Àr benn ma glin e skrivan deoc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lizher 100 : Kartennoù skrivet d'an 22, 25, 26, 27, 28, 29.02. ha 01.03.1916.

Lizher 100 : Kartennoù skrivet d'an 22, 25, 26, 27, 28, 29.02. ha 01.03.1916.

12/04/2023

Lec'h : Erches. ///Erc'h a ra ! Netra a nevez Yac'h bepred. C'hwi a gaso amanenn din... Eh omp er gêr-hont a zo 'vel erc'h. Fall lojeris... Netra a nevez... Gwellaat a ra ar lojeris... Netra a nevez... Ar labour ne arsavo ket... Ne ouian ket pegoulz e c'hellin skriv ul lizher deoc'h... Tav labour "dreist penn"... Ret e vo din merhat gortoz ma vimp arre er fozioù evit kaout un euriad bennak da respont d'ho liehrioù... Marse e teuimp da benn a c'houiet un dra bennak diàr Viktor... Arsavet en deus an erc'h met diloc'h a zo hag e teua an dour em c'hav !... Gwell eo er fozioù 'vit amañ... A pa erruo ar gartenn-mañ geneoc'h e vimp aet àr-raok... Ne faot ket bout souezhet ma ne resevit ket lizher ebet an deizioù-mañ.../// "Petit repos" e Erches, ur vourc'hig distrujet ; kempen al lojeris a zo ret ; lec'hioù bevin fall gempennet a-dreñv al linennoù : mizer ar pemdez ; prantad kentañ emgann Verdun ; "Activité normale sur le front" hervez ar J.M.O.


Lizher 93a : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lizher 93a : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Ne 'm boa ket bet oar da skriv doc'h.... Ar pae a oa geneomp... Paeiñ paseiñ 200 a dud. Oc'hpenn 1000 lur a goust 'vel-se bep dek deiz, pep kompagnonezh d'ar vro... Oc'hpenn 30.000 lur ar miz ken 'met get an dud ag ar 88vet !! Nag un dispign spontus... An ofiserion a ya muioc'h c'hoazh gete... Roet em eus ho kanenn àr ar gloestr d'an ao. Moignou... Mat e rit gwerziñ ha lakaat ho spered da sevel driest an douar... Ne c'hellan ket-me gwerziñ... Lenn aran e-leizh hag evel-se e kavan berroc'h ma amzer... Me zalc'h da veviñ 'vel ma veven ... Ne oan ket atav ur mad da vonet d'an tavarnioù... Na gemerit ket enta poan get ma argant... Bet em eus bet ur lizher a Vokaer... Tangwall hag e zous. Doere ebet a Vellag... Nag a Barker... Ne gomzer ket atav a chañch lec'h deomp... Hon tud neoazh ned int ket fur... Ur vezh eo o gwelet. Jemari a oa leun dec'h... Eürus e vehe a pa garahe en em zerc'hel anezhañ... Erru hor paour-kaezh kapiten amañ hag e komz hep ehan..../// Ar brezel a goust ker-bras, a galav kalz a draoù ; ar sitoaian soudardet ; miziad ar soudard ha miziad an ofisour ; argant brav graet ag ar brezel ; un is-ofisour paeet madik a-walc'h evit kas argant d'ar gêr.


Lizher 93b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

Lizher 93b : Lizherioù skrivet d'an 10.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Ne 'm boa ket bet oar da skriv doc'h.... Ar pae a oa geneomp... Paeiñ paseiñ 200 a dud. Oc'hpenn 1000 lur a goust 'vel-se bep dek deiz, pep kompagnonezh d'ar vro... Oc'hpenn 30.000 lur ar miz ken 'met get an dud ag ar 88vet !! Nag un dispign spontus... An ofiserion a ya muioc'h c'hoazh gete... Roet em eus ho kanenn àr ar gloestr d'an ao. Moignou... Mat e rit gwerziñ ha lakaat ho spered da sevel driest an douar... Ne c'hellan ket-me gwerziñ... Lenn aran e-leizh hag evel-se e kavan berroc'h ma amzer... Me zalc'h da veviñ 'vel ma veven ... Ne oan ket atav ur mad da vonet d'an tavarnioù... Na gemerit ket enta poan get ma argant... Bet em eus bet ur lizher a Vokaer... Tangwall hag e zous. Doere ebet a Vellag... Nag a Barker... Ne gomzer ket atav a chañch lec'h deomp... Hon tud neoazh ned int ket fur... Ur vezh eo o gwelet. Jemari a oa leun dec'h... Eürus e vehe a pa garahe en em zerc'hel anezhañ... Erru hor paour-kaezh kapiten amañ hag e komz hep ehan..../// É komañs sevel e gastell d'en em vertimiñ e-barzh : brezel d'ar brezel ; an digoll ag ar brezel a zo an evaj evit kalz a soudarded ; Bretoned a-feson ha Bretoned dizonest ; distreiñ davet Doue : ar gloestr d'ar Galon-Sakr, unvaniñ an araog hag an a-dreñv dre ar bedenn ; kanenn savet get Loeiza ; lakaat ar Galon-Sakr àr ar drapo ; Loeiz ne skrivo ket gwerzennoù e-pad ar brezel ; ur sell pell doc'h hini an "Anciens Combattants".


Lizher 94 : Lizherioù skrivet d'an 13.02.1916.

Lizher 94 : Lizherioù skrivet d'an 13.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Dre amañ emañ dous atav an amzer... Kas deoc'h ur pakad soavon c'hwek evit en em walc'hiñ... Un den didrouz eo met digas ha hep roll buhez ebet... Tud Pariz... Ho lamprig a ch'ell servij deoc'h... Me a bella-me ar muiañ ma c'hellan doc'h tud ar broioù lec'h ma pasean ... Pa gavan tud amiapl [...] me vez amiapl gete ivez, met me a zisfiz doc'h an dud kentoc'h. Moaian a zo gober kirri brav, skañv ha sonn ur sort. Krog a ra ar seringa ? Nag ar jav ?.../// Disfiziañs ha disfiziañs a zo ; tud onest (fur, desket) ha tud dizonest (dizesk, n'int ket mestr àr o c'hoantoù) ; tud Pariz : goap kentoc'h evit disprizañs ; ur c'harr nevez da breniñ ; ret e vo preniñ ur jav arall; boued d'ar jav.


Lizher 95 : Lizherioù skrivet d'ar 14.02.1916.

Lizher 95 : Lizherioù skrivet d'ar 14.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Saulchoy. ///Arhoah vintin eh omp savet hag eh aomp evit eizhteiz [...] da Erches... Bet em eus bet lizher a Vatild Herve. Anna ne respont ket mui... Ne 'm eus ket-me aneoued.. An eürusañ ag ar gompagnonezh ! Lâret da re Rio n'o deus netra da baeiñ... Ned eo ket c'hoazh daet Job du-mañ. Louis a skriv din... Ne 'm eus ket kavet arr follen vit ar ruskennoù... Mard eo Anna geneoc'h... Eseait reiñ kalon dezhi... Kemer pasianted, kariñ ar boan... En em arañjet mat... Mamm a welo fin ar brezel... Rac'h e kredomp ec'h echuo ar blez-mañ.../// Erches àr dalbenn ar Somme ; Anna Jehanno, kamaradez Loeiza ; goap ag an div vaouez yaouank ; penaos pas bout maleürus : kemer pasianted ha kariñ ar boan ; randon ar brezel a zle echu dindan berr amzer.


Lizher 96 : Lizherioù skrivet d'ar 14.02.1916.

Lizher 96 : Lizherioù skrivet d'ar 14.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Erches moarvat. ///Avel kreñv a zo... Dec'h n'em boa ket bet oar da skriv... 9 eur 1/2 e oa a pa 'm eus echu... Gourc'hemennoù da Sten ha d'a vaouez... Pol Guludec... Ne zoujit netra a-zivout hous argant... Trugarez evit an Almanak ... Reiñ ar C'hache-nez da 'm zad.... Yvon a veze geniñ-me ivez é lojiñ sistr... Kouezhiñ a ray ivin ma meud... Ar glaive a zo 'vel-mañ... Kas a ran deoc'h ur boked laezh... Eh an c'hoazh d'en em stagiñ doc'h ma zaol.../// Labour Loeiz er burev ; argant plaset er Banque Populaire ; an troc'h-paper atav grataet da Loeiza ; bokedoù kaset d'ar gêr en ul lizher : seblant an nevez-amzer ha traoù arall.


Lizher 97 : Kartennoù skrivet d'an 16, 17, 19.02.1916.

Lizher 97 : Kartennoù skrivet d'an 16, 17, 19.02.1916.

12/04/2023

Lec'h : Erches, el linenn goude. ///Foul a zo... Eh aomp da gemer hon trañcheoù... Emañ rac'h an traoù da dolpiñ ha da bakiñ.. Skriv deoc'h kentizh a pa c'hellin... Atav emañ didrouz an tachad. Ar serj.-Maj. a ya e permision... Gwell a se evidiñ... Bourrus e vo din a pa vo ar c'hozh aotrou-se pell a-zoc'homp... Ne faot ket enta bout diaes genin. Erru omb en hon lec'h... Fiskal... Dindan an douar ha harpet doc'h un dorgenn... Koutant eo hon tud bout daet amañ... Merhat e kavin oar da respont deoc'h hir./// Ar gompagnonezh é vonet d'an trañcheioù ; un tachad didrouz er gentañ linenn ; ar serjant-major Bellecroix ne blij ket da Loeiz ; sammiñ labour a zo ur feson da ankouaat.


Lizher 98a : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

Lizher 98a : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

12/04/2023

Lec'h : El linenn.. ///E respontan d'ar lizherioù 'hues kaset din d'an 12 -13 - 14 - 16... Ma unan-kaer bremañ [...] 'vel ma fourran bout : ma unan doc'h taolig ma burev... Un neizhig... Ur gampr get div c'holc'hedad plouz... Setu ma maner. Er-maez, an tapennoù glav a gouezh... Dre pep div wezh, ur boled fuzuilhenn... 'Vel-se emañ bamnoz hag e-pad an deiz... Diaes eo bout eürusoc'h en ur brezel. Monet da glevet oferenn an ao. Moignou... Lâret e vo dindan an douar 100m a boan doc'h an eneberion... Na spontuset soñjoù a rer ur sort a pa lezer ar spered da redek er vuhez-mañ ! Na pegours ec'h echuo-hi ?... Mat e rit pas bout klouhañnek... Ar re en devo graet gwad fall a vo kousiet o buhez evit mat... Doue a ra mat ar pezh a ra... Nebeutoc'h a vo da añdur er vuhez arall. Ne vez netra kollet evit ar re a gar Doue... Man gourc'hemennoù da Fin ha d'he mamm.... Me gred e teuin da benn a sevel tres ur gountell paper... Ret e vo deoc'h gortoz atav peogwir ne gavan ket oar... C'hwi lâro da Nene ha da Herve penaos Jezuz a zealou doc'h ar vugale... Mar karont enta selaou mat doc'h ho mamm [...], an Aotrou Doue a selaou doc'hte ivez ha Tetad a vo sur a vonet d'ar gêr. - Leskit an dud amiot da gomz.... - Bet em eus bet lizher a Jojep... A Lafabrier, a Vellag... -Diwallit atav a serrezh paourentez. Trawalc'h eo a unan ac'hanomp bout dindan an amzer... - Lizher ag ar person ivez. Distreiñ a ran deoc'h ho kloestr get an difariadennoù... Ha bremañ e yan da lenn un tammig.... Pegoulz e vo e c'hellin-me c'hoazh lenn 'vel-se em gwele bras du-se er Goazh-Kêr ?... Pegoulz e kuitay a-ziàr hor buhez ar gogusenn gwad a zo àrnezhi...? Pegoule e c'hellimp arre beviñ 'vel hon tud kozh, e peoc'h, en hor bro didrouz ?... Seblant ebet d'an echumant... Donet a ray neoazh... Adal ma vo ar peoc'h peurbadus a zay goude, adal ne welo ket hor bugale ar pezh hon eus-ni gwelet... En em garit mat du-se da c'hortoz an hini ho kar kement rac'h hag a zo ken goulle e vuhez hepzoc'h./// Talvoudegezh an testoni roet en ul lizher ; liested al lizherioù etreze o daou a-hed ar brezel ; ur gentañ linenn kempennet a-feson evit bod ar soudarded.


Lizher 98b : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

Lizher 98b : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

12/04/2023

Lec'h : El linenn... ///E respontan d'ar lizherioù 'hues kaset din d'an 12 -13 - 14 - 16... Ma unan-kaer bremañ [...] 'vel ma fourran bout : ma unan doc'h taolig ma burev... Un neizhig... Ur gampr get div c'holc'hedad plouz... Setu ma maner. Er-maez, an tapennoù glav a gouezh... Dre pep div wezh, ur boled fuzuilhenn... 'Vel-se emañ bamnoz hag e-pad an deiz... Diaes eo bout eürusoc'h en ur brezel. Monet da glevet oferenn an ao. Moignou... Lâret e vo dindan an douar 100m a boan doc'h an eneberion... Na spontuset soñjoù a rer ur sort a pa lezer ar spered da redek er vuhez-mañ ! Na pegours ec'h echuo-hi ?... Mat e rit pas bout klouhañnek... Ar re en devo graet gwad fall a vo kousiet o buhez evit mat... Doue a ra mat ar pezh a ra... Nebeutoc'h a vo da añdur er vuhez arall. Ne vez netra kollet evit ar re a gar Doue... Man gourc'hemennoù da Fin ha d'he mamm.... Me gred e teuin da benn a sevel tres ur gountell paper... Ret e vo deoc'h gortoz atav peogwir ne gavan ket oar... C'hwi lâro da Nene ha da Herve penaos Jezuz a zealou doc'h ar vugale... Mar karont enta selaou mat doc'h ho mamm [...], an Aotrou Doue a selaou doc'hte ivez ha Tetad a vo sur a vonet d'ar gêr. - Leskit an dud amiot da gomz.... - Bet em eus bet lizher a Jojep... A Lafabrier, a Vellag... -Diwallit atav a serrezh paourentez. Trawalc'h eo a unan ac'hanomp bout dindan an amzer... - Lizher ag ar person ivez. Distreiñ a ran deoc'h ho kloestr get an difariadennoù... Ha bremañ e yan da lenn un tammig.... Pegoulz e vo e c'hellin-me c'hoazh lenn 'vel-se em gwele bras du-se er Goazh-Kêr ?... Pegoulz e kuitay a-ziàr hor buhez ar gogusenn gwad a zo àrnezhi...? Pegoule e c'hellimp arre beviñ 'vel hon tud kozh, e peoc'h, en hor bro didrouz ?... Seblant ebet d'an echumant... Donet a ray neoazh... Adal ma vo ar peoc'h peurbadus a zay goude, adal ne welo ket hor bugale ar pezh hon eus-ni gwelet... En em garit mat du-se da c'hortoz an hini ho kar kement rac'h hag a zo ken goulle e vuhez hepzoc'h./// Herzel doc'h ar gwall : erbat magiñ soñjoù du, fiziañs e Doue, plegiñ da volontez Doue, bout pasianted ha kariñ ar boan, digoll er bed arall ; lec'h ar vugale er bedenn ; Lafabrier disoudardet ; Mathurin Buleon, person St-Jojep-ar-Plessis.


Lizher 98c : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

Lizher 98c : Lizher skrivet d'an 19.02.1916 (noz).

12/04/2023

Lec'h : El linenn... ///E respontan d'ar lizherioù 'hues kaset din d'an 12 -13 - 14 - 16... Ma unan-kaer bremañ [...] 'vel ma fourran bout : ma unan doc'h taolig ma burev... Un neizhig... Ur gampr get div c'holc'hedad plouz... Setu ma maner. Er-maez, an tapennoù glav a gouezh... Dre pep div wezh, ur boled fuzuilhenn... 'Vel-se emañ bamnoz hag e-pad an deiz... Diaes eo bout eürusoc'h en ur brezel. Monet da glevet oferenn an ao. Moignou... Lâret e vo dindan an douar 100m a boan doc'h an eneberion... Na spontuset soñjoù a rer ur sort a pa lezer ar spered da redek er vuhez-mañ ! Na pegours ec'h echuo-hi ?... Mat e rit pas bout klouhañnek... Ar re en devo graet gwad fall a vo kousiet o buhez evit mat... Doue a ra mat ar pezh a ra... Nebeutoc'h a vo da añdur er vuhez arall. Ne vez netra kollet evit ar re a gar Doue... Man gourc'hemennoù da Fin ha d'he mamm.... Me gred e teuin da benn a sevel tres ur gountell paper... Ret e vo deoc'h gortoz atav peogwir ne gavan ket oar... C'hwi lâro da Nene ha da Herve penaos Jezuz a zealou doc'h ar vugale... Mar karont enta selaou mat doc'h ho mamm [...], an Aotrou Doue a selaou doc'hte ivez ha Tetad a vo sur a vonet d'ar gêr. - Leskit an dud amiot da gomz.... - Bet em eus bet lizher a Jojep... A Lafabrier, a Vellag... -Diwallit atav a serrezh paourentez. Trawalc'h eo a unan ac'hanomp bout dindan an amzer... - Lizher ag ar person ivez. Distreiñ a ran deoc'h ho kloestr get an difariadennoù... Ha bremañ e yan da lenn un tammig.... Pegoulz e vo e c'hellin-me c'hoazh lenn 'vel-se em gwele bras du-se er Goazh-Kêr ?... Pegoulz e kuitay a-ziàr hor buhez ar gogusenn gwad a zo àrnezhi...? Pegoule e c'hellimp arre beviñ 'vel hon tud kozh, e peoc'h, en hor bro didrouz ?... Seblant ebet d'an echumant... Donet a ray neoazh... Adal ma vo ar peoc'h peurbadus a zay goude, adal ne welo ket hor bugale ar pezh hon eus-ni gwelet... En em garit mat du-se da c'hortoz an hini ho kar kement rac'h hag a zo ken goulle e vuhez hepzoc'h./// Koll kalon pe derc'hel ; seblant ebet d'an achumant ; ar soñjoù é nijal davet ar gêr : an hiraezh zo dañjerus ; ur gogusenn gwad ; añdur adalek ma vo "la der des der" ; ar brezel a zo ar spontusañ tra a c'hell bout : "Tout, sauf la guerre" ; traoù gwirion displeget brav e brezhoneg ; brezhoneg ha galleg e lizherioù ar vrezhonegerion.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine