrev a zo yac'h... Job ne ouian ket mard eo amañ.../// Bourc'h Proyart ; un tachad brezel kousket ; bezioù bras soudarded lazhet e 1914 ; drougigoù Loeiza ; Loeiz fachet ha Loeiza kaset da ... vrammet ; truchemant soudarded arall da lakaat Loeiz da zonet d'ar gêr ; pakadoù refuzet ; pennegezh ha bolontez reut Loeiz ; «Grit eveldin hag e vo mat an traoù» ; labourat evit ma ne vo tarzh ebet er c'hreñvlec'h savet en-dro dezhañ.


Lizher 115 : Lizher skrivet d'an 16.04.1916 (sul al Lore).

Lizher 115 : Lizher skrivet d'an 16.04.1916 (sul al Lore).

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Chuignes. ///Eh omp e ch. a-choude dec'h... A pa ziskennas un 20 potarn bennak àr ar vourchig-mañ. 2 zen a zo bet lazhet, un nebeut gwall aozet... E ti ar person eh omp. Bout e zo choazh un dousennad tud ag ar vro. Ar gêrig a zo och tor ur manez... Lech ma cheller bale hep bout gwelet... Goulenn a rit genin ur skrivadenn da lakaat àr bez ho tad... Evit Jeneven Tangi eh eus un avenant d'obér... Ne vern evit Soulard: un ostiz fidel eo.. Eostig Kerineg a zo Ivon Crocq... Geneomp e vez lâret noezh e-lech noazh... Man gourchemennoù da Jann-Mari... ha Melani Kermabon... Sevel ur lech dar ye rer prad... Mat e hues graet preniñ ur charr& Mar kavit leraj mat... Er ler a vo ker-bras goude ar brezel. Gourchemennoù da Auzat, Blevo hag Apard... Ar chapiten a zo klañv : merhat e yay kuit./// Ar vourch potarnet : un degemer arvarus a-walch ; pas reiñ ankin de re er gêr ; sevel ur skrid e brezhoneg evit bez tad Loeiz ; ober àr-dro asurañsoù hag argant plaset evit tud zo ; Eostig Kerineg ; ur ger evit tud ar chornad ; prenet eo bet ar charr nevez.


Lizher 116 : Div gartenn skrivet d'ar 17.04.1916.

Lizher 116 : Div gartenn skrivet d'ar 17.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Chuignes. ///Bet eo bet Jojeb doc'h man gwelet tuchantik. Yac'h eo ha min vat en deus... Evit an alloc... An amzer en deus gashaet arre... Ar c'hapiten a zo aet kuit hiniv d'ar c'hlañvdi.... Ne ouiomp ket piv a gemero e lec'h... Man gourc'hemennoù da re Goulian... Penaos eh a get Mari-louiz... A pa gaveet ur vatezh ... Dalc'hit mat bepredt... Evit ar gwenan... Evit ho kar... Bet em eus bet ma amanenn.... Laoskit tud sot ar Gozh-Kêr da gomz... Ne a welo piv a skuizho ar c'hentañ... Boneur am eus bet ha netra ken... Emañ bet Bejeb hag ho mamm er Gozh-Kêr... Ma ne hues ket kaset mam botoù ler din gortozit... Eh on ma-unan arre éc'h ober ma labour...Hiniv eh eus tennet àrnomp evit ar c'hentañ gwezh a-c'houde ur miz./// En em welet etre tud kar àr an talbenn ; Jojeb ar Meliner, breur Loeiza ; chañchamant kapiten a vo da benn ar gompagnonezh : prederi ; un interim kent ma tay Fil-de-Fer ; brudoù é redek diàr-benn Loeiz na zeua ket d'ar gêr ; soñj Loeiz : pas ober van ag ar brudoù-se, a gomzoù an dud ; an den mennet, pennek, aheurtet àr e soñj.


Lizher 117 : Kartenn skrivet d'an 18, lizher ag an 19, kartenn ag an 21.04.1916

Lizher 117 : Kartenn skrivet d'an 18, lizher ag an 19, kartenn ag an 21.04.1916

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Chuignes. ///Netra a nevez 'met glav... Kas a ran deoc'h da di Bayon Revue Hebdom. ha butum... Atav e pad ar fall amzer... Dle e oa deomp monet heneoazh da Fetañ e-tal Cappy hag e chomomp amañ daou zeiz oc'hpenn... Lod ag ar gompagnonezh d'en em walc'hiñ ha da dremen en ur gamp a vo enni aezhennoù klor... Evit kustumat an dud d'en em servij ag ar maskl... Aogust ar Gall a skriv din... Kreñv a-walc'h eo ar c'harr a hues prenet ?... Evit an alloc... Atav e tarzh an traoù e-kostez Verdun... Ur lonker eo : degemerit-eñ met yen... Na roit ket argant dezhañ... Ned eo ket fall anezhañ, met ivraign. Netra a nevez 'barzh ar vro-mañ... Ar beure-man ema digouezet an amzer vat... Sethu glao o kouez adarre. Degemeret am eus ho kwerzen... An deveziou-ma ema ar baïemant hoaz./// Un nebeut komzoù skrivet mod Kerne un tamm ; un den kustum da vonet e brezhoneg get brezhonegerion ar vro a-bezh ; an aezhennoù klor, an dud "gazet"; ijinadennoù an ijinour Adrian : ar maskl, an tokarn, ur gabanenn... ; tud onest hag ar re arall ; Loeiza a zalc'h da sevel gwerzennoù ; Loeiza : ur vaouez onest desavet fur get al leanezed.


Lizher 118 : Kartenn ha lizher ag an 22.04.1916.

Lizher 118 : Kartenn ha lizher ag an 22.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Chuignes. ///Evit an allocation, skrivit d'ar resevour : "Monsieur,...» Na selaouit ket doc'h rac'h traoù AbAlor.Evit an impôt àr ar revenu e vo ret deoc'h goulenn ali : ne ouian netra. An deiz kent evit dec'h eh oa bet Jojeb é koaniiñ... Dec'h vintin eh oamp bet er gampr get aezhennoù klor. Mat emañ aet an traoù geneomp. Heneoazh eh aomp da Fetan : e kav ur maner eh omp lojet. Hon tud a lakaer da labourat e-leizh... Emaint goloet a fank, ar geizh. Evit an alloc... Gwell eo enta hon traoù c'hoazh 'vel-mañ. Ne gredan ket e paeet-c'hwi "Taosoù àr al leve"( Impôt sur le revenu)... Jojeb ne ra ket kement-se a wad fall... Evit ar geriadur... Evit al lavreg... Eh an da c'hortoz an enderv-mañ : marse em bo lizher ac'hanoc'h... Louis a skriv din e teraou redek... Ar vrud emañ lazhet Quillien... 1 lavreg hepken... Eh an àr-raok : komz a rer ag hor c'has dimerc'her 2 lev àr-dreñv : vad a ray.../// Chañchamant evit touch an alloc ; ra vo roet din ar pezh a zlean resev, pas oc'hpenn ; kontoù displeget da harpiñ ar goulenn ; labourioù fiziet e tud ar 88vet RIT ; ar serjant-fourrier a chom tost d'ar c'hapiten, er "burev"; lakaat sevel dilhad en a-dreñv.


Lizher 119 : Kartenn ag ar 27 ha lizher ag an 28.04.1916.

Lizher 119 : Kartenn ag ar 27 ha lizher ag an 28.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Erru on àr-lerc'h ur redadenn a 20 kil... Eh omp e-tal Breizhiz Breizh-Veur... Eh oa Skosiz éc'h evet er mem tavarn geneomp... Dañjer ebet. Eürus on [...] é c'houiet e hues kavet ur vatezh... Setu an drivet deiz eh omp-ni mañ, en ur gperig klouar, just àr robl ar ar stêr Som. Gwez a zo e-leizh ha frouezhaj ha arc'h. Bout e zo avalennoù e bleuñv... Na ma mamm ?... Kaset em eus hiniv dre ur permis. man galochoù, chaosonoù, 2 bakad butum, mam bonet gloan d'ar gêr... Mar bez ma lavreg e ti bayon a pa zay en-dro... Gwerenn-dindan-Corbie. c'hwi a gavo ar gêrig-se just e-tal Corbie a zehoù da gêrbenn ar Som. Iwerzhoniz a zo éc'h ober traoù spontus a droay a-enep dezhe... Emañ bleset Jean-marie ar Menteg a oa kaporal karget ag ar boued geneomp... Ne vo ket dañjerus e draoù.../// Ar gompagnonezh erruet e Vaires-sous-Corbie, un tammig a-dreñv ; erruet int da gempenn an tachad ma vo savet fard bras soudarded Bro-Saoz er Somm e miz Goureneñv 1916 ; emzavadeg Pask 1916 en Iwerzhon : soñj Herrieu àr an afer-se ; kas d'ar gêr dilhad ha botoù goañv da zizammiñ anezhe ; kas butum d'e dad ; ur vatezhig nevez.


Lizher 120a : Lizher ag an 28.04.1916.

Lizher 120a : Lizher ag an 28.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Dre-mañ ivez eh eus fall amzer atav... Met amañ eh omp en abri. Emañ bet Job doc'h man gwelet : merennet en deus genin... Gwelet em boa ivez [...]Jan-Louis ar Pouezat, gwaz Frañsin an Hanvot-Vras... N'em eus ket gwele ebet ar wezh-mañ... Ofiserion a zo amañ... Breizhiz-Veur a zo ivez. Komzet em eus get ur soudard a Perth, a Vro Skos... Ne ouie ket ar gaeleg... Ned omp ket drouk en hor marchaosi ... Hiniv hon eues touchet ur jilet gloan...Ne c'houlennan ket loeroù... Gwell eo genin uziñ traoù ar rejimant evit uziñ ma re... Ne hues ket kaset din kontoù an Ao. Padellec... Ar chef en deus tapet 6 deiz permis. muioc'h hag emañ ret din gober 'gozik rac'h al labour ; hag er gompagnonezhoù arall eh eus 4 den e pep burev, da nebeutañ... Me soñje ne oa ket mui Bretons Usuels ? Diwallit mat doc'h ho rum... Dec'h ha hiniv n'em eus ket bet doere ebet ag ar gêr... Guyot de Salins [...] en deus skrivet din... An amezell de Cintre en deus skrivet ivez... An Ao. Bossart a zo bremañ doc'h en em soursi ag he farrez... Rak ar veleion arall a zo en arme... N'em eus ket bet oar da skriv da Vellag c'hoazh evit ar sonennoù... Me gompren, ma Vedig, emañ trist an amzer evidoc'h du-se met a-wael ar vugale a zo e-taloc'h...Me, amañ, a zo dispartiet a gement tra a oa bevañs ma spered ha ma c'halon... Ret din beviñ e-mesk tud n'em behe biskoazh darempredet keneve d'ar brezel, ha bout sujet da dud na gemerahen ket da vevelion... Rac'h ar soursi, ar boan spered am eus a zo get traoù n'em sellont ket... Me vank deoc'h.... Met ivez, c'hwi a vank din... An Aon a nij bepred... C'hwi e hues du-se an iliz, er lezenn evit ho kenerzhaat ; n'hellan-me monet 'met a laer-kaer... An den a vez dic'houst-kaer ha neuze ar fall spered a sourr àrnoc'h... Me zalc'ho neoazh rak me venn derc'hel... Me venn c'hoazh en devout an eurvad d'ho kwelet, ar vugale, ma zud... Me venn distreiñ da Vreizh-Izel em eus roet dezhi ar gwellañ a ma yaouankiz, ar pezh a spered en doa roet Doue din... Setu perak e talc'heet ivez, ma Vedig, daoust d'ar galon gwanaat meur a wezh... Eh an bremañ da achap... Goude e fardiñ àr ma flouz hag e nijo arre ma spered tremazoc'h.../// Fall amzer atav ; en em lojiñ er bourc'hioù lec'h ma chom siviled : gwell lojet e vez an ofiserion ; ur Breton digor e spered àr bed ar Gelted arall ; daremprediñ tud arall evit deskiñ traoù ; an dilhad douget a vez taolet kuit, chañchet pe gwalc'het pa vez tu.


Lizher 120b : Lizher ag an 28.04.1916.

Lizher 120b : Lizher ag an 28.04.1916.

12/04/2023

Lec'h : E bourc'h Vaires-sous-Corbie. ///Dre-mañ ivez eh eus fall amzer atav... Met amañ eh omp en abri. Emañ bet Job doc'h man gwelet : merennet en deus genin... Gwelet em boa ivez [...]Jan-Louis ar Pouezat, gwaz Frañsin an Hanvot-Vras... N'em eus ket gwele ebet ar wezh-mañ... Ofiserion a zo amañ... Breizhiz-Veur a zo ivez. Komzet em eus get ur soudard a Perth, a Vro Skos... Ne ouie ket ar gaeleg... Ned omp ket drouk en hor marchaosi ... Hiniv hon eues touchet ur jilet gloan...Ne c'houlennan ket loeroù... Gwell eo genin uziñ traoù ar rejimant evit uziñ ma re... Ne hues ket kaset din kontoù an Ao. Padellec... Ar chef en deus tapet 6 deiz permis. muioc'h hag emañ ret din gober 'gozik rac'h al labour ; hag er gompagnonezhoù arall eh eus 4 den e pep burev, da nebeutañ... Me soñje ne oa ket mui Bretons Usuels ? Diwallit mat doc'h ho rum... Dec'h ha hiniv n'em eus ket bet doere ebet ag ar gêr... Guyot de Salins [...] en deus skrivet din... An amezell de Cintre en deus skrivet ivez... An Ao. Bossart a zo bremañ doc'h en em soursi ag he farrez... Rak ar veleion arall a zo en arme... N'em eus ket bet oar da skriv da Vellag c'hoazh evit ar sonennoù... Me gompren, ma Vedig, emañ trist an amzer evidoc'h du-se met a-wael ar vugale a zo e-taloc'h...Me, amañ, a zo dispartiet a gement tra a oa bevañs ma spered ha ma c'halon... Ret din beviñ e-mesk tud n'em behe biskoazh darempredet keneve d'ar brezel, ha bout sujet da dud na gemerahen ket da vevelion... Rac'h ar soursi, ar boan spered am eus a zo get traoù n'em sellont ket... Me vank deoc'h.... Met ivez, c'hwi a vank din... An Aon a nij bepred... C'hwi e hues du-se an iliz, er lezenn evit ho kenerzhaat ; n'hellan-me monet 'met a laer-kaer... An den a vez dic'houst-kaer ha neuze ar fall spered a sourr àrnoc'h... Me zalc'ho neoazh rak me venn derc'hel... Me venn c'hoazh en devout an eurvad d'ho kwelet, ar vugale, ma zud... Me venn distreiñ da Vreizh-Izel em eus roet dezhi ar gwellañ a ma yaouankiz, ar pezh a spered en doa roet Doue din... Setu perak e talc'heet ivez, ma Vedig, daoust d'ar galon gwanaat meur a wezh... Eh an bremañ da achap... Goude e fardiñ àr ma flouz hag e nijo arre ma spered tremazoc'h.../// Loeiza éc'h ober soñjoù, é koll kalon abalamour da Loeiz na zeua ket d'ar gêr anezhañ ; ur parlant eeun etre daou bried ; klask koñfortiñ ha reiñ kalon da zerc'hel ; nerzh kalon ha bolontez reut Loeiz da zerc'hel, da vrezelaat doc'h ar... brezel : "la forteresse intérieure" ; fiziañs hag erbed e Doue ; c'hoant distreiñ evit e dud hag evit Breizh ; ur gwir "patriotisme" diskleriet : ret eo beviñ evit e vro.


Lizher 106 : Lizher skrivet d'an 12.03.1916.

Lizher 106 : Lizher skrivet d'an 12.03.1916.

12/04/2023

Lec'h : El linennoù e Foucaucourt. ///A ma loj, en trañche e skrivan deoc'h... Aerlestri é ronroñal en aer hag ar potarnoù é monet hag é tonet dreist ma fenn... A nevez nend eus netra... Didrouz omp-ni amañ ha kement-se eo ar gwellañ. N'em eus ket gwelet Job c'hoazh... Eh omp amañ er gentañ linenn, en ur vro plaen evel ar mor... Hentoù a zo graet en douar hag a rer bouzellennoù anezhe. Pell omp neoazh doc'h an eneberion... Orsal dreinek a zo... - Na gemerit ket poan get ho lizherioù... Adal ma ouiin eh oc'h rac'h yac'h [...] e vin koutant... Amzer kollet skriv da gomandant Louis... C'hwi c'hello en em servij ag ar ruskennn marv... Andrev a zle bout tost d'ar gwall du-se ?... Plijout a ra ar vatezh deoc'h ?.... Brav eo ho troc'h-paper... Nend eus ket mui permisionoù.../// Un den hag ur skrivagnour tost d'an natur ha d'an douar ; natur ha brezel teknologel : aerlistri, potarnoù, trouzioù an emgann ; an eil fourrier aet kuit ; echu eo argountell paper ; permisionoù arrastet : Verdun ?


Lizher 108 : Lizher skrivet d'an 23.03.1916.

Lizher 108 : Lizher skrivet d'an 23.03.1916.

12/04/2023

Lec'h : E kostez Foucaucourt. ///Lizher a Julien ar Gall. Ned on ket-me é klazh monet kuit ag an tachad-mañ... Ha monet goude da dachadoù evel Verdun. Kaer hor bo chañch ned ay ket hon traoù àr wellaat... Gwell genin c'hoazh chom lec'h mah on. An akustumañs a ra e-leizh ivez ... Eh eus bihanoc'h a riskl deoc'h bout lazhet... Dre-mañ emañ dous an amzer atav. Sapiñ ara ar gwez... Start e vo deoc'h bout hous unan en ti... Na zoujit ket atav dispign evit aesaat d'ho stad... Neus ket par da dud ho bro-ni evit koc'hoñniñ ar vugale... Dec'h e oa gwall fondet fas ha korf ur soudard deomp é c'hoari é teuziñ ur penn obus... Anna a skriv din evit goulenn mar dle respont d'An Diberder... Ret e vo din kas ho troc'h-paper deoc'h dre ar post.../// Gwell eo chom en e lec'h evit chañch ; chañch lec'h a zo arvarus (akustumañs kollet); brud bec'h Verdun a red etre ar soudarded ; arrastet eo ar permisionoù ; atav an natur é tispak e-kreiz ar brezel ; diaes kavet tud da labourat àr ar maez ; goulenn a zo d'an traoù gounidet ne tachennoù, argant a vez gounidet : en em armerzh neoazh, diwall a pas chom klañv ; pas lezel tud ar vro d'en em soursial doc'h ar vugale abalamour d'an onestiz.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine