O paouez bezañ embannet emañ pladenn "Kan ar yezh" gant Klaris Lavanant. Ar wech kentañ eo e embann ar ganerez ur bladenn e brezhoneg penn-da-benn. Ganti e lakaomp ar gomz war an avantur-se a zo bet kroget ouzhpenn dek vloaz 'zo.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Da gomañs gant an abadenn 'vo klevet ar pezh-c'hoari "Amann ar stered" kontet gant skolidi Diwan Naoned.
Gouestlet 'vo eil lodenn an abadenn da veilhadeg Dastum Bro-Leon da enoriñ ar ganerez Line Marnée, bet dalc'het e Brest.
Klevet 'vo Kristof Nikolaz, Goulc'han Kervella, Yann-Ber Premel, Marie Peaudecerf hag Izabel Kere gant Carole le Pape.
Gant Karolina.
Un abadenn gant Tristan Loarer a zo barzh ar skipailh a dud o deus ken-renet al levr diwar-benn al lennegezh vrezhoneg hag embannet gant "Editions des Montagnes Noires"
Klozet vo gant "Liorzh Marzhus Ildut" , ur valeadenn e liorzh Leanezed urzh Sant Benead Landerne.
Gant Karolina
E koun Jonas Dagorn, barzh ha skrivagner anezhañ, 'vo kinniget ur sonadeg war enez Eusa, d'ar c hentañ a viz Du.
Sonerezh hengounel a Vreizh hag ivez tonioù nevez savet gant Jonas Dagorn a vo.
Ur pennad-kaoz gant Axel Perret, a gano da geñver ar sonadeg.
Digoret 'vo an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez hag an dud.
Kendalc'het 'vo gant skridoù Yann Gonan bet studiet gant Paolig Kombot hag embannet ur pennad gantañ barzh al levr diwar-benn al lennegezh e brezhoneg.
Klozet 'vo gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel".
Gant Karolina
Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" hag ur bourmenadenn.
Hag e kendalc’himp da ginnig al levr diwar al lennegezh vrezhoneg embannet gant Editions des Montagnes Noires ha kenrenet gant kelennerien Skol-Veur Roazhon 2.
An taol-mañ e raimp anv eus ar c'hoariva poblek an 19 vet kantved gant oberennoù Yann Gonan displeget deomp gant Paolig Kombot.
Klozet 'vo gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel"
Gant Karolina
Bep Meurzh kentañ ar miz e vez bodet ur strollad tud sot gant ar skritur. Ar gevredigezh An Daoulamm a ginnig un atalier skrivañ e brezhoneg lusket gant c'hoarioù. Laurence Lavrand, Eliane Talabardon ha Pascale Moysan a lavaro hiroc'h en abadenn-se.
Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Kenderc'hel a raimp da vont donoc'h barzh ar pennad skrivet gant Goulc’han Kervella barzh al levr diwar-benn al lennegezh vrezhoneg ( Editions des Montagnes Noires).
Setu, goude ar c'hoariva desket hag ar c’hoariva poblek, ar c'hoariva modern pe a-vremañ.
Klozet 'vo gant "Kammed-ha- kannmed war roudoù Marsel".
Gant Karolina
Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut". Ur bourmenadenn e liorzh Leanezed Sant Benead 'vo graet.
" La littérature en langue bretonne des origines à nos jours"Setu titl al levr renet gant kelennerien skol-veur Roazhon 2 hag embannet gant "Editions des Montagnes noires"Ur sell a dostoc'h e-barzh war ar pennad skrivet gant Goulc'han Kervella diwar-benn ar c'hoariva poblek.
Ur c'hrenn-lavar a vo displeget gant Dominique Thepaut da glozañ: "To pa ri ti".
Gant Karolina