Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Le doute ~ ar mar hag ar mor.

Le doute ~ ar mar hag ar mor.

07/10/2024

"Le doute ~ ar mar hag ar mor", setu anv an arvest nevez krouet gant Lukaz Nedeleg eus ar gompagnunezh Safar.
Un abadenn savet diwar mojenn Kêris ha tudenn Dahud.
E-giz un detektiv a faltazi e kas Lukaz ar publik gantañ da enklask diwar-benn Atlantid Breizh hag e dudenn wregel pennañ.
Sonerezh telenn tredan Alice Soria-Cadoret ha mekanikoù Nikolaz Cadoret a zoug un aergelc’h-son saouzanus, livioù elektronek dezhañ.
Gant Karolina.


50 vloaz bagad Plougastell

50 vloaz bagad Plougastell

04/10/2024

Warc'hoazh e vo lidet deiz-ha-bloaz Bagad Plougastell. Savet eo bet hanter-kant vloaz zo. Abaoe bloavezhioù e kenlabour ar bagad gant ar strollad Oposito. Kinnig a raio ar gompagnunezh arz ar straedoù-se un dibunadeg vras gant un tropellad loened graet gant houarn e Plougastell. Muioc'h a zisplegadennoù gant Talwyn, Tremeur ha Lomig.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Poltred : Yoann Pierre


Marthe Vassallo & Mélismes.

Marthe Vassallo & Mélismes.

03/10/2024

Abadenn "Les lavandières de la nuit" kinniget gant ar c'heur klasel ," Choeur de chambre Mélismes".
Met sonadeg Mélismes a gas ac'hanomp pelloc'h eget mojenn ar c'hannerezed-noz.
Displegadennoù Marthe Vassallo a zo kanerez mezzo 'barzh ar c'heur.
Gant Karolina


Morbihaniz e bro Leon : ur veaj heñchet gant Aziliz Sotin

Morbihaniz e bro Leon : ur veaj heñchet gant Aziliz Sotin

02/10/2024

Tro daou-ugent skolajiad ha skolajiadez eus Morbihan o doa graet tro Enez Vaz e miz Gwengolo. Aziliz Sotin he doa kinniget dezho gouzout hiroc'h diwar-benn ar bezhin hag an tevenn. Ar gonterez he doa kontet dezho ur gontadenn diwar-benn ar mor ivez.
Emabannet eo bet an abadenn gant Maëlys Poublanc


Eve Hellequin, un artizanez a fard rekipeoù gant legumaj bio eus ar vro

Eve Hellequin, un artizanez a fard rekipeoù gant legumaj bio eus ar vro

26/09/2024

Penaos e vez miret ar boued ? Peseurt ostilhoù a vez graet ganto evit sterilizañ ar podoù ? Eve Hellequin zo artizanez. Fardañ a ra rekipeoù legumaj da ledañ gant hec'h embregerezh [Miamm-Douar] (https://www.kisskissbankbank.com/fr/projects/conserverie-artisanale-miamm-douar) e Sant-Segal. Labourat a ra gant produioù bio eus ar vro a-raok mirout anezho e podoù gwer. Displegañ a raio he micher deomp. O klask arc'hant evit kregiñ da werzhañ he froduioù emañ er mare-mañ.
Kaset eo ar pennad-kaoz-se gant Maëlys Poublanc


An dornañ : un atalier e brezhoneg e Ti ar re gozh Lanneur

An dornañ : un atalier e brezhoneg e Ti ar re gozh Lanneur

23/09/2024

A-raok an hañv e oa bet kinniget un atalier diwar-benn an dornañ e ti ar re gozh Lanneur gant Mireille Arnouat. Annezidi o doa kontet o eñvorennoù.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Eus an eil d'eben" gant Baliskis

"Eus an eil d'eben" gant Baliskis

18/09/2024

O paouez embann e bladenn gentañ emañ ar strollad Baliskis. Choazet o deus Anne-Cécile Poyard, Katell Kloareg ha Grégoire Pluet kanañ daouzek testenn skrivet gant maouezed. Katell Kloareg a gonto deomp istor ar bladenn "Eus an eil d'eben".
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Cinambule gant Maïna ar Gars

Cinambule gant Maïna ar Gars

17/09/2024

Bep hañv e vez roet lañs en-dro da ziskouezadeg "Cinambule, sur la piste des scénarios" aozet gant ar Groupe Ouest ha ti-kear Plouneour-Brignogan.
Un digarez da welet dre skeudennoù ha tammoù senario, al labour a vez graet er Groupe Ouest hag ar filmoù ijinet eno.
Gant Maïna ar Gars.
En abadenn ivez ur c'hrenn-lavar gant Dominique: "Sac'h goullo na chom ket en e sav", hag "Alc’hwezioù brezhoneg gant Mikael Madeg.
Gant Karolina.


Deuit da welet 'ta e Plougastell

Deuit da welet 'ta e Plougastell

06/09/2024

Warc'hoazh e vo dalc'het an abadenn "Deuit da welet 'ta !" e Plougastell. Kinniget e vo c'hoarioù nerzh Breizh gant ar gevredigezh "Fitness Force Plougastel" evit ar wech kentañ. Gilles Guivarch, unan eus an aozerien, ha Fañch Kastell a gano e-pad ar gouel a oa ganeomp e studio nevez Arvorig FM !
Kaset e oa ar pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc


Levr "Kan awenoù" gant Nolwenn Korbell

Levr "Kan awenoù" gant Nolwenn Korbell

12/07/2024

Da geñver "Froudennoù Jil" e vo klevet barzhoneg Youenn Drezenn "Bremaik e nozo".
Ur pennad-kaoz war-lerc’h gant Nolwenn Korbell deuet e mediaoueg Landerne evit kinnig un abadenn gant Tomaz Saouzanet. Un digarez da ober anv eus he fladenn nevesañ "Ar preñv glas" hag he levr "Kan awenoù".
Klozet gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez. E-mesk ar gerioù a vo klevet gant Mikael Madeg: gwenngoad, skalfek, bourchasi, bleñchaoua, skub-delioù...
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ