Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Brezhoneg Bro-Gwened : an taol-mouezh (2/2)

Brezhoneg Bro-Gwened : an taol-mouezh (2/2)

13/04/2023

Peseurt diferañs zo etre taol-mouezh brezhoneg Bro-Gwened hag an taol-mouezh er broioù all ? Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh asambles gant Serj Bozeg hag Enora Molac.


Ar staonekadur (1/2)

Ar staonekadur (1/2)

13/04/2023

A-benn ma vez graet goap ouzh tud Bro-Gwened a vez graet ar re "tcheu tcheu" deuzouto. Hag an dra-se n'eo ket gwall fin peogwir ouzhpenn e Bro-Gwened 'vez kaozeet gleb. Ar staonekadur a vez graet deus an dra-se e brezhoneg, "palatalisation" e galleg. Ha Serj Bozeg en deus displeget da Enora Molac penaos ya en-dro.


Ar staonekadur (2/2)

Ar staonekadur (2/2)

13/04/2023

Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh asambles gant Serj Bozeg hag Enora Molac, a oa komañset ar sizhun baseet da safaret deomp deus ar staonekadur e brezhoneg.


Brezhoneg Bro-Gwened : [ãm] pe [am] ? (2)

Brezhoneg Bro-Gwened : [ãm] pe [am] ? (2)

13/04/2023

Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh asambles gant Serj Bozeg hag Enora Molag (RBG) gant fonetik ispisial sonioù 'zo e brezhoneg Bro-Gwened.


Brezhoneg Bro-Gwened : [ãm] pe [am] ?

Brezhoneg Bro-Gwened : [ãm] pe [am] ?

13/04/2023

Al lizherenn "a" a vez lâret [ã] e brezhoneg, a-benn 'vez lakaet a-raok al lizherennoù "m" pe "n" peurvuiañ, lakaomp gant ar c'homzoù "tamm" pe "tan". An dra-se zo gwir e Kerne, Treger ha Leon, met n'eo ket heñvel e Bro-Gwened, e-giz 'vo lâret deomp gant Serj Bozeg hag Enora Molag.


Geo !

Geo !

13/04/2023

Petra vez graet deus "si" e brezhoneg ? Meur a feson zo da lâret an dra-se e brezhoneg hervez ar vro ... hag hervez ar respont ! Serj Bozeg zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Enora Molag (RBG).


Brezhoneg Bro-Gwened : "N'eo ket forh bras anehe"

Brezhoneg Bro-Gwened : "N'eo ket forh bras anehe"

13/04/2023

E brezhoneg Bro-Gwened, evel e Bro-Gerne ivez, 'vez implijet an araogenn "a" e fin ar frasennoù negativel a-wechoù. Serj Bozeg zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Enora Molag (RBG).


Brezhoneg Bro-Gwened : "skuizh-tre" ? Kentoc'h "skuizh-marv" pe "skuizh-bras" !

Brezhoneg Bro-Gwened : "skuizh-tre" ? Kentoc'h "skuizh-marv" pe "skuizh-bras" !

13/04/2023

Petra vez graet deus "très fatigué" e brezhoneg ? Ar vrezhonegerien nevez zo boaz da implijañ ar gomz "tre" ... ha koulskoude n'eus netra da welet kazimant etre "tre" e brezhoneg ha "très" e galleg ! Met ur bern komzoù all zo moiaen da implijañ mod-all, evel emañ Serj Bozeg hag Enora Molag (RBG) o vont da lâret deomp.


Brezhoneg Bro-Gwened : C'hwi pe te ?

Brezhoneg Bro-Gwened : C'hwi pe te ?

13/04/2023

Klevet vez alies lar ne vefe ket kaozeet 'met dre "c'hwi" e Bro-Gwened, ha neuze 'vefe bet kollet an "te" en ur mod. N'eo ket ken aes ha se evel 'neus kontet Serj Bozeg da Enora Molag (RBG).


Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (22)

Fonologiezh ar brezhoneg : ar frasenn (22)

13/04/2023

Ar gronikenn ziwezhañ diwar-benn fonologiezh ar brezhoneg : penaos vez lakaet ar frasenn da soniñ pa n'omp ket dakor gant un' bennak all, pe c'hoazh a-benn vez roet urzhioù d'un' bennak all. Youenn Wloegen zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine