Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (11)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (11)

13/04/2023

Pouezus eo deskiñ penaos lakaat an taol-mouezh evel zo gleet e brezhoneg, met ken pouezus all eo deskiñ muzik ar frasenn. Ar frasennoù e brezhoneg n'int ket plaen, ne ront ket 'met pignal ha diskenn, pezh a lak Youenn Wloegen da soñjal er « c'hoarioù-flipper » gwechall. Aze 'mañ asambles Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen en-dro adarre.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (7)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (7)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant ton ar frasenn e brezhoneg. Er frasenn e brezhoneg n'haller ket poueziñ war kement komz zo tout normalamant. Met c'hoarvezout a ra a-wechoù 'vez pouezet war meur a gomz da heul, lakaomp a-benn vez graet goap deus un' bennak pe lañgachet un' bennak. Youenn Wloegen zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (8)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (8)

13/04/2023

Asambles gant Youenn Wloegen emaomp adarre da safaret deus fonologiezh ar brezhoneg. E brezhoneg n'haller ket poueziñ war div gomz da heul sañset. Lakaomp, ma zo un anv hag un anv-gwan asambles 'vo pouezet war an anv-gwan. Met bez 'zo eksepsionoù !


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (9)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (9)

13/04/2023

Dalc'homp gant fonologiezh ar brezhoneg. E brezhoneg ne vez ket morse lakaet an taol-mouezh war-c'horre ar verboù-skoazell, bezañ pe kaout, a-benn vez koñjuget anezho. An dra-se zo un digarez evidomp da gaozeal deus un dra a vez klevet stank gant ar vrezhonegerien nevez : « da lâret eo » / « da lavaret eo », un dra ha vez disklipet a-dreuz peurvuiañ, a soñj da Youenn Wloegen. Aze emañ asambles Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen en-dro adarre.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (10)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (10)

13/04/2023

Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg. Kaozeet 'zo bet dija deus taol-mouezh ar brezhoneg ha deus ton ar brezhoneg, hiziv 'vo kaoz ganeomp deus son ar frasenn. N'eo ket tre memestra ! Youenn Wloegen zo 'vont da zisplegañ an dra-mañ deomp, asambles Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (6)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (6)

13/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant fonologiezh ar brezhoneg hag ar mod 'vez lusket ar frasennoù e brezhoneg. Tammoù traoù a zo da lâret c'hoazh, e-giz ar mod 'vez lakaet bogalennoù ouzhpenn e-barzh serten komzoù, da aesaat ar gaoz.Youenn Wloegen zo c'hoazh deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (5)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (5)

13/04/2023

Luskañ ur frasenn evel zo gleet a c'hall bezañ start a-walc'h evit ar re a zo krog da zeskiñ brezhoneg nevez 'zo. Met penaos rae an dud gwechall kuit d'en em dromplañ ? Youenn Wloegen zo deus mikro Tunvezh Wloegen ha Benjamin Bouard.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (4)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (4)

13/04/2023

Deomp pelloc'h war ar mod a ranker luskañ mat ar frasennoù e brezhoneg. Er c'hronikennoù diwezhañ 'oa ket bet kaoz ganeomp 'met deus frasennoù berr a-walc'h. Met penaos ober neuze a-benn vez hirroc'h ar frasenn ? Youenn Wloegen zo deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (3)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (3)

13/04/2023

Dalc'homp gant ar frasenn e brezhoneg. Muzik ar brezhoneg n'eo ket heñvel deus hini ar galleg. Lakaet 'vez pouez a-wechoù war komzoù pe silabennoù 'zo, ha 'zo komzoù all c'hoazh ha ne vez ket pouezet morse warno. Youenn Wloegen zo deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (2)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (2)

13/04/2023

Ar frasenn vrezhonek a zo e-giz ar mor. Ober a ra gwagennoù. Lod zo bras, lod zo bihan, met ne vez ket morse plaen evel e galleg. Ur muzik a zo d'ar brezhoneg. Youenn Wloegen zo deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen en-dro.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine