Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 68 : Lizher ; skrivet d'ar 24.12.1915.

Lizher 68 : Lizher ; skrivet d'ar 24.12.1915.

12/04/2023

Lec'h : En tren, davet an diskuizh bras.   ///Nedeleg kristen deoc'h .... Ag an tren e skrivan deoc'h, ag ur bagon loened ... Ne ouiomp ket e pe tachad eh aomp... Eürus omp bout kuitaet an tachad-hont lec'h mah eus lazhet pe gwallaozet kement ac'hanomp.../// Savet eo ar rejimant ; ar soudarded kaset ha degaset evel loened ; penaos e vez savet ur rejimant ; kolloù a-fet tud ha mizer ar 88vet RIT e-kostez Massiges


Lizher 69 : Lizher ; skrivet d'ar sul 26.12.1915.

Lizher 69 : Lizher ; skrivet d'ar sul 26.12.1915.

12/04/2023

Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh.   ///Kuit ag an ifern. Erru on e-tal Meaux, en ur vourc'hig... Amañ en doa deraouet [...]emgann ar Marne... Didrouz omp.... Dec'h da noz em eus kousket en ur gwele... Start eo bet an hent evit donet betak amañ... Met diskuizhet omp bremañ hag eürus bout bet tennet a veg er bleiz... Tro-ha-tro deomp parkoù druz... Tud amiapl, un iliz... Met ne gredan ket e vo hir hon arrast amañ.... Ma ne hues ket kaset amanenn din... Evit an argant... n'en em ziaezit ket enta... Doere ebet ivez a Louis... Bout em eus bet doere a Vellag... labour a zo arre an deizioù-mañ.../// Ifern ha beg ar bleiz ; tachenn emgann ar Marne ur blez goude ; "grand repos" e-kreiz ar siviled : lojiñ, debriñ, daremprediñ... ; labour ar fourrier ha sevel lec'h d'an holl ; "grand repos" ne dalv ket diskuizh ! Sitoaianed er brezel.


Lizher 59 : Kartenn skrivet d'ar 25.11.1915.

Lizher 59 : Kartenn skrivet d'ar 25.11.1915.

12/04/2023

Lec'h : Courtémont. ///Reçu colis avec amanenn et passe-montagne. Jean-Marie retour de permission... M. Moigno ira sans doute jusqu'au Gozh-Kêr.... Du tabac pour mon père. Joseph a quitté notre région et me laisse bien embarassé.... Avons changé de secteur postal, mais restons au même endroit.... Graet em eus ma goulenn ivez evit monet da vout skrivagnour.... Marse e vehe ret din kuitat man "grad"... A-wael ne vehen ket mui en "ifern"... Lennet em eus ko kwerzenn.../// Goulenn monet da Officier d'Administration ; al lezenn Dalbiez lakaet da dalvout : jiboeasaat ar soudarded "kuzhet" ; klask kuitaat ifern mizer pemdez ar rejimant àr dalbenn Massiges ; Loeiza a zalc'h da skriv, da sevel gwerzennoù ; darempredoù etre ar soudarded àr an talbenn.


Lizher 60 : Kartennoù skrivet d'ar 27, 28.11 ha 01.12.1915.

Lizher 60 : Kartennoù skrivet d'ar 27, 28.11 ha 01.12.1915.

12/04/2023

Lec'h : E 180 hag e Courtémont. ///Yac'h on, ma Vedig. Resevet em eus ho lizherioù... Evit ar Breton Usuel ne 'n em ziaesait ket. Gwerzhet em eus trawalc'hevit man digoll... Skorniñ a ra a-forzh... Erc'h a ra... Netra a nevez... Yen eo... Ken ne skorne ar mintin-mañ al liv doc'h beg ma fluenn !... Ne 'm eus ket vre da c'houzañv neoazh... Tan a vez genin... Arc'hoazh eh aomp da Ver-Manez en-dro.... A pa zilojomp 'vel-se bep 6 deiz ne 'm bez bepred oar da skriv... Hor bez 2 lev hanter seul gwezh d'ober e minotennoù ha sammet, hag e reomp an dra-se d'an noz.. Suis en bonne santé, malgré 10 kil. boueux que je viens de faire. Loisirs manquent pour troc'h-paper... Skuizh-brein on...Éc'h ober an hent e fnk blot ha don./// Le Breton Usuel, un oberenn savet get L. Herrieu ; an amzer yen-sklas a greska mizer an dud : klañv eo an hanter ag ar rejimant ; moned-doned ar gompagnonezh etre 180 pe Massiges ha Courtémont.


Lizher 61 : Kartennoù skrivet d'ar 04, 05, 06.12.1915.

Lizher 61 : Kartennoù skrivet d'ar 04, 05, 06.12.1915.

12/04/2023

Lec'h : E Courtémont, goude en doar arre 180 arre. ///Toujours à Berr-Manez. Arc'hoazh eh aomp d'an toulloù... Billet de 40F. Cela fait trois envois : 50F, 40F et 40F... Labour dreist penn get soudarded é monet kuit, re éc'h erru... Soñj am bez lies ac'hanoc'h rac'h... Bepred eh omp a-herr... Netra a nevez. Erru omp en-dro e bro ar fank ! Stagiñ a ra 'vel yod doc'h beg ar vugale. yac'h on atav. Netra a nevez./// An argant na vez ket fondet a vo kaset d'ar gêr : dever an tad a familh ; paeiñ ar soudarded : ul labour hag ur garg fiziet buan e L. Herrieu ; en em veuziñ el labour evit ankouaat e stad digalonekaus.


Lizher 62a : Lizher ag ar 05.12.1915.

Lizher 62a : Lizher ag ar 05.12.1915.

12/04/2023

Lec'h : E Courtémont. (Lodenn gentañ) ///A-raok monet d'an oferenn ... Erru eo an ao. Moignou... É komz ag ar gêr, ac'hanoc'h, ag ar vugale, a ma zamm ha ma mamm... Derc'hel penn d'an anken... Kaset en deus din ur vantell... Ar pakadoù a zo chomet e ti ar Bayon... C'hwi a lâro din mar ho po resevet an argant... An troc'h-paper a zo troc'het met ... Ma zad ha ma mamm ne garont ket bout tennet o foltredoù... Evit bizoù Frañsoaz ne c'hellin ket... Ur c'houlouenn bemnoz... Mat e hues graet kemer un tad gwaz.../// Doereoù ag ar gêr daet get an ao. Moignou : kas tud da welet e re, d'ober al liamm "fetis" etreze ; pakadoù kaset ha degaset plaen dre di ar Bayon ; ar serjant Herrieu : un den gwelet mat, karet ha doujet get soudarded e gompagnonezh ; "artisanat du front" : kekaeroù kaset d'ar gêr ; eskemm fotoioù ; sorc'henn ar gwazi ; un den é pellaat tamm-ha-tamm doc'h muzul traoù an a-dreñv.


Lizher 57 : Kartenn skrivet d'an 19.11.1915.

Lizher 57 : Kartenn skrivet d'an 19.11.1915.

12/04/2023

Lec'h : Courtémont. ///Santé bonne malgré froid. Reçu lettres... Eh omp e Berr-Manez. 40 ag ar gompagnonezh (soudarded) a ya en active arc'hoazh. Pour colis à mettre chez Bayon... Pour cidre à expédier... Faire un trou d'air dans fût avec paille... Garder feuille duplicata... Si ennuyé, demander conseil à employé chargé du pesage... j'établirai modèle./// Ur gartenn skrivet fonnapl e doare telegramm : kalz a labour a zo get pae ar soudarded hag ar skriturioù ; gwerzhiñ ha kas sistr : ul labour ret d'ar maouezed deskiñ ; perak skriv e galleg ; gwerzh ar sistr a zegas argant d'an dachenn.


Lizher 58a : Lizher skrivet d'an 20.11.1915.

Lizher 58a : Lizher skrivet d'an 20.11.1915.

12/04/2023

Lec'h : Courtémont. ///Eh on é tonet aabenn a echu ma skriturioù... A-raok mo,et da Gêrhun e kemrean ar bluenn... Souriñ a ra ar labour àrnin... Bemdez he eus tud é monet kuit klañv, pe re arall éch erru ag ar c'hlañvdii... He a 34 den ag ar c'hlas 1899 ha yaouankoc'h en active... En o- mesk emañ Louis ar Porzh... Monet a reont da gemer lec'h re koshoc'h evite.... Paseiñ 350 a gemerer er rejimant... Atav eh on-me ag ear c'hlas 1897 dre ma on añgajet... Graet em eus ma goulenn evit tremen an ekzamin... Kaset em boa dec'h da di Bayon ur pakad...Roet e zo bet deomp jiletoù gloan... Ma zreid a vez gronnet genin en ur lañjer... C'hwi a gavo e-barzh ivez butum, ur c'haleson hag ur re botoù ler nevez-flamm... - Tetad a lâr Guenel d'e vab rak Guenel a zo anv ur sant bras... Ker eo al leueeoù .... - Ar fang a ra ar gwashañ deomp... - Ne 'm eus diannez ebet d'an argant a gasan d'ar gêr... Bep miz e c'hellin kas deoc'h da nebeutañ 6 ugent lur... - Mar brenit avaloù, klaskit er c'hornad... An amanenn a zo mat : prenet em eus ur voest aluminiom... Kas amanenn, ur lur pep pemzekteiz. Evit ar glaou, kerzhiet da di ar Brizh : Lafabrier a zo eno... - Respontit d'ar re a c'houlenn pur jus cuit a-benn... A pa bouez 100g. en dañsimetr... Ne 'n em ziaesait ket get an deiz ma pas ma soudarded e ti Bayon... Me 'm eus-me ur lamprig 'vel kani AbAlor.... Mar groa plijadur deoc'h me gaso ma hani deoc'h... Ar Revue hebdomadaire... Eh an àr ma flouz fresk etre ma lañjelioù da lenn.../// Paeiñ ar soudarded : ul labour hag ur garg fiziet buan e L. Herrieu ; Kêrhun : dodo, pajo, entre les toiles,... ; ar 88vet er vizer : red-kof, ospital, tud doc'h en em lazhiñ ; kempen ar rejimant ; monet er C'holoniale ne dalv ket bepred dañjer a vuhez ; goulenn monet da Officier d'Administration ; keñveriiñ Breizh doc'h ra vro lec'h m'emañ ; kas d'ar gêr an traoù er sturm traoù d'ar gêr : botoù ler ; soudarded é tastum danvez da gas d'ar gêr.


Lizher 58B : Lizher skrivet d'an 20.11.1915 (eil lodenn).

Lizher 58B : Lizher skrivet d'an 20.11.1915 (eil lodenn).

12/04/2023

Lec'h : Courtémont. ///- Ne 'm eus diannez ebet d'an argant a gasan d'ar gêr... Bep miz e c'hellin kas deoc'h da nebeutañ 6 ugent lur... - Mar brenit avaloù, klaskit er c'hornad... An amanenn a zo mat : prenet em eus ur voest aluminiom... Kas amanenn, ur lur pep pemzekteiz. Evit ar glaou, kerzhiet da di ar Brizh : Lafabrier a zo eno... - Respontit d'ar re a c'houlenn pur jus cuit a-benn... A pa bouez 100g. en dañsimetr... Ne 'n em ziaesait ket get an deiz ma pas ma soudarded e ti Bayon... Me 'm eus-me ur lamprig 'vel kani AbAlor.... Mar groa plijadur deoc'h me gaso ma hani deoc'h... Ar Revue hebdomadaire... Eh an àr ma flouz fresk etre ma lañjelioù da lenn.../// Respont poent goude poent da lizherioù Loeiza ; An tad hag e vugale ; priz an traoù gwerzhet ; an argant na vez ket fondet a vo kaset d'ar gêr : dever an tad a familh ; ul lampr sakod evit Loeiza ; ar sistr hag an avaloù : ur preder nevez kouezhet get ar maouezed ; Revue Hebdomadaire kaset d'ar gêr ; ul lizher kollet an echumant anezhañ


ur lizher hir skrivet d'an 16/01/1915

ur lizher hir skrivet d'an 16/01/1915

12/04/2023

lennadur get Jo morvan ha displegadenn get Daniel Carre


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine