Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 35 : Lizher ; skrivet d'ar 23.09.1915.

Lizher 35 : Lizher ; skrivet d'ar 23.09.1915.

12/04/2023

Lec'h : Cote 180, a-dreist Massiges.   ///"Dec'h e oamp daet du-mañ... E-pad an deiz hag e-pad an noz ne zehan ket ar c'hanonoù... Ar mor é yudal... Interret en douar ha pell doc'h al linenn... Ne faot ket bout souezhet ma ne resevit ket lizherioù ken stank... Titloù an ao. Padelleg... Nend eo ket obligation eo re ar Banque Populaire... Na lezit àr ar livred nemet un ugent real bennak... Kaset em eus dech ur pakad... Chwi a gavo ma zestoni diwezhañ... A pa arruahe ar marv genin... Tarzhal a ra an traoù... Heneoazh eh aomp un tammig àr-raok... Kenavo... Karantez..."/// É kempen emgann Massiges é krogiñ ; en emgann evit ar wezh kentañ ; implij ar c'hanonoù : breviñ al liennnoù jerman ; stad argant an ao. Padelleg ; ar 88vet e beg ar bleiz ; lakaat e draoù en urzh dirak an dañjer : kenavo da bep unan.


Lizher 53 : Teir kartenn «Correspondance Militaire»; skrivet d'ar 27.11, 28.11 ha 01.12..1915

Lizher 53 : Teir kartenn «Correspondance Militaire»; skrivet d'ar 27.11, 28.11 ha 01.12..1915

12/04/2023

Lec'h : Doc'h an dostenn 180 evit an div gentañ ; Courtemont evit an hini diwezhañ... ///"Yac'h on, ma Vedig... Resevet em eus ho lizher a gomzech din ag ar levrioù ... Skorniñ a ra a fors hag erc'h a ra un tammig bemnoz... Ken ne skorne ar mintin-mañ ar liv doc'h beg ma fluenn ! Ar bara a oa skornet, an dour er sailh a oa sklaset... Arc'hoazh eh aomp da Verr-Mañné en-dro; ne faot ket bout souezhet enta ma ne resevit ket doere ac'hanin arc'hoazh nag an deiz ar-lerc'h... Hor bez 2 lev hanter seul gwezh dober e minotennoù ha sammet, hag e reomp an dra-se dan noz ... Loisirs manquent pour troh-papér... Skuizh-brein on. Ur re loeroù am eus toullet rac'h éc'h ober an hent e fank blot ha don."/// Ar «Breton usuel» hag al levrioù da werzhiñ ; ifern ar fank ; ar vizer hag ar c'hleñved ; moned-doned etre al liennoù ha Courtémont : «La relève».


Lizher 54 : Teir kartenn «Correspondance Militaire»; skrivet d'ar 04, 05 ha 06.12.1915

Lizher 54 : Teir kartenn «Correspondance Militaire»; skrivet d'ar 04, 05 ha 06.12.1915

12/04/2023

Lec'h : Courtémont evit an div gentañ ; doc'h an dostenn 180, dorn Massiges evit an deirvet. ///"Arc'hoazh eh aomp d'an toulloù... T'envoie par la présente billet de 40F... Soudarded é monet kuit, re éc'h arru... soñj am bez lies ac'hanoc'h rac'h... Bepred éh omp a herr... Arru omp en-dro e bro ar fank! Stagiñ a ra èl yod doc'h beg ar vugale... Yac'h on atav... Netra a nevez."/// Kas argant d'ar gêr ; bout soñj ag e re ; e vezer éc'h adsevel ar rejimant ; tud klañv ; en em deurel d'al labour evit ankouaat : ///«Je grimpe aux arbres pour ne pas me noyer»///.


Lizher 31 : Kartenn-bost ; skrivet d'an 11.03.1915.

Lizher 31 : Kartenn-bost ; skrivet d'an 11.03.1915.

12/04/2023

Lec'h : Vassognes ///"Lârit dan duchentil-se emaint eno evit ho servij... Na zoujit ket dispign... Neud a c'houlennen geneoch evit ar gompagnonezh... Da 10 eur eh on arru e Vassognes... Jemari Bihan en deus kemeret e lec'h... Bet eo bet genin e Fismes... Louis ar Harer a oa genomp ivez ... Bourrapl e vez geneomp èl-se..."/// Tammoù ag al lizherioù bet kollet ; merat argant an tiegezh ha fondiñ argand ; an «duchentil» chomet a-dreñv ; klask neud a-dreñv peogwir neus ket en a-raog ; dilhad ha botoù mat é tonet ag Vro Saoz hag a Amerika ; derc'hel an dilhad e stad ; Ab Alor ; Ar Guehenneg a Gistinig ; ober an troiadoù e Fismes ha marchataat : merat ar «boni».


Lizher 29 : Lizher ; skrivet d'an 23.01.1915.

Lizher 29 : Lizher ; skrivet d'an 23.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Vassognes.  ///"Skornet eo ha gwell a se... Tan a raomp get an tier fondet dan obuzoù... Maer ar barrez-mañ a zo bet fuzilhet rak ma oa espion... Ar ruchennoù a zo chenchet penn dezhe... Resevet em eus lizher ar Pab... Ne vêr ket sur emañ marv Louis Bardouil... Kas a ran deoc'h ur gartenn a c'helleet heuli àrnezhi ma redadennoù... Aerlestri a zo lan an aer ag an amzer... Gwell eo dijapl doch ar vatezh... Daou pe dri obus a zo kouezhet àr an iliz... Chench a rer hor medisinerion... Lârit dam zad ha da ma mamm eh on en abri ar wezh-mañ."/// Ar vatezh arre ; diwall ma ne vo ket "kousiet" ar vugale ; medisinerion chenchet : pa dorrer an termometr&


Lizher 28 : Div gartenn "Correspondance des Armées", an hinigentañ moullet ; skrivet dan 22.01.1915.

Lizher 28 : Div gartenn "Correspondance des Armées", an hinigentañ moullet ; skrivet dan 22.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Vassognes.  ///"Aet eo ar gompagnonezh dan toulloù pri-hont. Ar wezh-mañ eh on chomet er vourc'hig d'en em soursial ag ar gegin... Amañ nend omp ket maleurus... Kreniñ a raont get an derzhien... Pevar deiz e chomont e-barzh... Ne garahec'h ket gwelet an dud a pa zaont er-maez ag an toulloù-se... Da welet ar jeneral da c'houlen getañ hor c'has èlkent da ziskuizh... Tarzhiñ a ra ar c'hanon a bep tu deomp... Dañjer ebet doc'h an tu-se... Ur bok a garantez da bep unan ac'hanoc'h."/// Kartennoù Correspondance des Armées ; kas ur ger de dud a pa chell ; mizer gouiañv kentañ ar brezel : ret eo d'ar c'horf en em akoursat ; ofiserion spontet da stad truek o zud ; L'Atelier de St-Joseph ha lizher ar pab nevez a-enep d'ar brezel.


Lizher 25a : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet  d'an 16.01.1915.

Lizher 25a : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet d'an 16.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Jumigny. ///"Je viens de vivre les 2 jours et les 3 nuits les plus abominables de toute ma vie au point de vue matériel... Après 1h1/2 de marche dans la nuit noire, éclairés seulement par les fusées lumineuses... Bellec est du Gankiz, Languidic... Notre poste était près du chef de bataillon commandant le secteur... Il fallait passer par un boyau de plus de 2 kilomètres... Ce boyau, large de 1m20, profond de 2m50, n'a pas 50cm de large au fond... Nous plongeons dans la boue parfois jusqu'aux genoux..."/// Implij ur gartenn moullet da ziskouez emañ bev ; beviñ en e gorf petra eo an trañcheioù ; mizer diskouezet dre skouerioù bihan : al loeroù, ar chaochonoù toullet ; implij ul live yezh uhel : fromm ? soñj implij ar pennad goude ? An diforch etre skrivagnour ha skrivatour ; bed an trañcheioù taolennet simpl ha biskoazh splannoch.


Lizher 25b : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet  d'an 16.01.1915.

Lizher 25b : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet d'an 16.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Jumigny. ///"Evit kompren petra eo an dra-se nend eus nemet krouiziñ ur fozel don a 2 vetr er lechideg blot... Ar re a oa bet kaset àr hon arbenn ne ouient ket forzh kaer an hent... Dek kwezh e oan bet evit en em deurel er fank, met... Ur vouzellenn lech ma oa gouloù... Setu-ni doch en em vountiñ en toull... Ul loj ki lous ha brein... Dour a gouezhe àrnomp... Un dristez..."/// La relève ; trawalch da goll kalon ; ret eo kerzhet : ar loen a gerzh ; rouedad ar bouzellennoù ; en em akoursat a rer doch ar vizer


Lizher 25c : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet  d'an 16.01.1915.

Lizher 25c : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet d'an 16.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Jumigny. ///"Hon tud a oa lojet gwell evidomp, met kement a vizer o deus bet... Ar hor buhez ne oa dañjer ebet... An trañcheioù a zo 800m doch re an Alamaned... A-choude daou viz nend eus ket bet netra en tachad-se... Ne glaskont ket tenniñ àrnomp na ni àrnezhe... Merhat nend ain ket mui... Goloet on a fank... Na gemerit ket poan genin ; yach on daoust dam mizer... Pedit ha dalchit mat... Ho Loeiz a zalcho par ma chello..."/// Komañsamant ar mone-done etre al linennoù hag an diskuizh a-dreñv, petit repos; mizer ha dañjer nint ket hañval evit tout an dud ; da chortoz bout anvet serjant-fourrier ; redourion, ordonnance ha tampon.


Lizher 25d : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet  d'an 16.01.1915.

Lizher 25d : Kartenn «Correspondance Militaire» + lizher skrivet d'an 16.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Jumigny. ///"Resevet em eus lizherioù ac'hanoc'h. C'hwi a lâr din lâret deoc'h pere ? Ne ouiit ket enta e pe stad eh omp. Ho lizherioù ! Met ret eo din o zeurel kuit pe o loskiñ èl re ar re arall. E-men o lakaat ? Me a añse derchel soñj ar gwellañ mar gellan ha me reskont deoc'h ar gwellañ mar gellan ; na c'houlennit ket muioch genin. Atav nend on ket e stad da skriv deoc'h na da zen ebet... Deoc'h, ma Vedig paour, ne guzhan ket netra... E ouiit dougiñ get karantez ar groaz a hues da zoug c'hwi-memp ha lod ag an hini a bouez àr ma divskoaz..."/// Ar soudard ne zalch ket al lizherioù daet davetañ ; ar brezel, an disparti a zo ur groaz da zougen ; gounit e varadoz en ur blegiñ da volontez Doue : ar basianted ; talvoudegezh aberzh an dud divlam é chouzañv ar brezel : Doue a savo e zorn.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine