Disul e vo lidet 40 vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires" e Landerne. Aline L'Hour a zo a-youl vat gant skourr Lesneven a gonto deomp ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh-se evit gwirioù ar broioù estren. Graet e vo anv eus ar "Festival des solidarités" a vez dalc'het er mare-mañ ha betek d'ar 7 a viz Kerzu e Lesneven ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Ul lavarenn gant Dominique Thepault da zigeriñ an abadenn " Bep ki zo mestr war borzh e di".
Ha goude-se e raimp anaouedegezh gant Nathan Quenault, paotr an teknik e Strollad ar Vro Bagan, Yannig mil micher anezhañ.
Klozet 'vo gant "Alc'hezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Diwar-benn gerioù ar sex.
Gant Karolina
Evit ar wech kentañ e kinnigo ar strollad Ar vro Bagan "Ar vosenn nevez" disadorn, en Armorika e Plougerne. E-mod "Commedia dell'arte eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-se gant Goulc'han Kervella. Daou eus ar gomedianed, Erwan Billant ha Maxime L'Hostis, a gonto deomp penaos eo bet leurennet gant Etienne Siberil evit doujañ da reolennoù an doare-se da c'hoari.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc