Diwar-benn un enklask kaset da benn gant Roger Bossard, Guy Ducellier ha Paul Mesangroas evit adkavout ul laouer-vez eus ar Grenn-amzer, a oa aet diwar-wel poent bennak... A c'heller da welet hiziv an deiz 'barzh liorzh ar chapel e Lokrist, damdost ouzh Gwinevez !
Roger Bossard enrollet gant Karolina
Ar strollad Ar Vro Bagan e Plougerne n'eus kinniget e-pad ar vakañsoù ur staj C'hoariva evit ar vugale : "Ar medisin en despet dezhañ" ha "Mister Ker Ys".
En eil lodenn an abadenn : ur reportaj savet gant Hermine de Kerorguen, gant ar strollad deskidi a zesk dañsoù hengounel Breizh gant kevredigezh Setu e Brest.
Bloaz 'zo 'zo bet roet lañs gant sonerien yaouank eus Penn-ar-Bed da "Karaoké Social Club".
Klevet 'vo unan eus izili ar strollad, Justine Morvan, sonerez trombon anezhi.
Un digarez da lakaat ar gaoz war rakresoù all Justine hag a zo ivez aktourez e-mesk traoù all.
Enrollet gant Karolina.
Kevredigezh BCD (Bretagne, Culture, Diversité) kinniget gant Tudi Kernalegenn da geñver un abadenn gant" Kafe Brezhoneg ". Ur brezegenn aozet hag enrollet gant Ti ar Vro-Leon staliet e Lesneven.
Hag e vo graet anv ivez eus levrioù nevez gant an ti-embann Aber. Klevet 'vo Pierrette Kermoal ouzh mikro Marsel Modir.
Un abadenn gant Karolina
Mont war hentoù Breizh da eskemm gant an dud o deus stourmet evit ma chomfe bev hor yezh deus mae 1968 da hiziv an deiz. Setu tem podkast Aziliz Peaudecerf "Eus ur remziad d'egile", embannet gant Ouest-France.
Klevet e vo ivez ur reportaj savet e skol Diwan Kerangov e Brest, e lec'h eo bet ar ganerez Mona Jaouen evit prientiñ festival Deus 'ta a vo dalc'het d'ar 6 a viz Du.
Kaoz 'vo diwar-benn pladenn live gentañ Brieg Guerveno enrollet 'kerzh an Trans Musicales e miz Kerzu 2021.
Embannet stumm vinyl!
Un tamm pennad-kaoz gant Brieg Guervenno ha Loeiza Beauvir, enrollet a-raok ur sonadeg en Avel-Vor e Plougastell-Daoulaz.
Gant Karolina
Graet 'vo anv ivez eus ul lec'h "coworking" nevez digoret e Maner Keranden e Landerne, anvet "le K".
Klevet 'vo Mathieu le Gwern, enrollet gant Erwan Uguen.
Kastell Leuhan, e anv, 'zo bet savet 'ba Plabenneg etre 1882 ha 1884. Dilezet eo 'abaoe 10 vloaz ha lakaet 'vo e gwerzh diouzh ar c'hresk 'vit 40 000 euro 'vit komañs... Kemer perzh 'raio an izili eus ar gevredigezh « Un chato à Plab » 'bar gwerzh-se 'benn ar 4 a viz Here, neuze. Evit en ober z'eusbet krouet un SCI 'vit sevel arc'hant ha klask prenañ ar maner a zo dispar... Muioc'h a zisplegadennoù war ar raktres gant Gwenole Breton, ezel eus « Un chato à Plab ».
Gant Erwan ha Karolina
Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon kinniget gant Jean-Yves Gwegen.
Levrioù Marsel Modir "Geriaoueg teiryezhek ar c'harr-tan hag an endro", "Geriaoueg teiryezhek korf ha yec'hed"
Kronikenn "Liorzh marzhus Ildut" : Penaos talañ ouzh ar sec'hor.
Un abadenn kinniget gant Karolina