Ha plijet oc'h gant ar beilhadegoù ? Awen Plougoulm, deus ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes", a ro kentelioù d'ar re a fell dezho deskiñ penaos kontañ ha kanañ en ur veilhadeg. Pauline Daniel n'eus digemeret anezhi e studio ARvorig FM, asambles gant daou deus e stajiad : Emma ha Loig. Klevout a rit ivez un tañva deus ar veilhadeg zo bet d'ar 15 a viz Du.
Setu an eil abadenn gouestlet da "Paroles de Senans", skrivet gant Pierre-Yves Kersulec ha Yann Riou, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.
Ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes" a ginnig bep miz ur veilhadeg e bro Landivizio. Awen Plougoulm a zo aozerez an abadennoù-mañ. Kinnig a ra ivez bep sizun kentelioù evit deskiñ kanañ ha kontañ. Digemeret eo bet er studio, asambles gant daou stajiad : Emma ha Loig.
Klervi Rouyer ha Neven Ar Penneg eus strollad Endro zo o klask arc'hant evit sevel o fladenn. An delennerez hag ar soner gitar o deus graet un droiad gant ur vag dre lien e-pad an hañv o seniñ e porzhioù hag e tavarnioù zo.
War-lerc'h e vo klevet Maryvonne Berthou, Helle hag he mab Neven kemeret ganto perzh en ur raktres savet gant Ti ar vro Leon diwar-benn fablennoù Yann ar Feunteun war Youtube.
"Paroles de Sénans". Ul levr skrivet gant Yann Riou ha Pierre-Yves Kersulec, embannet gant Yoran Embanner.
Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien.
Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez.
Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.
Graet e vo anaoudegezh gant Maelys Poublanc, animatourez nevez Arvorig FM. Aterset en deus Klervi Lintanf deus Ti ar Vro bro Leon. Kinniget e vo program miz Du.
E eil lodenn an abadenn : ur strollad tud Yaouank, Tanmat, bet enrollet e studio ar radio !
Disoñjal, ur film berr e galleg hag e brezhoneg diwar-benn koll ar yezh, zo bet skignet evit ar wech kentañ e-pad festival european film berr Brest.
Klevet e vo Janig Bodioù, komedianez, ha Madeleine Guillo-Leal, saverez ha skrivagnerez ar film.
Ha war-lerc'h, ur pennad-kaoz gant Laurence Lavrand a skriv levrioù evit ar vugale hag ar grennarded, enrollet gant Hermine de Kerorguen.
Un abadenn enrollet gant Maëlys.
Evit an daou-ugentvet gwech e vo aozet "Breizh a gan" gant kevredad "Kanomp Breizh".
Daou zevezh gouestlet d'ar c'han a-gor e brezhoneg a vo displeget deomp gant Youenn Boulig ha Yann-Ber Thomin.
Kaoz 'vo ivez diwar-benn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh "Gorre ha Goueled". C'hoariva 'vo gant strollad ar Vro Bagan (War hent Youenn Gwernig), un atalier sonerezh akordeoñs gant Hyacinthe le Henaff hag ivez un diskouezadeg gouestlet da zilhad bro Kernevodez.
Muioc'h a ditouroù gant Serj an Huede enrollet gant Karolina.