Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Festival Avelioù ar bed e Gwitalmeze

Festival Avelioù ar bed e Gwitalmeze

24/04/2024

Dalc'het e vo ar festival Avelioù ar Bed digwener ha disadorn e Gwitalmeze. Spered ar festival nevez savet-se eo lakaat war-wel ar yezhoù minorelet. Neven ar Penneg ha Florian Lannuzel, daou eus an aozerien, a ginnigo deomp ar sonadegoù hag an abadennoù a vo kinniget e-pad an dibenn-sizhun.
Kaset eo ar pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Poltred : skritell ar festival Avelioù ar bed


Bernard Kabon ha skolajdi Tangi Prigent 2.

Bernard Kabon ha skolajdi Tangi Prigent 2.

19/04/2024

Kendalc'het 'vo da ober anv eus ar gejadenn a zo bet an deiz all e skolaj Tangi Prigent: skolajidi Jean Roualek-Kere gant Bernard Kabon.
A-drugarez da desteni Bernard Kabon o deus desket ar re yaouank muioc'h diwar-benn lanv du an Amoco Cadiz hag ar prosez a zo e Chicago.
Klozet 'vo gant "Liorzh Marzhus Ildut". Belbetat a vo graet: desket 'vo sevel un daol-brientiñ hag ivez ur bod da zegemer sardoned.
Gant Karolina


Bernard Kabon & skolajidi Tangi Prigent

Bernard Kabon & skolajidi Tangi Prigent

19/04/2024

Da gregiñ "Alc’hwezioù Brezhoneg". Gant Mikeal Madeg e vo kinniget eil lodenn "Gerioù an tan".
Da heul e vimp gant skolajidi Tangi Prigent Sant Martin Montroulez, klasad Jean Roualek-Kere, ha Bernard Kabon.
Ur frapad-kaoz diwar-benn lanv du an Amoco Cadiz e 1978. Ur peñse spontus neus stlabezet aodoù Bro-Leon ha Bro-Dreger. Gwashañ gwalldaol ekologel e Breizh.
Deuet da destenian Bernard Kabon, oa maer Gwimaeg d'ar mare-se. Bet kemeret perzh ivez gantañ bazh prosez Chicago: an dilennidi vreizhat e-enep an embregerezh Amoco.
Klozet 'vo gant "Ar Had hag ar Gwesklivi " gant Dominique Thepaut.
Gant Karolina


Strollad Baliskis & Poltred Katerin ar Gov

Strollad Baliskis & Poltred Katerin ar Gov

18/04/2024

- O klask arc'hant evit embann o fladenn gentañ emañ ar strollad Baliskis. Choazet o deus ar sonerezed hag ar soner kanañ testennoù a zo bet skrivet gant maouezed. Katell kloareg, unan eus ar c'hanerezed, a ginnigo ar raktres-se.
Betek disul e c'helloc'h skoazell an triad : [https://www.helloasso.com/associations/furlukin-ha-durzhunell/collectes/baliskis-enregistre-son-premier-disque] (https://www.helloasso.com/associations/furlukin-ha-durzhunell/collectes/baliskis-enregistre-son-premier-disque)
- Maouez henañ Daoulaz eo Katerin ar Gov. Kontañ a raio tammoù he yaouankiz deomp. Lavarout a raio he soñj war raklezenn diwar-benn fin ar vuhez a zo bet kinniget da vinistred Frañs ar miz-mañ ivez.
Embannet eo an abadenn Maëlys Poublanc


Levr nevez Kristian Gallig diwar-benn karter an Traoñ-meur e Plouvorn

Levr nevez Kristian Gallig diwar-benn karter an Traoñ-meur e Plouvorn

16/04/2024

Kroget eo Kristian Gallig da skrivañ diwar-benn istor Plouvorn 25 bloaz zo. O paouez embann e c'hwec'hvet levr emañ. Kontañ a ra istor karter an Traoñ-meur ennañ. Ar c'harter-se, e reter ar gumun, a veze anvet "kordennad ar piltosoù" gwechall. Eno ez eus ur maner hag ur chapel c'hoazh.
Kaset eo ar pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc


Skolajidi Kastell-Paol

Skolajidi Kastell-Paol

12/04/2024

Kroget 'vo gant "Froudennoù Jil". Echuet 'vo gant lennadenn "Tec'hout kuit" diwar levr "Koktel ar vuhez" skrivet gant Jil Penneg.
Tro skolajidi Jacques Prévert Kastell-Paol a vo goude a oa deuet e Arvorig FM gant o c'helennerez Géraldine da zibunañ barzhonegoù Anjela Duval.
Da glozañ ur fablenn gant Domnique Thépaut " Al Louarn hag ar Bourh"
Gant Karolina


Arvest "Ar boufoun hag an ozhac'h" kinniget e Loperc'hed gant an Daou Dangi

Arvest "Ar boufoun hag an ozhac'h" kinniget e Loperc'hed gant an Daou Dangi

12/04/2024

Da geñver mizvezh ar brezhoneg e oa bet kinniget an arvest evit ar vugale Ar boufoun hag an ozhac'h gant an Daou Dangi e levraoueg Loperc'hed. Tangi Merien ha Tangi Le Gall-Carré a ginnig o istor farsus a tegouezh e Kêr-ar-prout-lous.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Bio 3 : Ar bio er vro, skouerioù a-vremañ

Bio 3 : Ar bio er vro, skouerioù a-vremañ

05/04/2024

En abadenn diwezhañ diwar-benn ar bio er vro e taolomp ur sell war skouerioù a-vremañ :
- Ur reportaj e Biocoop Plouzane gant Gwenole Breton ouzh mikro Yann-Fañch Kerneis e 2023
- Ali Adrien Gouez a bren produioù Biocoop
- Virgile Bleunven diwar-benn sevel moc'h bio e Plabenneg enrollet gant Erwan Blanchard e 2021
- Sevel ur produ bio treuzfurmet : fardañ dien-skorn gant Kristof Ar Guern eus atant Penhuil e Lannedern, ur pennad-kaoz kaset gant Pauline Daniel e 2023
- Ar "slow-fashion" displeget gant Vonik Fraval da geñver foar vio Landerne 2024
- Muzulioù evit an endro en un embregerezh a sav toazennoù bio : skouer Biobleud gant Eliane Talabardon enrollet e 2021 gant Karolina Rufflé
An heuliad diwar-benn ar bio er vro zo kaset gant Maëlys Poublanc


BIO 2 : 40 vloaz Kerbio Brest hag istor ar Biocoop gant Jean-Pol Kerjean

BIO 2 : 40 vloaz Kerbio Brest hag istor ar Biocoop gant Jean-Pol Kerjean

05/04/2024

Lidet e vo 40 vloaz Biocoop kentañ Brest, Kerbio, e miz Here. Jean-Pol Kerjean a oa e-touez ar c'hentañ tud a-youl vat. A-drugarez d'e varregezhioù war an ekonomiezh eo deuet da vezañ rener war ziorren ar gevredigezh Biocoop etre 2008 ha 2015. Displegañ a raio penaos e veze digoret ur stal vBiocoop nevez bep sizhun d'ar mare-se e Frañs.
An heuliad abadennoù diwar-benn ar bio er vro zo kaset gant Maëlys Poublanc.


BIO 1 : Goulven Tomin, unan eus labourerien-douar e bio kentañ er vro

BIO 1 : Goulven Tomin, unan eus labourerien-douar e bio kentañ er vro

05/04/2024

Goulven Tomin a oa kroget da labourat e bio e 1978. War e leve emañ bremañ. Displegañ a raio penaos e oa penn-kentañ al labour-douar bio e norzh Penn-ar-Bed ha penaos e oa deuet a-benn da sevel marc'had bio kentañ e Brest gant ur strollad labourerien-douar.
An heuliad abadennoù diwar-benn ar bio zo kaset gant Maëlys Poublanc


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ