Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Chomadenn an triad Baleer Bro e Montroulez & "Klas dañs" Kenleur e Landivizio

Chomadenn an triad Baleer Bro e Montroulez & "Klas dañs" Kenleur e Landivizio

20/12/2023

---E penn-kentañ miz Kerzu en doa labouret an triad Baleer Bro war leurenniñ o arvest gant Camille Lejeune. Ar raktres sonerel a laka war-wel kanaouennoù bet dastument gant Fañch an Uhel e bro Dreger. Klevet e vo Kaourintin Davay, kaner ar strollad, ha Camille Lejeune, leurennourez.
---
---
---Abaoe an distro skol 2023 eo kroget ar raktres "Klas dañs" e Penn-ar-bed. Kenaozet eo ar c'hentelioù dañs gant ar gevredigezh Kenleur hag ar skolioù. Justine Le Guirieg, kenbrezidantez Kenleur penn ar bed ha Lena Kerhoas, kelennerez e skolaj Sant Jozef e Landivizio a lavaro hiroc'h.


Kevredigezh nevez "Bir ha Dir" & Chadenn Youtube "Magic passion carton"

Kevredigezh nevez "Bir ha Dir" & Chadenn Youtube "Magic passion carton"

13/12/2023

- Bir ha Dir 'zo ur gevredigezh nevez staliet e Landerne. Sevel a ra arvestoù levezonet gant ar grenn-amzer. Soig Ar Penneg zo unan eus leurennerien ar gevredigezh. Komedianed ha komedianezed Bir ha Dir a vo war marc'had ar grenn-amzer e Landerne d'ar Sul 17 a viz Kerzu.

- Riwan Marhic pe "Magic Riwan", evel ma ra Erwan Blanchard anezhañ, en deus savet ar chadenn Youtube Magic passion carton. Genidik eus Brest eo ar Youtuber en deus divizet diskouez d'ar c'hoarierien ar mod d'ober gant "Magic", ur c'hoari kartoù.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Olole

Olole

12/12/2023

"Olole" a zo un dastumad a trizek danevell skrivet gant Goulc'han Kervella hag embannet gant "Skrid".
Danevelloù bodet tro-dro da dem ar garantez.
Karantez trubuilhet, kuzhet, dianavezet, nac'het …evel ma vo displeget gant Goulc'han Kervella.
Ur fablenn gant Paotr Treoure a vo ivez "An Ounner, ar C'haor hag an Danvadez" lennet ha dielfennet gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina



Kermao 2

Kermao 2

12/12/2023

An eil abadenn gant Lomig Maubihan, Yvette hag Yves Gwern, Yvette ha Michel Bozeg eus Plouziry.
Ur fablenn gant paotr Treoure a vo ivez, lennet ha dielfennet gant Dominique Thepaut: Ar Hrill hag ar Verienenn.
Gant Karolina


Kermao 1

Kermao 1

12/12/2023

Emgav e Kermao e Plouziry gant Lomig Maubihan, Yvette hag Yves Gwern, Yvette ha Michel Bozeg.
Ur pennad-kaoz da desteniañ war ar cheñchamantoù bet bevet ganto a-b=hed ar bloavezhioù evit ar pezh a sell eus ar vuhez pemdeziek ha dreist-holl al labour-douar.
Gant Karolina


"A-stroll !" 1/4  Levr Pierre Servain "Faire de l'habitat un commun"

"A-stroll !" 1/4 Levr Pierre Servain "Faire de l'habitat un commun"

08/12/2023

Pierre Servain zo sokiologour. Skrivet en deus al levr "Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France". Gantañ e roomp lañs d'an heuliad abadennoù "A-stroll !" diwar-benn an annez lodet.
Levr : Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France, embannet gant Presses universitaires de Rennes, 2023
Embannet eo an heuliad abadennoù gant Maëlys Poublanc


Konkour farz pitilig

Konkour farz pitilig

05/12/2023

Deomp da zeskiñ aozañ farz pitilig gant skolidi Itron Varia an Trec'h hag o skolaerez Nikol! Un abadenn geginañ kinniget er skol a-benn prientiñ konkour farz pitilig ar bed bet dalc'het e Ploueskad. d'an 11 a viz Du.
Gant Karolina


Labourat gant urzhiataerioù : skouerioù Dor Hud ha Datarmor

Labourat gant urzhiataerioù : skouerioù Dor Hud ha Datarmor

28/11/2023

Petra eo ar "motion design" ? Da betra e servij ur goururzhiataer ? En abadenn-mañ e klevimp daou zen a-vicher a labour gant urzhiataerioù :
- Anaïs Le Pape zo "motion designerez" : lakaat a ra ar skeudennoù da fiñval ! Krouet he deus hec'h embregerezh Dor Hud e Gwitalmeze nevez zo.
- Mickael Dequidt a zo o labourat gant an Ifremer e Plouzane. Kenmerour ar goururzhiataer Datarmor eo. Titouroù diwar-benn ar mor a vez stoket ha jedet gant ar mekanik-se.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

24/11/2023

Istor kevredigezh An daoulamm n'eo ket ordin !
Ar c'helenner kentañ war ar brezhoneg, Denez Bayard, a oa genidik eus Kalifornia... e kornog Amerika ! Gant Fañch Kastell ha Yann-Loeiz Ar Bod e tistroimp war istor ar gevredigezh staliet e Plougastell abaoe 1993. Estreget kentelioù brezhoneg a vez kinniget ganti ! E-touez kanerien ha kanerezed An Daoulamm e vo klevet Naig Daouphars, Gaëlle Kervella ha Denez Cochennec.
Div ziell vo da selaou :
- Un tañva eus ur valeadenn souezhus e Beg ar Vran enrollet gant Yann-Loeiz ar Bod e miz Even
- Laouig Karet ouzh mikro Erwan Blanchard en doa kemeret perzh e abadenn Bazhvalan er Feunteun Wenn e 2015
Embannet eo an abadenn gant maëlys Poublanc


Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

22/11/2023

E penn-kentañ miz Du e c'hwezhe avelioù spontus ar gorventenn Ciaran war douaroù Breizh. Erwan Blanchard a ginnig ar c'heleier war ar pemp radio e brezhoneg gant ar skipailh Radio Breizh en doa enrollet :

- Soazig Kerouredan a zo o chom war an aod e Porsal he deus deskrivet, an deiz war-lerc'h, efedoù an tourmant
- Aline Folgalvez, renerez skolaj Gwiseni hag a zo aet an didoenn gant an avel
- Gwenole Ollivier a zo bet skoet e vraserezh Distribilh e Plouider
- Edern Madeg a zo keuneutaer gant Brenn-Heskenn (Sant-Tonan)
- Erika Berthou n'he doa ket bet tredan e-pad 13 nozvezh (!) ha12 devezh e Hañveg
Gant Erwan Blanchard e tistroomp war efedoù ar gorventenn e hanternoz Penn-ar-bed.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ