Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°1

Gweladenn heñchet Breizh Odisea n°1

18/10/2023

Abaoe miz Mae eo digor Breizh Odisea e Landevenneg. Raktres an egorenn virdiouriezh zo bet douget gant ar gevredigezh Istor ha sevenadur Breizh. Andre Lavanant eo prezidant ar gevredigezh-se ha Mikael Kouteller zo unan eus hec'h izili. Asambles ganto e vo graet tro ar salioù a ginnig istor ha mojennoù Breizh.
An eil abadenn diwar-benn istor a-vremañ ha da-zont Breizh zo da selaou [amañ.] (https://radiobreizh.bzh/episode/59147)
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Enrolladennoù kentañ brezhoneg gant Tudi Crequer 2

Enrolladennoù kentañ brezhoneg gant Tudi Crequer 2

13/10/2023

Setu an eil abadenn gouestlet da labour Tudi Crequer diwar-benn enrolladennoù brezhoneg Leon Azoulay graet er bloavezh 1900.
Gant Karolina


Enrolladennoù kentañ brezhoneg gant Tudi Crequer

Enrolladennoù kentañ brezhoneg gant Tudi Crequer

12/10/2023

Leon Azoulay a zo bet an den kentañ o vezañ enrollet yezhoù Breizh. Kement-mañ er bloavezh 1900 da geñver an Diskouezadeg Etrevroadel e Pariz.
Sed aze an danvez a zo bet studiet gant ar c’hazetenner Tudi Crequer da geñver ur master enklask.
Deuet eo a-benn Tudi da zielfennañ an enrolladennoù kentañ e brezhoneg ha da gavout diskennidi an dud bet enrollet gant Leon Azoulay.
Tudi hag a zo o labourat bremañ war ur memor doktorelezh " Les prémices de l 'enregistrement sonore de langue bretonne 1897-1926."
Gant Karolina


Al Liamm 459

Al Liamm 459

10/10/2023

Bep daou viz en emgavomp gant Erwan Hupel a-benn kinnig kelaouenn nevesañ al Liamm.
En abadenn-mañ e vo great anv eus al Liamm niverenn 459, ur gelaouenn gouestlet d'ar gwez.
Gant Karolina.


140 vloaz a redadegoù kezeg war draezhenn ar C'hernig e Ploueskad

140 vloaz a redadegoù kezeg war draezhenn ar C'hernig e Ploueskad

06/10/2023

140 vloaz 'zo e vez lakaet ar c'hezeg da c'haloupat e bae ar C'hernig e Ploueskad. Jean Le Duff 'zo o chom nepell eus an dachenn-vor redadeg. A-viskoazh eo bet o welet an arvest-mañ. Gwech ebet ne c'hwito anezhañ. Bep bloaz e vez aozet ar redadeg e miz Eost gant ar « société des courses hippiques de Plouescat ». Deomp da selaou Jean Le Duff !
Gant Maëlys Poublanc eo kinniget an abadenn.


Hentad al lin e Penn-ar-bed

Hentad al lin e Penn-ar-bed

28/09/2023

Un abadenn diwar-benn hentad al lin e Penn-ar-Bed gant :
- Paul Salaün, Ernest Gereec hag Andre Henry eus ar gevredigezh Ploun' Patrimoine a zo o kempenn ur c'hanndi kozh e Plouneour-Menez
- Jonathan Kren a ginnige gweladennoù heñchet eus un uzin da broduiñ lin e Landerne. Kaset e oa an abadennoù-se gant Ti ar vro Landerne Daoulaz e-pad an hañv.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

27/09/2023

Div wech eo bet Loeiz-Vari ar Rouz kampionez Stadoù-Unaned ar skolioù-meur basket! Daou vloaz zo emañ o studiañ ha c'hoari basket war gador-ruilh gant Skol-Veur Alabama 'ba Tuscaloosa. Ouzhpenn c'hoari basket gant he skol-veur emañ... E-kerzh an hañv 'noa kemeret perzh 'ba kampionad Europa gant skipailh Frañs 'ba Rotterdam... Mestrez eo Loeiza-Vari da c'hoari basket sur deoc'h met plac'h Lambaol-Gwitalmeze zo barrek war ar studioioù ivez... Goude bout tapet un aotregezh war an AES emañ gant an eil bloavezh master war ar Management... Hiroc'h zo da c'hoût war Loeiz-Vari bremañ. Enrollet e oa bet gant Erwan Blanchard. Skignet eo bet ar pennad-kaoz e-kerzh abadenn Trouz er gêr bet kinniget gant Karolina Ruffle. Tan dezhi!


Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

19/09/2023

Da geñver devezhioù ar glad e oa bet kinniget gweladennoù heñchet e Gwarez filmoù Breizh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar pezh a vez great gant ar filmoù a zo bet fiziet ennañ. Mevena Guillouzic-Gouret a labour eno a zispleg hiroc'h deomp.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

15/09/2023

Seniñ a ra Gerard Cornillet an ograoù e iliz Sant Pêr e Ploueskad. Ur weladenn heñchet a oa bet kinniget gantañ evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar benveg-se. Ha war un dro en deus displeget istor ar c'hoc'hu a zo e-barzh ar gummun, unan e-touez ar re goshañ e Breizh.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Cie Pluenn & Festival Panoramas

Cie Pluenn & Festival Panoramas

14/09/2023

"La Belle vie"a zo abadenn gentañ ar strollad"Pluenn". Un abadenn savet diwar barzhonegoù skrivet gant Klariz Bailleul .
Klevet 'vo ivez ur pennad-kaoz gant Julien Marzhin diwar-benn festival Panoramas a vo e Montoulez .
Gant Karolina


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine