Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Hag a-nevez gant Herve Lossek!

Hag a-nevez gant Herve Lossek!

12/07/2024

Digoret vo an abadenn gant kronikennoù liseidi Tristan Corbière Montroulez.
Hag a-nevez gant Herve Lossek? Levrioù adembannet dre ma oant diviet! "Amañ emañ an amann, mamm!" Hag ivez "Perles de banquiers".
Digantañ vo klevet ivez muioc'h diwar-benn penaos distagañ anv kêr Lesneven.
Hag e vo klozet gant "Ar Gwesklivi o houlenn ur roue". Ur fablenn lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina


Skolaj Sant Fransez Lesneven

Skolaj Sant Fransez Lesneven

12/07/2024

Istor hir skolaj Sant Fransez Lesneven displeget gant meur a zen.
Gant liseidi Serj ar Rouz e vo lavaret muioc'h diwar-benn o lise hag ivez petra eo evito bezañ barzh ur skolaj-lise prevez.
O kemeret harp war levr Claude le Menn e teskimp muioc'h diwar-benn istor ar skolaj, kontet gant Yvon Abiven a zo bet skoliad e Sant-Fransez.
Gant Karolina


Bed an Drag

Bed an Drag

12/07/2024

Bed an Drag, drag queen pe drag king, a ya waraok ‘ba Brest ! E 2019 ‘oa bet krouet ar strollad Glory all, ur strollad oa bet kroet evit lakaat war wel bed an drag ha kinnig arvestoù drag ‘ba Brest. Muioc’h a zisplegadennoù gant Tangi zo ezel eus Glory All dindan anv Emjay pe c’hoazh Caméléon…
Gant Erwan Blanchard ha Karolina Rufflé


Emgann Kerbabu gant Jean-Louis Laot

Emgann Kerbabu gant Jean-Louis Laot

12/07/2024

Digoret 'vo an abadenn gant "Froudennoù Jil". Goude bezañ lennet deomp gwerzennoù gant Ivoned Omnes e vimp gant Jean-Louis Laot. Displeget vo gantañ danvez e brezegenn aozet gant kevredigezh Lanniliz"Sauvegarde du patrimoine". Setu bet dibabet gant Jean-Louis rannañ ar pezh neus desket diwar tud ar vro diwar-benn emgann Kerbabu.
Gant Karolina


Al Liamm 463

Al Liamm 463

12/07/2024

Goude bezañ bet o welet petra zo diwanet barzh tunel Ildut e vo graet gant Erwan Hupel eus al Liamm n°463. Hag e klozimp gant "Alc’hwezioù brezhoneg " diwar-benn gerioù ar gwez.
Gant Karolina.


Al Liamm 462

Al Liamm 462

12/07/2024

Da geñver "Al Liorzh Marzhus Ildut" e vo displeget deomp penaos adaozañ ar biolastez.
Goude-se e vo kinniget deomp al Liamm n°462 gant Erwan Hupel.
Hag e vo klozet gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel".
Gant Karolina.


Diskouezadegoù hañv kreizenn arz a-vremañ Passerelle

Diskouezadegoù hañv kreizenn arz a-vremañ Passerelle

09/07/2024

An eil bloaz eo e kinnig ar greizenn arz a-vremañ Passerelle diskouezadegoù e maner Kerlaouen e Lesneven. Marc Didou, ur c'hizeller eus ar gumun ha Philemona Williamson, ul livourez eus Stadoù Unanet a ziskouez ul lodenn eus o oberennoù. Camille Guihard a zo karget e Passerelle gant ar publik a raio anv eus an arzourien hag an arzourezed a ginnig diskouezadegoù e Brest ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kevredigezh "L'Amicyclette" & Goulennoù matematik skolajidi Lanneur

Kevredigezh "L'Amicyclette" & Goulennoù matematik skolajidi Lanneur

02/07/2024

Annezidi c’hwezek ti ar re gozh a oa bodet e Domani Menez Meur e Hañveg diriaou evit ober troioù marc'h-houarn tredan gant "L'Amicyclette". Roger ar Gov a zo e-touez an dud a-youl vat a tisplego deomp ar pezh a oa aozet gant ar gevredigezh an devezh-se. Anne ar Rouz he deus profitet eus un dro war an hentoù. Kontañ a raio deomp penaos profitañ eus an natur a laka anezhi da soñjal e avanturioù he doa bevet gant korriganed.
E eil lodenn an abadenn e vo roet ar gaoz da skolajidi eus Lanneur. Prientet o deus ar re c'hwec'hvet skolaj Ar pevar Avel gant o c'helennerez war ar matematik, Julie Naour, hag o c'helenner war ar brezhoneg, Fañch Oger, lavaradoù matematik evit ar selaouerien hag ar selaouerezed. Gouest e vezoc'h da respont d'o goulennoù ?
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Hanterouriezh e skolaj Diwan ar Releg & Karta Ya d'ar brezhoneg e Landivizio

Hanterouriezh e skolaj Diwan ar Releg & Karta Ya d'ar brezhoneg e Landivizio

01/07/2024

Skolajidi e pempvet klas ha skipailh pedagogel skolaj Diwan ar Releg zo bet stummet war an hanterouriezh gant ar gevredigezh "Génération médiateurs". Ar pal eo gwelet ha diskoulmañ ar c'hudennoù a c'hall c’hoarvezout etre ar grennarded en un doare efedusoc'h. Brendan Simon a zo penn kasour er skolaj ha Mael ha Nino a zo e pempvet klas a tisplego deomp ar pezh o deus desket ha penaos e vo lakaet e plas hanteriñ er skolaj.

Klevet e vo ur reportaj diwar-benn ar flammen olimpek a oa tremenet dre ar skolaj d'an 20 a viz Even ivez daoust ma oa amzer da zont ar savadur en arvar d'ar mare-se.

E fin an abadenn e vo klevet Fulup Jakez, rener ofis publik ar brezhoneg diwar-benn sinadur live 1 karta Ya d'ar brezhoneg gant kumuniezh-kumunioù Landivizio. Klevet e vo Aline Chevaucher, karget gant ar brezhoneg e Departamant Penn-ar-bed ha Loeiz Abgrall, ur soner eus ar vro, ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Deiz ha bloaz ganididgezh al livour Yan Dargent.

Deiz ha bloaz ganididgezh al livour Yan Dargent.

27/06/2024

Ar bloaz-mañ e vez lidet 200 vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Yan Dargent. Evit lidañ kement-mañ eo bet soñjet gant tud mirdi Sant-Servez, "mirdi Yan Dargent, aozañ un droiad a abadennoù anvet "War roudoù Yan Dargent".
Gant Ronan Hirrien ez eomp da welet a-dostoc'h ar pezh vez kinniget e mirdi Sant Servez hag e Landerne: e palier ar Rohan hag e iliz Sant Houardon.
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ