Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Ar Breizhtival e Landivizio

Ar Breizhtival e Landivizio

25/01/2024

Bep bloaz e vez eus ar Breizhtival e Landivizio.
Aozet gant kevredigezhioù eus ar vro: Bagad Landi, Dañserien Lann Tivizio, Ti-kear Landi, KLT hag ivez Strollad Bro Landi.
Gant Strollad Bro Landi vo displeget war leurenn sal Tourenemine daou bezh c'hoari skrivet gant Maria Prat: "An hini gozh o vont da dennañ he foltred" ha "D n'an hini diwezhañ bev"
Gant Karolina


Levr-pladenn Dastum Line Marnée 2

Levr-pladenn Dastum Line Marnée 2

23/01/2024

An eil abadenn gouestlet da levr-pladenn Dastum & Dastum Bro-Leon "Line Marnée, ur ganerez eus Tremenac'h e Plougerne".
Kinniget gant Kristof Nikolaz ha Goulc'han Kervella.
Da gaout ivez en abadenn " Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg diwar-benn gerioù ar c'housk.
Gant Karolina


Levr-pladenn Dastum Line Marnée 1

Levr-pladenn Dastum Line Marnée 1

23/01/2024

Levr-pladenn Dastum ha Dastum Bro-Leon "Line Marnée, ur ganerez eus Tremenac'h e Plougerne" kinniget gant Kristof Nikolaz, prezidant Dastum Bro-Leon & gant Goulc'han Kervella , bet oc'h enrollañ Line Marnée e 1986.
Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut "Ar Bleiz hag an Dañvad".
Gant Karolina


"A-stroll !" n°5 - Koshaat asambles e CoolKozh e Plabenneg

"A-stroll !" n°5 - Koshaat asambles e CoolKozh e Plabenneg

22/01/2024

Tost an holl annezidi CoolKozh zo war o leve. Choazet o deus chom hep koshaat o-unan ha da sevel un ti aes da fiñval ennañ ha pa vezer gant ur gador ruilh. Klevet e vo Geneviève Thépaut, Jean-Luc Bleunven ha Jean-Yves Kerboul e Plabenneg.
[A-stroll n°4] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60730)


"A-stroll !" n°4 - Ékoumène, un annez lodet ha digor e Brest

"A-stroll !" n°4 - Ékoumène, un annez lodet ha digor e Brest

22/01/2024

E karter ar Milinoù e Brest emañ Ékoumène. Pal an annezidi eo bevañ gant o c'harter. Kinnig a reont ur sal gevredigezhel a c'hall bezañ emprestet evit ur priz dieub, nozvezhioù c'hoari, ur soubenn digoust bep miz... Pierre Servain a lavaro hiroc'h.
[A-stroll n°3] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60634)


"A-stroll !" n°3 - Doujañ d'an endro, skouer Ecocum e Loperc'hed

"A-stroll !" n°3 - Doujañ d'an endro, skouer Ecocum e Loperc'hed

16/01/2024

"Ecocum" zo unan eus an annezioù lodet kentañ e hanternoz Penn-ar-Bed. Privezioù sec'h, rotel, "phytoépuration", panelloù heol... Maripol Roquefort hag he bugale Silouane ha Merlin a lavaro hiroc'h diwar-benn ar pezh a zo bet lakaet e plas gant an annezidi evit doujañ d'an endro.

Evit selaou eil abadenn an heuliad "A-stroll", klikit [amañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/60633) !


"A-stroll !" n°2 : Ar chanterioù a-stroll, skouer Keralored e Gwiseni

"A-stroll !" n°2 : Ar chanterioù a-stroll, skouer Keralored e Gwiseni

16/01/2024

Annezidi Keralored a zo o reneveziñ tiez e Gwiseni. Laura De Carry a tisplego deomp penaos e lakaont chanterioù a-stroll e plas evit sevel o annez lodet.
Abadenn gentañ an heuliad "A-stroll !" a c'hall bezañ selaouet [aze] (https://radiobreizh.bzh/episode/60183) .


Ti Kuzhet, ur gevredigezh nevez e Lesneven

Ti Kuzhet, ur gevredigezh nevez e Lesneven

16/01/2024

Ur c'hoad e-mod "Miyawaki", un teknik eus Bro-Japan, a oa bet plantet gant izili "Ti kuzhet" e kreiz-kêr Lesneven e miz Kerzu. En amzer da zont e vo savet liorzhoù ha hentoù bale war an dachenn. Jo an Duigou a zo a-youl vat gant ar gevredigezh a lavaro hiroc'h.
Klevet e vo ur reportaj war al lec'h gant skolidi Diwan Lesneven ha tud a-youl vat all ivez.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Abadenn Nedeleg er Family

Abadenn Nedeleg er Family

21/12/2023

Ur sonadeg Nedeleg zo bet kinniget da skolidi Landerne evit lidañ gouelioù fin ar bloaz.
Kanaouennoù leun a fent ha startijenn a zo bet roet da glevet gant Jakez ar Borgn, Garlonn ha Mael Guego.
Da gaout ivez en abadenn "Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikael Madeg diwar-benn "Gerioù ar c'housk".
Gant Karolina


Diskouezadeg kreier Nedeleg.

Diskouezadeg kreier Nedeleg.

21/12/2023

Betek ar 7 a viz Genver vo da gaout e chapel Sant Jaoua Plouvien un diskouezadeg gant 170 kraou Nedeleg graet gant tud a bep seurt ha gant a bep seurt danvez.
Deomp da welet an dra-se a dostoc'h gant Marguerite ha Herve ar Rouz eus kevredigezh "Bual Sant Jaoua".
Ur fablenn a vo ivez "An Ankou hag ar Heuneuter", lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ