Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 24b : Lizher skrivet d'an 13.01.1915

Lizher 24b : Lizher skrivet d'an 13.01.1915

12/04/2023

Lec'h : Cuissy-Ferme, Paissy   ///"Eh omp e tachenn Cuissy... War nem eus ket da skriv na lec'h ebet... Ken na c'hellin skriv hiroch deoc'h me gaso kartennoù moullet... Dan trañcheioù evit daou zeiz... Pri betek an daoulin... Pell omp doc'h ar Jermaned... Riskl ebet àr hor buhez dre ar boledoù, dre an anoued ne lâran ket... Lârit trugarez da Vari..."/// La relève : é c'hortoz monet dan trañcheioù ; ne vez ket bepred skrivet ar wirionez dar gêr ; mizer gouiañv kentañ ar brezel : fall wiskamant, anoued ha red-kof, ober àr e gorf, lousteri.


Lizher 26 : Lizher skrivet d'ar 17.01.1915.

Lizher 26 : Lizher skrivet d'ar 17.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Oeuilly.  ///"Ne oa ket trawalc'h deomp bout hanter lazhet dar fank ha dan anoued... Gouarn ar pontoù... 6 km dober... Chomet div eur àr ar paver... Monet àr hor pazoù un hanter lev arall... Re skuizh e oan ha krapet e oan e karr ar gompagnonezh... Riskl ebet&...chantoner he deus roet un tasad kafe tomm din... Hi deus graet merenn din... Heneoazh eh an da gousket en ur gwele... Nag ur misi ! Bout zo tri miz nem eus en em ziwisket... Ar c'housked a ray vad din... Eh an dan iliz da bediñ un tammig..."/// Kaset ha degaset e vez ar soudarded : skuizhder, jabl ha prederi ; ar soudarded kozh : danvez brezel implijet pa vez dober ; soudarded ha siviled er memp bourch ; darempredoù ispisial etre ar fourrier hag ar siviled : degemer a-feson, kafe tomm, gwele da gousket ; liamm ar bedenn.


Lizher 27 : Lizher skrivet d'an 20.01.1915.

Lizher 27 : Lizher skrivet d'an 20.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Oeuilly.  ///"Arc'hoazh pe an deiz àr-lerch eh aomp en-dro dan trañcheioù... Hiniv eh an da Fismes arre da breniñ traoù... Eit an asurañs... Fine he deus kaset ur vilhetenn a 50 lur din... Lakait ar briz a faot met ne chomit ket hep div vatezh mard eo ret deoch o c'havet... Aveit Viktor Rio... Nag ar luzern... An ao. Moigno nen da ket herrus getañ... An 11 a C'henver... Resev a ran lizherioù a gleiz hag a zehoù... Vad a ra din kousket en ti-mañ..."/// Bout dijabl ha disafar a laka ar soudard da soñjal er gêr ; L. Herrieu ha fondiñ argant ; pell e ranker a-wezhoù gortoz a-raok ma arruo an holl mortuajoù ; ar skrid prevez hag e sekredoù : 11.01 ; rouedad an dud é skriv da L. H.


Lizher 23 : skrivet d'an 09 ha d'an 10.01.1915.

Lizher 23 : skrivet d'an 09 ha d'an 10.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Bourg-et-Comin. ///"Heneoazh pe archoazh vintin eh aomp kuit... Sellit kartenn an Aisne, klaskit Laon... Da gemer lech keizh soudarded hag a zo skuizh... E kavoù e vimp é kousket... An toulloù pri-se a rer trañcheioù anezhe... Mar daomp e grochoù e vo choazh nebeutoch a riskl... Hejal a rae hor paour kaezh loj get an horos... Keuz hor bo dreist-pep-tra dan ilizig... Du-se emañ diskaret pep tra... Kaset em eus ur pennadig dan Nouvelliste... Cottin en deus skrivet din, Saïb ivez... Kavet hon eus ur cheginour nevez... Grit dar gwellan ha diwallit a en em lazhiñ é klask gober muioch eit na chellit... Bejou, Néné koko... Reçu colis..."///. Ar soudarded é tiblas ; lâret e-men e vêr : un dra a bouez-bras ; monet dan trañcheioù ; an dañjer ne vez ket bepred er gentañ linenn ; diaes e vez dar soudarded kuitaat ul lech o deus kempennet : keuz ha prederi ; kazetennoù ar vro é tonet betek ar soudard ; ar soudard é kas pennadoù da gazetennoù ar vro ; an tad é komz de vugale vihan.


Lizher 22 : Kartenn «Correspondance Militaire» ; skrivet d'an  08.01.1915.

Lizher 22 : Kartenn «Correspondance Militaire» ; skrivet d'an 08.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Bourg-et-Comin. ///"Nous n'avons aucune chance de retourner avant la fin de la guerre... Au mois d'août peut-être ou plus tard encore& Nous allons peut-être quitter B. et C. demain. On nous annonce que nos troupes avancent& Il ne faut pas t'inquiéter & Nous ne pouvons pas toujours écrire. Toujours en bonne santé. Je vous embrasse tous père, mère, enfants et Maman. Loeiz."///. Achuet e vo ar brezel & a-benn an hañv ; ne gred ket ar soudard e vo roet permisionoù a-raok an achumant ; lezel ar soudarded da zonet d'ar gêr : un dra diaes ; Etat-moral des populations e-kreiz 1915 : l'arrière tient.


Lizher 24 : Kartenn «Correspondance Militaire» ; skrivet d'an 11.01.1915.

Lizher 24 : Kartenn «Correspondance Militaire» ; skrivet d'an 11.01.1915.

12/04/2023

Lec'h : Cuissy-Ferme, Paissy. ///"On marche, on couche, on mange, on cause, on rêve dans le fumier... Il pleut... Lettre aussitôt que je pourrai. Reçu lettre de Mellac et Marie. Ne pas payer Revue Morbihannaise. Me a skriv an dra-mañ en ur chav, àr man dorn. 'Benn daou zeiz eh a razh hon tud dan trañcheioù. Ar re a oa en hor raok no deus ket bet 'met un den lazhet e daou viz . Nend eus ket dañjer enta. Mho kar. Loeiz"///. Gortoz en ur chav dindan an douar : la relève ; e-tal Kammdro an Ankou ; tachenn Cuissy ; prederi an den a-raok monet dan trañcheioù


Lizher 21 : skrivet  d'an 06.01.1915 ; tamm 1

Lizher 21 : skrivet d'an 06.01.1915 ; tamm 1

12/04/2023

Lec'h : Vassognes pe Bourg-et-Comin. ///«Na skrivit ket din met get ar chomlech Secteur Postal N°153... Pell ha hir e pado ar brezel-man... Eit ar Breton Usuel... Eit Rouart-Lerolle... Eit en Allocation... Eit ar jav... Mar bez kemeret e vo evit monet d'ar marù e vo... Met nag a dud a zo el-sé... Gwigoù nend eo ket skornet e dreid... Start eo bout dispartiet, startoch choazh evit ar re en em gar mat... Trugarez dan ao. Ar Garreg... Dec'h e oen bet e Fismes hag en doa pourfitet Jan-Mari evit tapout ur chorvad... »///. Al lizherioù éch arru plaen ; difennet eo dar soudarded lâret er gêr e-men emaint ; aferioù argant : fakturennoù da baeiñ dan embannerion ; alokasion dar familhoù soudardet an tad ; bout «gwenn» e kumun Lann-ar-Stêr ; kezeg kemeret get an arme ; doare marv o zud kaset dar gêr ; liammoù a garantez etre ar priedoù.


Lizher 21 : skrivet  d'an 06.01.1915 ; tamm 2

Lizher 21 : skrivet d'an 06.01.1915 ; tamm 2

12/04/2023

Lec'h : Vassognes pe Bourg-et-Comin. ///«Eit ar vatezh graet d'ar gwellañ... Na sellit ket doch an dispign... An argant a zo netra e-tal ar vuhez... Emberr e vin anvet Serjant-Fourrier hag e touchin neuze 1F70... Diwallit na arruo droug geneoch... Gwelet em boa Vallée choazh dech... Atav e tarzh an tennoù... Merhat ne vo netra a nevez a-raok miz Mae... Hon tud a ra klouedoù evit lakaat dindan treid ar soudarded... An deiz kent evit dech hor boa lazhet ur pemoch...Trugarez dam zad ha da mamm...»///. Ret eo bout ur vatezh er Gozh-Kêr ; ar marv é treiñ : talvedigezh ar vuhez ; an troch etre an a-raog hag an a-dreñv : talvedigezh an argant ; Loeiz é kas argant dar gêr ; ar brezel hag an tier-bank ; get ar gouiañv e kousk ar brezel ; get an nevez-amzer e krogo ar brezel en-dro ; taliñ doch ar gouiañv en trañcheioù ; ar fourrier é preniñ hag é lazhiñ moch evit e dud.


Lizher 19 : Lizher ; skrivet  d'an 02.01.1915

Lizher 19 : Lizher ; skrivet d'an 02.01.1915

12/04/2023

Lec'h : Vassognes pe Bourg-et Comin. ///«Skrivet em eus da... En deus skrivet din... Razh al lizherioù-se a sikour genin kavout berroc'h ma amzer... Aveit ar blezad mat... Ar Jermaned no doa ket tennet... Emañ bet didrouz-kaer an traoù... Ur boledog ront... Komzet em eus ar mintin-mañ doc'h... Kaer eo an amzer... Bet em eus bet ma galochoù... War ar gartenn-mañ chwi a welo... Gwann-mat eo an elastik... Na victor Rio ?... »/// Darempredoù dre lizher ; Deiz-Kentañ-ar-Blez el linennoù : bourrapted, peoc'h ar chanonoù ; boledoù bihan : shrapnells ; re Ar Bayon ag An Oriant ; galochoù hag elastik : kas traoù ag ar gêr dar soudarded ; L. Herrieu tresour ; talvoudegezh al lech lâret pe diskouezet evit magiñ al liammoù a bell .


Lizher 20 : Lizher ; skrivet  d'an 04.01.1915

Lizher 20 : Lizher ; skrivet d'an 04.01.1915

12/04/2023

Lec'h : Vassognes pe Bourg-et Comin. ///«Il pleut, il pleut... Demain je vais à Fismes... Les Boches continuent à nous laisser tranquilles... Jean-Marie le remplace provisoirement... Corbière est tué... Les deux pieds gelés. C'est faux !... Embrasse fortement nos deux c'hwil et mon père et ma mère... Sois forte. Loeiz.»/// Dilhad ar soudarded ha fall amzer ; Les Boches ; Corbière lazhet ; treid skornet pe... anoued ; lizherioù ha doareoù é kerzhiñ etre an daou benn ag ar brezel ; distag ebet a-raok an nevez-amzer : ret e vo gortoz ; aprestiñ ar speredoù da breniñ pasianted.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine