Bagad Kornog a zo ur skol bagad lec'hiet e Lesneven evit ar re vihan hepken. An hini kentañ eo ha chom a ra plasoù c'hoazh evit mont ganto. Thomas Gaudin, gravour e Landerne, 'vo klevet ivez evit lakaat ar gaoz war e waskerezh a zo an hini vrasañ er bed.
Kinniget gant Pauline Daniel.
Sonerezh : 'Ndiaz - Mets en pas tant si (Ridées)
Brieg Guerveno - Tra ma vo
Recondite - Tie In (acid test)
Bel Air de Forro - Eu Sou Assim
Setu eil lodenn an abadenn gouestlet da "Veurgorf", geriadur istorel ar brezhoneg, savet gt Ofis publik ar brezhoneg. Ur benveg dispar o tiskouez penaos ez a ar gerioù da cheñch gant an amzer, o kemer sterioù disheñvel, o vont da get ivez a-wechoù all.
Tanguy Solieg ouzh mikro Karolina
Gant Lomig Maubian hag Ifig, amezog ar chapel , e vo lakaet ar gaoz diwar-benn pardon Sant Anton a vez sulvezh kentañ miz Gwengolo e Plouziry. D'an devezh-se e vez gwerzhet kig-moc'h hag anduilh diouzh ar c'hresk ! Un digarez 'vo ivez da ober tro ar chapel.
Un abadenn kinniget gant Karolina
Disul e vo lidet 40 vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires" e Landerne. Aline L'Hour a zo a-youl vat gant skourr Lesneven a gonto deomp ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh-se evit gwirioù ar broioù estren. Graet e vo anv eus ar "Festival des solidarités" a vez dalc'het er mare-mañ ha betek d'ar 7 a viz Kerzu e Lesneven ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Ul lavarenn gant Dominique Thepault da zigeriñ an abadenn " Bep ki zo mestr war borzh e di".
Ha goude-se e raimp anaouedegezh gant Nathan Quenault, paotr an teknik e Strollad ar Vro Bagan, Yannig mil micher anezhañ.
Klozet 'vo gant "Alc'hezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Diwar-benn gerioù ar sex.
Gant Karolina