Lec'h : bourch Massiges. ///Rien de nouveau... Expédier par le dépot colis contenant gilet de chasse ; galoches,... Prendre ce qu'il y a de moins lourd et de plus chaud... Nend eus arriv droug ebet genin, trugarez Doue... Emañ ret din beviñ èl ma chellan... Me 'ra mam boued ma-unan... Na gasit din pakadoù 'met a pa lârin deoch... Aveit ar sistr... E Henbont eh eus ur chizellour en doa graet labour Janed Flamm... Kristenoch eo pediñ get unan tremenet aveit gober ur bez kaer da lakaat àrnañ... Dre-mañ nen deus ket bezioù... Atav e tarzh an traoù amañ... Chwi lâro ma hues kavet ma zestoni... Ne faot ket bout diaes evit tri deiz hep doere... 20 real aveit mamm... Kant bok da bep unan./// Loffensive à outrance : toulliñ a zo ret ; labour ar soudarded kozh àr an dachenn vrezel ; kas sistr get an tren daet da vout labour ar maouezed ; un den reut e spered ; bez tad Loeiza ; beziñ korfoù ar soudarded ; pouez al liamm etre an a-raog hag an a-dreñv er brezel ;
Lec'h : bourch Massiges. ///35Lur a sikouro deoch aveit beviñ... Pélerine, réchaud,etc. am eus lakaet degas a St-Etienne... Eh on atav e ma c'hav... Ne varvan ket get an naon... Ret eo din gober tan en diabarzh... Atav e kouezh obuzoù a yoch... Un den a zo lazhet deomp hiniv...Eh aimp da glazh boued aveit ar gompagnonezh...Hor c'hav a zo sonn : tri obuz a zo kouezhet àrnezhi...An ao. Moignou en deus gellet lâret an overenn... en un toull... Bout em eus bet Klochdi Breiz...E meur a dachad eh omp aet en turall da eil linenn ar Jermaned.../// Lizherioù kollet ; Manufrance, St-Etienne, éch argantiñ ar brezel ; skriv evit berraat e amzer en e vertim ; pemdez ar brezel : ur meskaj etre sioulder ha dañjer ; ne lârer ket pep tra dar gêr ; overenn en un toull ; Klochdi Breiz= ///Le Clocher Breton///.
Lec'h : bourch Massiges. ///Overenn dindan an douar... Ur yoch zo get ar red-korf... Me chom-me yach atav... Benn tri pe pevar deiz eh aomp àr-dreñv un tammig... Ne blij ket din tamm ebet monet du-se... An diskuizh-se a ray vad dar re klañv... 24 aerlest é vonet da choari ur falldro bennak dar Jermaned...///
Lec'h : bourch Massiges. ///Bout em eus bet ho pakad a oa Camphre e-barzh... Grit gwell ho pakadoù... Chansons Populaires... Fondet mat e oa dorn an ao. Ar Gall... Dech e oa lazhet unan ag ar gompagnonezh ha daou gwallaozet... Bout em eus bet an Atelier ha lennet ho kwerzennig... Aseit gwerzhiñ sistr en Oriant... Dec'h e oan bet e Stez-Menehould... Nem boa ket bet anoued... Eh omp atav amañ... Kaset em boa ur gartenn deoch get iliz an tachad-mañ... Bout e zo ur yoch re klañv.../// Ar pakadoù kaset a zle bout graet mat ; un den reut ha start, ur spered riget ha dibleg ; perenn ar vamm troet da yod ; kavout sav dar sistr nevez ; an abad Zidor Ar Gall, caporal-cycliste, gwallaozet ; afer Ar Gall, kure er Chapel-Nevez : propos défaitistes ; treiñ an anvioù-lech gallek e brezhoneg.
Lec'h : Cote 180, a-dreist Massiges. ///En plein enfer de feu et de mitraille... L'ennemi recule... Suis bien portant... Me console des privations en songeant que l'heure de la délivrance approche... Doue d'hor gouarn. Atav e kerzh mat an traoù... Atav e kouezh houarnaj noz ha deiz... Ar glav en deus arsavet... An deizioù-mañ e vo fard choazh àr ar Jermaned... Neuze vo ret dezhe achap fonnaploch... Doublit da bediñ bremañ./// E-kreiz emgann Massiges en Aisne ; afochet he deus ar fard ; skriv berr hag e galleg e-kreiz an emgann ; pas poaniiñ e dud er gêr ; beviñ e fank ha bouilhenn Massiges.
Lec'h : Courtémont. Kent distreiñ d'al linennoù. ///"Arru eo an ao. Moigneu... Plijadur en deus graet din é komz ag ar gêr, ac'hanoc'h, ag ar vugale, a ma zad ha ma mamm... Kaset en deus din ar vantel : mat eo... Ar pakadoù a zo chomet e ti Bayon... An troc'h-paper a zo troc'het met n'em eus ket bet war d'er c'hampenn c'hoazh... ar labour ne vihana ket... Ma zad ha ma mamm ne garont ket bout tennet o foltredoù... Eit bizoù Fransuè ne hellin ket er gober a-benn... Mat e hues graet kemer un tad gwaz..."/// Kavet 'zo bet ur «pélerine» ; darempredoù get ar familh : kas ha degas ar pakadoù, kas tud d'ar Gozh-Kêr ; ar soudarded éc'h ober bitrakoù evit o re : «artisanat de tranchée» ; sorc'henn Loeiz : lakaat e vaouez da zesav gwazi.
Lec'h : Courtémont. Kent distreiñ d'al linennoù. ///Grit tan er gampr... er burev ivez e tleahe bout graet a gaoz d'em c'heizh levrioù... Nend in ket ar wezh-mañ c'hoazh da vout nag ofisour na skrivagnour... Mit nend aomp ket heneoazh dan trañcheioù... Konmzet a rer arre ag hon dilec'hiiñ... Ar werzenn en doa graet Abalor aveit hon eured a zo er gredañs levrioù... Kas a rin deoc'h ma lamprig... Na gredit ket kantifarennoù ar merc'hed diàr an Allocation... Piv en deus lâret deoc'h kas daou re chaosonoù din ?... Kenavo, ma Vedig, Kenavo Néné, Kenavo Hervéig. An tonton Jezuz a oa bet doc'h ho kwelet en deus lâret din e oac'h menon menon ha koko da mamam... Tetad ho kar mat... butum eit ma zad... nend on ket koutant a ma mam rak ne ven ket en em soagniñ..."/// Un den get ur spered riget, urzhiet ; «les planqués de lavant » ; ar sikour roet d'ar familhoù : soudarded savet hag adsavet evit ar brezel ha soudarded a-vicher ; an «Tonton Jezus» ; komz dar vugale ; L. Herrieu hag e dad hag e vamm.
Lec'h : Vassognes ///"Kentizh ma vo noz eh aomp kuit evit Oeuilly... Perak e chenchomp lec'h èl-se... Eit Dihunamb, kousket eo... Peogwir emañ kouezhet ne dalv ket ar boan monet der sevel bremañ... Me a bren 10 livr ar 100 avaloù-douar ! ... Monet a ra gwell get ar brezel met hir e vo... Vaguemestre partant, je clos... Ci-joint billet de 5 francs... Embrasse père, mère et enfants."/// Sul ha sadorn Quasimodo ; ar brezel en deus kemeret e lañs : monet d'al linennoù, diskenn ; lec'h ha labour ar soudarded kozh àr an talbenn ; sevel al lizher àr an danvez a gouezh dindan e zorn ; Dihunamb chomet a-sav e dibenn 1914 ; ar siviled é touziñ ar blev àr dorn ar soudarded ; anat ebet a zistag dar brezel ; an Dr ar Garreg ; kas lod ag e viziad dar gêr.
Lec'h : Oeuilly ///"Dle e oa din monet da Fismes... Ar c'holonel nen deus ket vennet... Disul da noz e taomp en-dro da Vassognes... Louis annonce son retour en arrière avant de donner une nouvelle fois... Ne pas croire aux racontars... Les Saozon nous donnent un bon coup de main... Lloyd Georges, le grand Gallois qui aime la France celtique"/// Toulloù e-barzh an eskemm lizherioù ; emberr e vo kaset ar rejimant dur chornad bro arall ; Louis ar Meliner ; ar Saozon a ra o dever en despet dar brudoù ; siliñ brudoù evit lakaat an a-dreñv da breniñ pasianted.
Lec'h : Courtémont. ///"Dec'h da noz em boa gwelet oc'hpenn 200 soudard yaouank é resev... Evit e-leizh anezhe e oa an diwezhañ sakramant... Kaer hag ankenius àr-un-dro... Em eus muioch a labour met an dañjer a zo ur sort... Derc'hel da douch an alloc... Dec'h e oan bet é welet an tachad mah aimp dezhañ... Neus ket kement a zañjer... Ur pakad butum dar gêr..."/// Ar rejimant er Champagne, e-kostez Massiges ; emgann dorn Massiges ; arabat strafuilhiñ an dud er gêr ; ur gwell kaer e-kreiz ar brezel ; derc'hel da douch an alokasion en despet de statud ; lod butun ar mab a vez kaset dan tad.