Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (21)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (21)

13/04/2023

Dalc'homp gant fonologiezh ar brezhoneg, hag ar wech-mañ gant frasennoù ispisial un tammig : ar frasennoù 'lec'h zo daou dra kontrol an eil d'eben. Sklaeroc'h an traoù gant Youenn Wloegen, asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (20)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (20)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant son ar frasennoù-estlammañ e brezhoneg. Komzoù bihan a vez lakaet peurvuiañ e brezhoneg da ziskouezh an estlamm, traoù bihan evel « neketa », « kea », « kement-se » ha kement 'zo, hag ar re-mañ rank bezañ lakaet da soniñ ivez. Youenn Wloegen zo c'hoazh 'dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (19)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (19)

13/04/2023

Tost-achu eo an heuliad kronikennoù diwar-benn fonologiezh ar brezhoneg, met chom a ra frasennoù 'zo n'hon eus ket gwelet c'hoazh : ar frasennoù-estlammañ ! Youenn Wloegen zo c'hoazh 'dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (18)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (18)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant son ar goulenn e brezhoneg. Ul lusk hag ur son ispisial zo d'ar goulennoù e brezhoneg ha n'int ket heñvel deus re ar galleg. Youenn Wloegen zo c'hoazh 'dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (17)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (17)

13/04/2023

Setu emaomp c'hoazh gant Youenn Wloegen evit dezhañ safaret deomp en-dro deus fonologiezh ar brezhoneg ha son ar frasenn. Ha hiziv neuze emaomp o vont da breg deus ar goulenn. Penaos vez lakaet ar frasennoù da soniñ e brezhoneg a-benn vez goulennet un dra bennak ? Youenn Wloegen zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (16)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (16)

13/04/2023

Dalc'homp asambles gant Youenn Wloegen da safaret deus fonologiezh ar brezhoneg en-dro adarre. Ar wech-mañ neuze vo gwelet penaos rank soniñ ar frasennoù nac'h e brezhoneg, ha surtout e Bro-Gerne e-lec'h vez klevet ar « résomption du sujet à la cornouaillaise », e-giz vez lâret e galleg. Youenn Wloegen zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (15)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (15)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg ha son ar frasenn e brezhoneg. Un taol-mouezh zo un dra a ranker kemer e kont eveljust, da gaozeal brezhoneg evel zo gleet, met dav eo taolañ evezh deus muzik ar frasenn, son ar frasenn ma karit. Youenn Wloegen zo 'vont da zisplegañ deomp penaos 'ya en-dro an dra-se, asambles gant Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (14)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (14)

13/04/2023

Deomp pelloc'h hiziv diwar-benn ar mod 'vez lakaet ar frasennoù da seniñ mat e brezhoneg. Meur a live-son, pe meur a « skeul-gan » a gaver e-barzh ar frasenn e brezhoneg. N'hall ket bezañ plaen morse. Met un nebeut reolennoù zo. Youenn Wloegen zo c'hoazh 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (13)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (13)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg ha son ar frasenn e brezhoneg. Un taol-mouezh zo un dra a ranker kemer e kont eveljust, da gaozeal brezhoneg evel zo gleet, met dav eo taolañ evezh deus muzik ar frasenn, son ar frasenn ma karit. Youenn Wloegen zo 'vont da zisplegañ deomp petra sinifi an dra-se, asambles gant Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (12)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (12)

13/04/2023

Deomp pelloc'h diwar-benn son ar frasenn e brezhoneg, asambles gant Youenn Wloegen. Skeulioù-gan (« gammes ») disheñvel a gaver er frasenn hag an dra-se n'eo ket un afer taol-mouezh. Pignal a ra ar son a-wechoù, da ziskenn goude-se, hervez talvoudegezh ar c'homzoù e-barzh ar frasenn. Evit deoc'h kompren gwelloc'h, Youenn 'neus kemeret skouer war ar verb goût / gouzout. Ne vez ket pouezet warnañ memes-mod ma vez kemeret e-giz ur verb skoazell pe 'vez ket. Youenn Wloegen zo c'hoazh 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine