Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

"Va zammig seizenn ruz", Paskal Hervio 2

"Va zammig seizenn ruz", Paskal Hervio 2

27/06/2024

Digoret vo ,an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" diwar-benn ar gwez. Gant Mikeal Madeg e vo an anv eus : drajoniñ, gwezeuri, spern du, kouez derv...
Goude-se e vo dalc'het gant Paskal Hervio da gontañ muioc'h deomp diwar-benn istor Neudig.
Hag e vo echuet gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel".
Gant Karolina


"Va zammig seizenn ruz " gant Paskal Hervio

"Va zammig seizenn ruz " gant Paskal Hervio

27/06/2024

Digoret vo an abadenn gant "An Azen hag ar Hi bihan", ur fablenn lennet ha displeget gant Dominique Thepaut.
Goude-se vo kinniget "Va zammig seizenn ruz" gant Paskal Hervio. Istor Neudig eo, kakouz anezhañ, a zo o vevañ er vizer hag en dienez betek ar mare ma tiviz tec'hout betek Brest, evit cheñch e blanedenn dezhañ.
Hag e vo klozet gant kronikenn "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel".
Gant Karolina


An diskouezadeg "Dilhad Breizh, un awen" e ekomirdi Plouigno

An diskouezadeg "Dilhad Breizh, un awen" e ekomirdi Plouigno

14/06/2024

Kroget eo an diskouezadeg "Dilhad Breizh, un awen" e ekomirdi Kerdreger e Plouigno. Pezhioù dilhad treset gant Mathias Ouvrard, Bleuenn Seveno, Nolwenn Faligot hag Owen Poho zo da welet. Awenet int gant dilhad hengounel Breizh ha dilhad labour. Owen Poho a ginnigo deomp e "kab an aod". Jakez a zo a-youl vat er mirdi a roio deomp un nebeut titouroù ouzhpenn diwar-benn an diskouezadeg.

E eil lodenn an abadenn e vo klevet ar gronikenn "Mouezh ar barzh" kinniget gant Jo an Duigou. Gouestlet e vo d'ar varzhoneg "Brezhoneger ma z'on" skrivet gant Per Jakez Heliaz.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Dastum lastez gant ar Viltañsoù e Plougonvelen

Dastum lastez gant ar Viltañsoù e Plougonvelen

30/05/2024

Pal ar gevredigezh Ar Viltañsoù eo gwareziñ an aod tro-dro da Gonk ha Plougonvelen. Kinniget o deus an dud a-youl vat da skolajidi ha skolidi divyezhek brezhoneg ha galleg da zastum lastez war an draezhenn e miz Mae. A-hed ar reportaj e lakaimp ar gaoz war al lanvioù du, ar vuhez war an aod, brennika ha bezhina ivez gant :
- Solenn Lavanant, kelennerez war ar sportoù e skolaj Kerallan e Plouzane
- Marine Balem, skolaerez e Roz-Avel e Plougonvelen
- Jean-Michel eus ar gevredigezh Ar Viltañsoù
- Bugale eus ar skolaj ha eus ar skol
- Yann Lars, Marie-France Abily, Biel ha Ronan ar Moign, deuet da reiñ an tamm skoazell an devezh-se.
Embannet eo ar reportaj-se gant Maëlys Poublanc


Martial Inizan gant skolajidi Lesneven.

Martial Inizan gant skolajidi Lesneven.

24/05/2024

War ar stern gant Pierrick Mellouet hag Albert Penneg, ul levr nevez a vo embannet gant "Roudoù Editions".
Ennañ pennadoù a denno d 'un tem: kesterien soñjoù, da lavaret bodañ tud yaouank ha tud koshoc’h tro-dro d un tem.
Setu deuet barzh studio Arvorig FM skolajidi Sant Fransez Lesneven da sevel goulennoù ouzh Martial Inizian diwar-benn brezel Aljeria.
Gant Karolina


Levr "En Bretagne ça se dit comme ça" & Kampionnad Breizh

Levr "En Bretagne ça se dit comme ça" & Kampionnad Breizh

24/05/2024

O paouez bezañ embannet emañ al levr "En Bretagne ça se dit comme ça" gant an ti-embann "Le Robert". Diwar-benn galleg Breizh eo al levr-se skrivet gant Ronan Kalvez ha Jean Lecoulant. Ar skrivagner eus bro Karaez, Jean Lecoulant, a zisplego deomp orin eus gerioù hag a vez graet ganto e galleg.
Kampionad Breizh gouren a oa e Gwengamp an dibenn-sizhun dremenet. Anaëlle Le Piolet, ur c'hourenerez, a oa ouzh mikro Erwan Blanchard.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe brezhoneg Lesneven gant Yvon Abiven 2

Kafe brezhoneg Lesneven gant Yvon Abiven 2

23/05/2024

Eil lodenn ar brezegenn kinniget gant Yvon Abiven "An Tad Medar ha kabusined Rosko".
Da geñver "Kafe Brezhoneg Lesneven"
Gant Karolina


Kafe Brezhoneg Lesneven gant Yvon Abiven 1

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Yvon Abiven 1

23/05/2024

"An Tad Medar ha kabusined Rosko" displeget gant Yvon Abiven da boent abadenn "Kafe brezhoneg Lesneven" aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Kinniget gant Karolina


Kevredigezhioù Prever ha Dibistig

Kevredigezhioù Prever ha Dibistig

21/05/2024

- Pal ar gevredigezh Prever eo displegañ al labour-douar d'an dud. Ar bloaz-mañ o deus choazet an izili kinnig drevadoù e Plabenneg hag e Loperc'hed. Staliet e vo panelloù gant anvioù ar plant gounezet. Gras d'ur "QR code" e c'hallo ar bourmenerien gouzout hiroc'h diwar-benn al labour douar. Raymond ar Borgn ha Fañch Kerskaven eus ar gevredigezh Prever a tisplego an dra-se deomp.


- Dibistig zo ur gevredigezh nevez staliet e ospital Montroulez. He fal eo lakaat war wel sevenadur Breizh eno. Marc Ferec, mezeg ha prezidant ar gevredigezh, ha Maryline Le Calvez a labour en ospital a ginnigo ar raktres levr gant skeudennoù a vo arc'hantaouet gant ar Redadeg ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Dodenn ar c'hezeg en atalier e brezhoneg dalc'het e Ti ar re gozh Lanneur

Dodenn ar c'hezeg en atalier e brezhoneg dalc'het e Ti ar re gozh Lanneur

06/05/2024

Kroget eo Mireille Arnouat da ginnig atalieroù e brezhoneg e Ti ar re gozh Lanneur e miz C'hwevrer. Gant skoazell videoioù ha poltrejoù e lak an dud da gaozeal ha da gontañ eñvorennoù. Al Lun-se e oa kinniget dodenn ar c'hezeg d'an annezidi.

Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ