Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 85 : Lizher skrivet d'ar 27.01.1916.; kartenn skrivet d'an 28.01.1916.

Lizher 85 : Lizher skrivet d'ar 27.01.1916.; kartenn skrivet d'an 28.01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Frestoy, e-tal Songeons, Oise. ///Monet a ra gwell get ma bizied treid... Prenit ivez ur roulo mein hag ur baskull... E vo lod kaer hag e vo ret dezhe gwerzhiñ o zraoù moarvat... Chom a reomp amañ un 8 teiz bennak c'hoazh... Kaset em eus [...]butun evit ma zad... Boestadoù a c'heller debriñ en ur pred ha traoù ar mor ar muiañ... An amzer dre-mañ a zo dous bepred.... Goulennet em eus geneoc'h doere ag ar mekanig da skriv... Je pars ce matin à Touleu-pri... Pas de nouvelles pendant trois ou quatre jours... Da gemer lec'h an 88 arall, en un tachad didrouz./// Preniñ mekanikoù evit an dachenn ; Loeiz ne wel ket ar chañchamantoù zo bet er vro ; anvioù lec'h kuzhet dindan ur stumm brezhonek ; kas boued-mir ag ar gêr ; aferioù Dihunamb atav ; ur gartenn e galleg : emaint en hent davet al linennoù evit sevel an 288° de Marche ; diaes kerzhet : trouz get ar medisinour.


Lizher 78 : Kartennoù ; skrivet d'an 06, d'ar 07, d'an 09. 01.1916.

Lizher 78 : Kartennoù ; skrivet d'an 06, d'ar 07, d'an 09. 01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Iverny hag e St-Mard. Derc'hel get an diskuizh bras. ///Arc'hoazh da 7 eur eh an kuit... Heneoazh eh on kouviet da goaniiñ... Komz a rer e vimp distaget [...] doc'h ar C'holoniale [...] ha lakaet da labourat àr an hentoù... Gwell ho peus graet pas donet da redek àr ma lerc'h... Na divourrus eo en em gavet e ti ar re arall... Na kavet lojeris ?... Bale kevret ne c'heller ket... Eh on staget doc'h ma zaol...Ur levenez a vehe din ho kavet, met gwell eo din chom 'vel-mañ ken ne vin mestr din...Ar garantez evit bout mat e zle.... Ar soñj mem me lak da goll kalon./// Chañch lec'h, kerzhet mem e-pad an diskuizh ; fall blegoù ar soudarded ; n'eo ket posupl en em welet e-pad ar brezel : digarezioù displeget da Loeiza ; perak ne vo ket gwelet Loeiz er vro ken ne vo echu ar brezel.


Lizher 79 : Kartenn skrivet d'an 10, lizher ag an 11. 01.1916

Lizher 79 : Kartenn skrivet d'an 10, lizher ag an 11. 01.1916

12/04/2023

Lec'h : E St-Mard. Derc'hel get an diskuizh bras. ///Sergent a vez skrivet get ur G e galleg ha get ur J e brezhoneg... Evit an amanenn e vo ret din refuz... Arc'hoazh vintin eh an da resev evidoc'h hag ar vugale. Hiniv eh a e permision... Mar ho po un dra bennak da gas din c'hwi c'hello pourfitiñ. Kasit din un exemplaire des Chansons Populaires du Pays de Vannes... Ar levr-se am eus grataet en ti lec'h mah on é kousket... C'hwi a gaso din ur Breton Usuel arall hag ar Guide to Welsh... E-pad an deiz eh oan a galon geneoc'h doc'h taol hon tiig-ni... Ne ouian ket da be tachad e vimp kaset kaset... Ruioù mistr a zo ha goulou tredanus... An douaroù a zo goloet a frouezh... Ur c'had a zo achapet 'gozik etre hon divhar... Pep mintin e tihunan get ar bokoù start a glevan er gampr [...] ha neuze ec'h achap ma soñj d'ar gêr.../// Atav e St-Mard ; ur vuhez didrouz ; lakaat kas lizherioù dezhañ ; perak ar Guide to welsh ; tud é tonet a vurev ar rejimant ag an Oriant : aprestiñ ar rejimant a-raok diblas ; soudarded mesket o orin er rejimant : komparajiñ stad an traoù e Breizh hag er c'hornadoù arall a Frañs ; beviñ get siviled a c'hell bout dañjerus evit kalonegezh ar soudarded hag o c'hoant da zerc'hel ; un emzalc'h a-fet Loeiz diaes da gompren hag a gousto ker dezhañ diwezhatoc'h


Lizher 80 : Kartenn ha lizher skrivet d'an 12. 01.1916.

Lizher 80 : Kartenn ha lizher skrivet d'an 12. 01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E St-Mard. Derc'hel get an diskuizh bras. ///Emberr arre e vo ret deomp monet trema an trouz, trema ar lazherezh... Bremañ e teua fonnapl ar lizherioù... Kas a ran 'gozik bemdez an doere deoc'h.... Doere ebet a Loeiz ... Jos Albaret en deus skrivet din... Digareziñ a ra re ar Gall a Gamorzh rak ne oant ket aet da interramant ho tad... Aman e talc'homp da vout didrousoh pe didrouz... A pa vez an avel a-du e klevomp trouz ar c'hanon... Ned eo ket c'hoazh echu ar brezel...Nag ho friko ag an 11.../// Atav e St-Mard ; ar vuhez a gerzh atav hag ar soñj anezhañ a chom àr spered ar soudarded é tiskuizh ; skriv bemdez d'ar gêr ; Albaret ha gorsedd ar varzhed ; eh omp ur miz a-raok ma krogo emgann Verdun ; friko ha gouelig get Loeiza evit merchiñ deiz-ha-blez o eured.


Lizher 81a : Lizher skrivet d'ar 14. 01.1916.

Lizher 81a : Lizher skrivet d'ar 14. 01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E St-Mard. Achumant an diskuizh bras. ///Eh aomp da gerzhet e-pad pevar devezh !... Eh aomp arre d'an toulloù milliget-se... Erru a ra bemdez merc'hed amañ... Siwazh ! plijadur am behe é vonet d'ar gêr... Spontiñ a ran pa soñjan ec'h erruahe un deiz ma vehe ret din arre ho kuitaat... Ne laoskan enta ma spered da ziskuizh 'met an nebeutañ ma c'hellan ... Eh on evel un den arall, distaget doc'h kement tra zo... Ned on 'met ur soudard etre daouarn ar re en deus perzh àrnin... Petra gober doc'h traoù ha ned oc'h ket mestr dezhe ? Ar pezh a zle bout a vo. Na gemerit ket poan get ar pezh a zo bet... Ar c'horf ne senefi ket kalz a dra.... Na kaeroc'h e-leizh plijadur daou spered [...] div galon [...] en em gar mat etreze... Mar em bo ar boneur da zistreiñ d'ar gêr... Rac'h an traoù arall ne dalvont netra e-tal hennezh... Pedit c'hoazh evit ho Loeiz, rak an deizioù-mañ e vo mizer c'hoazh.../// Lec'h ma vez soudarded e vez... maouezed ; maouezed é tonet da welet o friedoù.


Lizher 81b : Lizher skrivet d'ar 14. 01.1916 (eil abadenn).

Lizher 81b : Lizher skrivet d'ar 14. 01.1916 (eil abadenn).

12/04/2023

Lec'h : E St-Mard. Achumant an diskuizh bras. ///Eh aomp da gerzhet e-pad pevar devezh !... Eh aomp arre d'an toulloù milliget-se... Erru a ra bemdez merc'hed amañ... Siwazh ! plijadur am behe é vonet d'ar gêr... Spontiñ a ran pa soñjan ec'h erruahe un deiz ma vehe ret din arre ho kuitaat... Ne laoskan enta ma spered da ziskuizh 'met an nebeutañ ma c'hellan ... Eh on evel un den arall, distaget doc'h kement tra zo... Ned on 'met ur soudard etre daouarn ar re en deus perzh àrnin... Petra gober doc'h traoù ha ned oc'h ket mestr dezhe ? Ar pezh a zle bout a vo. Na gemerit ket poan get ar pezh a zo bet... Ar c'horf ne senefi ket kalz a dra.... Na kaeroc'h e-leizh plijadur daou spered [...] div galon [...] en em gar mat etreze... Mar em bo ar boneur da zistreiñ d'ar gêr... Rac'h an traoù arall ne dalvont netra e-tal hennezh... Pedit c'hoazh evit ho Loeiz, rak an deizioù-mañ e vo mizer c'hoazh.../// Nac'h Herrieu donet e permision : teneridigezh an den doc'h ar boan kuitaat ar re a gar ; karantez a galon hag a spered enebet doc'h karantez a gorf ; «Ar pezh a zle bout a vo» ; en em zistag doc'h pep tra ; en em veuziñ el lenn, el labour evit ankouaat e stad digalonekaus ; bout ur soudard etre daouarn ar re o deus perzh àrnezhañ : dibab ur vuhez diaes da gas ; ur prantad buhez "etre kromelloù".


Lizher 82 : Kartennoù skrivet d'ar 15, d'ar 17, d'an 21. 01.1916.

Lizher 82 : Kartennoù skrivet d'ar 15, d'ar 17, d'an 21. 01.1916.

12/04/2023

Lec'h : Ec'h ober hent davet Beauvais. E Frestoy. ///25 lev hon eus d'ober e tri deiz.. Nag ur redadenn !... Bet em eus bet ho poltredoù... Ho pemp e kemerit ma holl soñjoù... Skuizh omp... Gwele bemnoz... Evit ar c'harr, prenit mar kavit.. Oc'hpenn 120 kilom. àr-droad ! Ne harzan ket mui get ma zreid... Atav eh omp pell pell doc'h ar linenn. Tremenet er gêr lec'h m'emañ an Ao. Senne eskop... Eh omp e Frestoy, e-tal kamp Krev-Kalon... Hirgair a yay marse d'ho kwelet... Gouarnit-eñ da zebriñ geneoc'h... Lizher a-benn a p'em bo oar. Setu 3 sizhun ned on ket chañchet ha 4 deiz n'em eus ket en em walc'het.../// Ober, kas ha resev fotoioù ; 120 km e-korf 4 pevar devezh : ret eo ma chomo ar soudarded e stad da redek àr-lerc'h an enebour pa vo toullet an talbenn ; "règlement, règlement !" ; atav e vêr é kempen ar rejimant.


Lizher 83 : Lizher skrivet d'ar sul 23. 01.1916.

Lizher 83 : Lizher skrivet d'ar sul 23. 01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E-tal Songeons, Oise. ///Astennet àr ar plouz... Dec'h e oa daet an infirmier da gempen ma zreid.... E vo ret din krapiñ er c'harr... Gwell eo din ma tispignit [...] ha ma laoskit ar labour startañ get tud a baeit... Em eus resevet ar levrioù... Ho mamm en deus kaset din amanenn ha krampouezh... An avaloù a ra plijadur din... Ni zo-ni e-tal Songeons (Oise)[...] en tu 'rall da Beauvais... N'em bez ket oar da skriv da rac'h an dud... Graet hon eus paseiñ 30 lev hep ken diskuizh 'met an noz... Penaos eh a get ho kar ?... Jemari a zo amañ e-tal din... Avaloù gwan kostez Baod... Ne faot ket bouriñ penn ar vugale get gevier... Evit ar c'harr, lâret em eus deoc'h gober d'ar gwellañ... Evit Diner er relijion... Em bo un 200 lur bennak da ziover...N'en em ziaesit ket genin atav... Paper kaset din a Vro-Skoz... Ned eus kleuz na skosell etre ho kalon ha ma hani./// Ar soudard n'hell ket mui kerzhet ; respont krav ha krav da lizherioù Loeiza : gwirionez an testoni ; kas prof da zuchentiled St-Mard ; skriv da galz a dud a Vreizh hag a lec'h arall ; Jemari Menteg a Geven : un den a fiziañs ; desav ar vugale ; gwez avaloù ; ur frazenn vrav da gloziñ al lizher.


Lizher 77 : Lizher ; skrivet d'ar 05.01.1916.

Lizher 77 : Lizher ; skrivet d'ar 05.01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Ned aomp ket kuit d'an 6 met d'ar 7... Da St-Mard, un tammig pelloc'h... Evit ar brezel, den ne wel c'hoazh pegoulz eh achuo. Krediñ a rer neoazh e vo diwezh ar blez-mañ. Ar Jermani a wanna bemdez... Da c'hortoz ne gredan ket e vo re start evidomp... Pesort avaloù a zo bet deoc'h ?... Aet eo hor c'holonel kuit... N'en deus ket en em soursiet kalz ac'hanomp... Bremañ eh on didrouz... Ur pakad am eus bet ivez get an Dr Garreg... An Ao. Moignou a zo yac'h... Ne skrivan ket hir da zen : ne c'hellan ket diviz diàr traoù ar brezel... Na re Goulian ?...Ar sistr a zo c'hwerv... Ma ne splann ket mui tamm ho lampr... En em c'houarnit evit Breizh hag ho tiegezh... Ar person a daol forzh aes labour get ar re arall... Emañ ar c'hapiten é varbotal arre.../// Penaos lakaat al lamp sakot da gerzhiñ mat ; respontiñ kraf ha kraf d'al lizherioù resevet ; "Les femmes catholiques de France" ? En em viriñ kentoc'h evit Breizh hag he ziad ; tud ar maezoù ha tud ar porzh : daou sort tud, daou ved ; ne vez ket barnet soñjoù an dud 100 vlez zo diàr ur muzul a-vremañ.


Lizher 76 : Lizher ; skrivet d'ar 05.01.1916.

Lizher 76 : Lizher ; skrivet d'ar 05.01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Ned aomp ket kuit d'an 6 met d'ar 7... Da St-Mard, un tammig pelloc'h... Evit ar brezel, den ne wel c'hoazh pegoulz eh achuo. Krediñ a rer neoazh e vo diwezh ar blez-mañ. Ar Jermani a wanna bemdez... Da c'hortoz ne gredan ket e vo re start evidomp... Pesort avaloù a zo bet deoc'h ?... Aet eo hor c'holonel kuit... N'en deus ket en em soursiet kalz ac'hanomp... Bremañ eh on didrouz... Ur pakad am eus bet ivez get an Dr Garreg... An Ao. Moignou a zo yac'h... Ne skrivan ket hir da zen : ne c'hellan ket diviz diàr traoù ar brezel... Na re Goulian ?...Ar sistr a zo c'hwerv... Ma ne splann ket mui tamm ho lampr... En em c'houarnit evit Breizh hag ho tiegezh... Ar person a daol forzh aes labour get ar re arall... Emañ ar c'hapiten é varbotal arre.../// Soñj ar soudard a-zivout diwezh ar brezel ; den ne oui pegoulz ec'h echuo ; "Pa vo anev ar c'hignez..." ; kas doere ar brezel da gazetenn parrez St-Jojep-ar-Plessis ; ur c'holonel dizonest "lazhet" da vizer e soudarded ; an onestiz hervez Loeiz ; aet eo hanter ar rejimant e permision ; ar c'hapiten é teurel e fiziañs get ar serjant-fourrier ; L. Herrieu er mem rejimant hed-ha-hed ar brezel : pinvidigezh e destoni.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine