Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 99 : Lizher skrivet d'an 21.02.1916.

Lizher 99 : Lizher skrivet d'an 21.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : El linenn... ///Didrouz-kaer eo bepred ar Germaned... Klevet an oferenn... D'an noz o c'hlevomp é son, é komz... Reizh int ha ni chom-ni reizh ivez... Hon tud ne c'houlennont ket gwell 'vel chomel amañ... Komz a rer noeazh ne chomimp ket amañ... Ha 'gozik dañjer ebet àrnomp... E tayi Matelin àrdro ar mekanig... Andrev [...]en deus bet muioc'h a boan c'hoazh é kuitaat ar wezh-mañ... Gouiet em eus e oa marv maouez Matelin Moigno...Kas a ran deoc'h ur paper-blazer get penn ar jeneral Joffre.... D'ar 25 eh aomp kuit ag ar fozioù... Keuz am bo da 'm maner ! ... C'hwi ho pempig hag a ra boked ma c'harantez, du-se, e mam bro a garantez./// Atav er gentañ linenn ; beviñ tost-bras doc'h an eneberion ha beviñ didrouz e bertimoù kempennet a-feson ; emgann Verdun é komañs ; paper "sent bon" kaset d'ar gêr ; "patriotisme" ha koñwerzh.


Lizher 89 : Lizher skrivet d'an 06.02.1916.

Lizher 89 : Lizher skrivet d'an 06.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Kaset 50Lur deoc'h... Eh on bet en oferenn... Evit distan da gounnar an Aotrou Doue... Nag ho lamprig... Kas a ran deoc'h tres lec'h ar gwenan... Chansons populaires...Evit ar c'harr... Evit ar plouz.... An tier amañ ... Tachennoù a zo bras... Ar mank a zour... Ret eo monet pell da glazh get barrikennoù.. . Ne ouian ket mui penn d'an deizioù ag ar sizhun.../// Broioù hep dour mat da evet ; poulloù dour e-kreiz ar c'hêrioù ; tavarnioù e pep ti ag ar vourc'h.


Lizher 90 : Lizher skrivet d'ar 07.02.1916.

Lizher 90 : Lizher skrivet d'ar 07.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Kas a ran deoc'h [...] ur paper post a gant lur. Ne 'm eus ket bet an Atelier... Lojet mat on... Un taol bec'h hepdale... Ne vo ket dañjer àrnomp... ... A pa glevahec'h soudarded bet e permision doc'h en em glemm goude... Neoazh ne faot ket koll kalon... Brasoc'h e vehe c'hoazh ho poan [...] a pa welahec'h e rahe poan bras an dra-se din ivez. Amañ ne ven ket klouhañnek ... Eh on unan ag ar re joeüsañ./// Kas argant d'ar gêr evit sikour e ra ; paeet 'vel un eil ofisour a vicher ; "L'Atelier de St-Joseph"; ul lec'h didrouz ha disafar àr an talbenn ; Loeiza kalon diaes ; brudoù é redek àr Loeiz na za ket d'ar gêr ; un den pennek-bras ne chañch ket a soñj met tener-bras doc'h poan ar re a gar ; bout mestr àr e boan ; poan ar soudarded é tistreiñ ag ar gêr ; ober al louarn en ur zistreiñ d'an talbenn.


Lizher 91 : Lizherioù skrivet d'an 08 ha d'an 09.02.1916.

Lizher 91 : Lizherioù skrivet d'an 08 ha d'an 09.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///... Lâret e zo dezhañ e ti Bayon penaos ne oa ket yac'h rac'h an dud er Gozh-kêr... Kaset em boa 100 lur deoc'h... Doere ebet a Jojep... Monet a ra bepred gwell get ma bizied treid... Labourat àr ho troc'h-paper... (glaive gaulois) [...] e katalog traoù kozh mirdi Dublin... c'hwi [...]en "décalco"... Bet ur gartenn a Andrev. Resevet em eus ma fakad... Amanenn evit 10 deiz c'hoazh... Ned eus ket moaian bout gwell er brezel. Evit an hadaj... Bet em eus bet poltred ar pevar "c'hwilh" ... Kaset em eus [...] ur pakad e zo e-barzh 4 p. butum, ur c'haleson, ur jilet dindan, daou re loeroù./// Ober ur glezeñv keltiek da droc'h-paper ; gouiet penn d'e levrioù goude bout o c'huitaet a-c'houde ken pell amzer ; soagniñ an treid ; gwell eo bout gwelet mat get ar fourrier ; bout klañv ha monet d'ar vizit ; ret eo gouiet penaos e kerzh an arme evit kompren penaos e vev ar soudarded, an is-ofiserion, an ofiserion ; disparti a zo etre ar soudarded hag an ofiserion e-keñver doare beviñ, ober àr o c'horf.


Lizher 92a : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lizher 92a : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Eürus on [...] emañ daet ar vatezh d'ho kwelet... An I. Carne a oa oadet... Lies e komzemp ac'hanoc'h, ag ar vugale... Ur c'hrouadur a vez bepred tener doc'h e dud ... Tarzhal a ra ar c'hanon trema Frise... Eh a da lakaat klazh àr-lerc'h Viktor... Daet e zo tud nevez deomp... Tadoù 5 a vugale a zo kaset da gemer o lec'h.../// Beviñ kevret get siviled : An it. Carne a St-Mard ; kentelioù desav ar vugale.


Lizher 92b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lizher 92b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Eürus on [...] emañ daet ar vatezh d'ho kwelet... An I. Carne a oa oadet... Lies e komzemp ac'hanoc'h, ag ar vugale... Ur c'hrouadur a vez bepred tener doc'h e dud ... Tarzhal a ra ar c'hanon trema Frise... Eh a da lakaat klazh àr-lerc'h Viktor... Daet e zo tud nevez deomp... Tadoù 5 a vugale a zo kaset da gemer o lec'h.../// Un tachad disafar a-c'houde ar blez 14 ; e vêr é kempen Verdun doc'h tu an Alamaned ; chañchamantoù er rejimant : tud nevez éc'h erru, tud é vonet kuit : "la chasse aux embusqués".


Lizher 86 : Kartennoù skrivet d'ar 01, ha lizher d'an 02.02.1916.

Lizher 86 : Kartennoù skrivet d'ar 01, ha lizher d'an 02.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Éc'h ober hent. E Saulchoy. ///Je continue ma tournée... Je devais aller à Toul-Fank demain matin, mais je retarde mon départ... Les pieds se remettent...Erru omb met ned aomp ket c'hoazh d'an toulloù... Dañjer ebet. Eh on bremañ e Sauchoy... Daet e oamp amañ da gemer lec'h an 88 Territorial arall a oa amañ a-c'houde 15 miz. Emaint er c'hentañ linenn... Paradoez an trañcheoù !... Eh omp lakaet adalek hiniv da doulliñ en douaroùier... Bout e zo tud é chom er c'hornad-mañ... Ar c'hêrioù a servij evit donet da repoz a zo koant... Graet em eus an hent er c'harr daoust d'ar medesinour... Resevet em eus hiniv ur yoc'h lizherioù ac'hanoc'h... Gwell e vehe da mamm pas lâret netra d'ar vatezhed... Koutant on emañ aet Julian Hirgair d'ho kwelet..../// Saulchoy, etre Montdidier ha Laon, àr dalbenn ar Somme ; atav é labourat evit an 2° DI ; un tachad disafar ha dizañjer ; a-benn 3 sizhun e komañso emgann Verdun ; ar sitoian soudardet doc'h en em zifenn ; afer ar vatezh en-dro ; post an arme ha post sivil ; skriv d'ar gêr n'eo ket aes da bep unan : implij kartennoù.


Lizher 87 : Lizher skrivet d'an 03.02.1916.

Lizher 87 : Lizher skrivet d'an 03.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Setu-ni ni pozet 'velkent, marse evit un herrad... Eh omp eürus bout arrastet ! Labour en deus hon tud éc'h ober toulloù... Ned eus dañjer ebet... Biskoazh fard ebet, 'gozik james un tenn kanon... An trañcheoù a zo sec'h-korn... Ur baradoez !... Ma zreid a ya bepred gwell... D'ar a c'houlenn sistr geneoc'h c'hoazh skrivit : «Monsieur ... »... An amanenn a zo erru... Na zoujit ket lakaat tud d'ho sekour... Kas a ran deoc'h lizher re Carne (Kerne)... Me armerzh-me evit ma vo aesoc'h deoc'h du-se. Evit lakaat klazh àr-lerc'h Viktor... Ur chapelig a oa amañ... An ao.Moignou [...] a lâr an oferen e-barzh... Labour am eus arre get ma faperioù... A pa gaveet dre-se caisses goulle er vrasted get ar ruskennoù.... Ur bok bras da... Karantez "e-leizh an dorn".... Mandat 50F./// Ne vez ket bepred dañjer el linenn ; an 288°RIT ; amzer d'en em soñjal e traoù ar gêr : gwenan, sistr ; diaezamant bout tud da labourat àr ar maezoù pa vez klask àr an dud el luzinioù ; Kerry (Carne kentoc'h) a St-Mard ; atav klask àr Viktor Rieux ; pouez deverioù ar christen er vuhez.


Lizher 75 : Lizher ; skrivet d'an 02.01.1916 (trede tamm).

Lizher 75 : Lizher ; skrivet d'an 02.01.1916 (trede tamm).

12/04/2023

Lec'h : E Iverny, e-tal Meaux. Diskuizh. ///Un andouilhenn ! Petra a rahen geti ?... An amanenn ned eo ket ur sort... Ne faot ket kemer poan... Grit ar pezh a c'hellit... C'hwi a c'hell lâret din ho poanioù. Marse eh aimp trema Beauvais ... Ne gredan ket e tistroimp d'an tan a-raok ... Tetad a zo é poaniiñ bremañ evit ne erruo ket ar mem poanioù get e zaou vab.../// Danvez ar pakadoù kaset d'ar soudard Herrieu ; un emzalc'h na gaver ket gwall lies e-mesk ar soudarded ; an amanenn a zo goust ar gêr ; lezel an amzer da dremen hep sevel a-enep d'ar pezh a zo ; aferioù dimeziñ etre tud anavet ; poaniiñ, derc'hel betak penn e "la der-des-der" evit ma ne erruo ket ar mem tra get ar rummadoù goude ; ugent vlez goude e krog arre.


Lizher 84 : Lizherioù skrivet d'ar 24 ha d'ar 25.01.1916.

Lizher 84 : Lizherioù skrivet d'ar 24 ha d'ar 25.01.1916.

12/04/2023

Lec'h : E Frestoy, e-tal Songeons, Oise. ///Drailh a ra nebeutoc'h ma zreid.... Komz a rer ag hor c'has arre da gostez Meaux... Degemeret mat-tre hed-ha-hed d'an hent... Roet friko deomp... Ne glevomp ket trouz an emgann. En ur gêr àr ar maez eh omp... Aet eo Hirgair kuit ar mintin-mañ... Revue Hebdomadaire am eus roet dezhañ evit kas deoc'h... Kas a ran deoc'h ur follenn get goulennoù... Da glazh àr-lerc'h ar soudarded kollet... Ar mintin-mañ eh eus ur revenn wenn... Nag ar vatezh ? ... Ar c'hraoù a vez skarzhet pep mintin... Kaset hon eus c'hoazh 9 soudard d'ar C'holoniale... Penaos emañ seblantet an ed ? Diwallit doc'h ar sistr... Evit an avaloù-douar.../// Bourc'hoù an Oise ; degas brudoù é redek a servij gwirionez an testoni ; degemer karadek tud Coye, e koadoù Chantilly ; Jemari Menteg, un den a fiziañs kentoc'h evit ur c'hamarad ; an "tampon" ; Julian Hirgair a Gervignag.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine