Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

N'on ket bet pas ebet !

N'on ket bet pas ebet !

12/04/2023

Dalc'homp gant brezhoneg ar C'hreiz-Breizh. Gurvan Lozac'h a zo o vont da ginnig deomp div droienn 'neus klevet e kreiz ar vro : "n'on ket bet pas ebet" ha "troc'h diwar ma hent".


Muzik al langach

Muzik al langach

12/04/2023

Ur gronikenn un tammig ispisial a vo hiziv. Emaomp o vont da goazeal eus un dra a zo gwir evit tout kement yezh a zo er bed. Ouzhpenn ar yezhadur hag ar c'homzoù a ranker deskiñ evit kaozeal ul langach. Forzh peseurt yezh a vefe e ranker klask respetiñ « muzik ar langaj ». Gurvan Lozac'h a lâro deomp neuze pegen important eo an dra-mañ 'blam da vezañ komprenet mat.


"Argadenn" ha "kabow"

"Argadenn" ha "kabow"

12/04/2023

Deomp pelloc'h diwar-benn brezhoneg ar C'hreiz-Breizh, asambles gant Gurvan Lozac'h. Nevez 'zo 'neus dastumet daou gomz gozh e Laz : « kabow » hag « argadenn ». Met 'blam da betra dastum komzoù kozh e-giz-se, anvioù an ostilhoù kozh ha tout ? Da betra servij al labour-mañ ?


Ouzh, diouzh, eus ?

Ouzh, diouzh, eus ?

12/04/2023

E brezhoneg peurunvan ez eus un diferañs etre « ouzh », « diouzh » hag « eus ». E kreiz ar vro eo kalz simploc'h ar jeu ha « deus » vez implijet e-plas an teir c'homz-mañ. Koulskoude e c'hall bezañ kompliketoc'h an traoù a-wechoù, peogwir ne vez ket disklipet « deus » memes-mod partout ! « Deuh », « doh », « dah », « da » a vez klevet ivez ! Gurvan Lozac'h a zo o vont da zisplegañ an afer-mañ deomp.


Ar rannigoù-verb

Ar rannigoù-verb

12/04/2023

Teir rannig-verb a zo e brezhoneg : "a", "e" hag "o". E kreiz ar vro eo disheñvel a-walc'h an traoù. Gurvan Lozac'h a lâr deomp neuze petra c'haller klevet gant brezhonegerien ar C'hreiz-Breizh.


Kaout

Kaout

12/04/2023

Stummoù disheñvel a zo d'ar verb "kaout" e kreiz ar vro. Gurvan Lozac'h a lâr deomp petra c'haller klevet gant brezhonegerien ar C'hreiz-Breizh.


Kreiz-Breizh : silabennoù lonket

Kreiz-Breizh : silabennoù lonket

12/04/2023

Serten silabennoù ha lizherennoù a c'hall bezañ lonket e brezhoneg a-wechoù. Gurvan Lozac'h a lâr deomp penaos e vez graet e kreiz ar vro.


Permiere Cai d'avant