Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Atav e Iverny hag atav didrouz... Bout e zo re hag a zo skuizh amañ dija ! ... Ne c'hellomp ket en em gustumat... Bet em eus bet hiniv ar pakad.... An avaloù a oa brein... sistr a zo ivez... Ar gwin a zo ker... Ma amanenn a zo 'gozik echu... Eh omp ag an dibab... Jojep ned eo ket pell a-zoc'hiñ... Lizher ebet ac'hanoc'h setu 4 deiz zo.../// Diskuizh bras atav ; en em akustumiñ doc'h ur vuhez nevez ; pakadoù ha lizherioù ar gêr n'erruont ket ; boued sivil ha boued "singe".
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Setu echu ur blezad c'hoazh pell doc'h ar gêr... Me garahe 'velkent ma vehe ar wezh diwezhañ [...] eh omp 'vel-se dispartiet... Ned eo ket em eus da glemm bremañ... Met ne bado ket pell hon eürusted ... En tachadoù-se ne vêr sur gwezh ebet a zonet en-dro... Ur gwele am eus [...] Met frank eo... Lec'h a zo da zaou ha ned oc'h aze... Hir e vo ar yun... Kemerit enta pasianted... Ho kariñ a ran dreist muzul... Seringa [...]Erru eo ar c'hours d'o lakaat en douar... Kouviiñ Mellag hag AbAlor da zonet da brediñ deiz-ha-blez hon eured... Me vo geneoc'h a spered... An deizioù-mañ e kasin hanter-kant lur deoc'h.../// Ar soudard dispartiet ag e re ; ar brezel a zalc'h ; an den é plegiñ d'ar red ha d'ar vuhez ; nac'h Herrieu donet permision ; forc'het a garantez a spered hag a gorf ; komzoù tomm ar garantez a zle chom kuzhet ; derc'hel àr e c'hoantoù pe monet d'o heul.
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Setu echu ur blezad c'hoazh pell doc'h ar gêr... Me garahe 'velkent ma vehe ar wezh diwezhañ [...] eh omp 'vel-se dispartiet... Ned eo ket em eus da glemm bremañ... Met ne bado ket pell hon eürusted ... En tachadoù-se ne vêr sur gwezh ebet a zonet en-dro... Ur gwele am eus [...] Met frank eo... Lec'h a zo da zaou ha ned oc'h aze... Hir e vo ar yun... Kemerit enta pasianted... Ho kariñ a ran dreist muzul... Seringa [...]Erru eo ar c'hours d'o lakaat en douar... Kouviiñ Mellag hag AbAlor da zonet da brediñ deiz-ha-blez hon eured... Me vo geneoc'h a spered... An deizioù-mañ e kasin hanter-kant lur deoc'h.../// Piket e vez kalon an den get traoùigoù ; ur galon tener ; beviñ get ar siviled ; diaes eo an disparti ; un den troet àr e soñjoù-eñ ma ned eo ket un den evitañ-eñ ; davet personelezh L. Herrieu.
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Netra a nevez. Bepred yac'h, bepred didrouz. Atav lizher ebet... Hiniv em eus lakaet ar sonerion da son : souezhet e oa tud ar vro.../// Binioù ha bombard er rejimant ; "L'oeuvre du biniou aux armées" ; e-pad ar brezel 1870 dija ; pennadoù embannet e kazetennoù ar vro : An Nouvelliste, an Union Agricole ; benveger na oa ket moaian derc'hel pell e stad vat ; benveger degaset da Vreizh en-dro.
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Bet em eus bet ur bern lizherioù ac'hanoc'h... Ar levr oferenn evit Hirgair. Bet em eus bet ivez gazetoù... Ho kwerzenn Nedeleg [...] ned eo ket kenkoulz... A pa rit ur werzenn... Kani Anna a zo don ... A pa oa daet Lafabrier... E-pad mah omp amañ ar brezel a gerzh atav... 'M eus soñjet ivez lâret deoc'h donet du-mañ [...] met pell eo... Un andouilhenn ! Petra a rahen geti ?... An amanenn ned eo ket ur sort... Ne faot ket kemer poan... Grit ar pezh a c'hellit... C'hwi a c'hell lâret din ho poanioù. Marse eh aimp trema Beauvais ... Ne gredan ket e tistroimp d'an tan a-raok ... Tetad a zo é poaniiñ bremañ evit ne erruo ket ar mem poanioù get e zaou vab.../// Lafabrier, kansort L. Herrieu ; soudarded é tonet d'ar gêr da reiñ doere Loeiz ; priedoù doc'h en em welet e-pad ar brezel : digarezioù roet evit distreiñ Loeiza ag ar soñj-se.
Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Bet em eus bet ur bern lizherioù ac'hanoc'h... Ar levr oferenn evit Hirgair. Bet em eus bet ivez gazetoù... Ho kwerzenn Nedeleg [...] ned eo ket kenkoulz... A pa rit ur werzenn... Kani Anna a zo don ... A pa oa daet Lafabrier... E-pad mah omp amañ ar brezel a gerzh atav... 'M eus soñjet ivez lâret deoc'h donet du-mañ [...] met pell eo... Un andouilhenn ! Petra a rahen geti ?... An amanenn ned eo ket ur sort... Ne faot ket kemer poan... Grit ar pezh a c'hellit... C'hwi a c'hell lâret din ho poanioù. Marse eh aimp trema Beauvais ... Ne gredan ket e tistroimp d'an tan a-raok ... Tetad a zo é poaniiñ bremañ evit ne erruo ket ar mem poanioù get e zaou vab.../// Danvez ar pakadoù kaset d'ar soudard Herrieu ; un emzalc'h na gaver ket gwall lies e-mesk ar soudarded ; an amanenn a zo goust ar gêr ; lezel an amzer da dremen hep sevel a-enep d'ar pezh a zo ; aferioù dimeziñ etre tud anavet ; poaniiñ, derc'hel betak penn e "la der-des-der" evit ma ne erruo ket ar mem tra get ar rummadoù goude ; ugent vlez goude e krog arre.
Lec'h : Talbenn Massiges. Manez 180. ///N'em eus doere ebet a Vatelin Kottin... Atav amzer kastrouilhek... Evit ar c'haol... An argant gounidet é vizeraat a vez dispignet goude e ti an apotiker.... Mari a rahe gwell en em armerzh gwell... Trawalc'h a zo ac'hanomp-ni er vouilhenn ... Eh on doc'h torr ar manez kant pevar-ugent... Eh an da lakaat koad hiniv evit derc'hel an douar. An noz paseet eh on dihunet d'ur logodennig... Deraouet e oa da grignat ma chaoson !... Mat a rit deskiñ ar vugale.... C'hwi lâro din mar ho po bet ma fakad... Kavet en deus an Ao. Moignou ur re galochoù. Pep mintin e respontan an oferenn dezhañ... Met Doue a zo aesoc'h da goutantiñ evit an dud. (...)/// Ul lizher skrivet en un toull strizh hag izel en douar, doc'h tor ar manez ; Mathelin Cottin ha Cappé ; farsal er vizer hag en druegezh : al logod ; Doue ivez avez lidet ha pedet er fank hag en druegezh.
Lec'h : Talbenn Massiges. Manez 180. ///(...) Ar 88° da ziskuizh ! Setu ur blez e klevomp ar sonenn-se met... Sellit penaos e tiskuizhomp : 6 pe 7 deiz amañ... Ar wezh arall eh oa soudarded yaouank é sikour hor re... Goueliñ a raent, ar geizh.... Ag ur penn d'ur penn arall emaint fank... Ne esaeont ket en em guzhet... Kenkoulz eo bout marv, eme-int ! ... Ar re a zo a-dreñv a chomahe mut : ne gredahent ket en em glemm.../// Pa vez leun ar gibell e tisleun àr ar bratell : truegezh tud bet taolet er brezel evel dafar pe loened ; taolenn tud faezhet, vaen achapet moarvat a zindan ar bluenn ; an diskuiz bras hirgortozet ; an diskuiz e Courtémont n'eo ket un diskuizh gwirion.
Lec'h : Talbenn Massiges. Manez 180. ///Glav atav hag avel foll ! Ret eo din derc'hel an douar dreist ma fenn get planch ha postoù koad ! Nag ur vuhez ! ... Ur livour ag an Oriant, Gauffriand e anv... Ned eo ket fall zen anezhañ... Ne 'm eus gwelet Guillouzo 'met ur wezh. Ar c'hakao a zo mat... A pa n'hellan ket kaout kafe... Da Verr-Manez arre.../// Gauffriand, livour taolennoù àr ar marc'hadoù ; ur c'heneil mat da Herrieu ; lakaet e vo er "service du camouflage" evel kalz a liverion hag arzourion arall.
Lec'h : Talbenn Massiges. Manez 180. ///Er pakad a gasan deoc'h hiniv... Ar Reçu em eus lâret deoc'h ha daou bakad butum arall... Pas ken yen 'vel ar wezh kentañ... Ar soudard a gas ma fakad en deus grataet din pas da gemer ar pezh a vo eno.... Komz a rer c'hoazh a vonet àr-dreñv... Ne gredan ket mui : re lies eh eus bet laket mel doc'h hor beg n'hon eus ket gellet lipat... Roit man gourc'hemennoù da re Goulian ha da Vari... Nag ar mekanig da skriv a oa er burev an Oriant, e pe stad emañ?/// Atav brudoù doaes da grediñ : liv ebet atav ag an diskuizh bras grataet ; reiñ e zoere d'ar voazined ; Mari, c'hoar Vedig, gwreg Andrev Mouillour ; mekanig da skriv Dihunamb.