Pierre Servain zo sokiologour. Skrivet en deus al levr "Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France". Gantañ e roomp lañs d'an heuliad abadennoù "A-stroll !" diwar-benn an annez lodet.
Levr : Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France, embannet gant Presses universitaires de Rennes, 2023
Embannet eo an heuliad abadennoù gant Maëlys Poublanc
Petra eo ar "motion design" ? Da betra e servij ur goururzhiataer ? En abadenn-mañ e klevimp daou zen a-vicher a labour gant urzhiataerioù :
- Anaïs Le Pape zo "motion designerez" : lakaat a ra ar skeudennoù da fiñval ! Krouet he deus hec'h embregerezh Dor Hud e Gwitalmeze nevez zo.
- Mickael Dequidt a zo o labourat gant an Ifremer e Plouzane. Kenmerour ar goururzhiataer Datarmor eo. Titouroù diwar-benn ar mor a vez stoket ha jedet gant ar mekanik-se.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Istor kevredigezh An daoulamm n'eo ket ordin !
Ar c'helenner kentañ war ar brezhoneg, Denez Bayard, a oa genidik eus Kalifornia... e kornog Amerika ! Gant Fañch Kastell ha Yann-Loeiz Ar Bod e tistroimp war istor ar gevredigezh staliet e Plougastell abaoe 1993. Estreget kentelioù brezhoneg a vez kinniget ganti ! E-touez kanerien ha kanerezed An Daoulamm e vo klevet Naig Daouphars, Gaëlle Kervella ha Denez Cochennec.
Div ziell vo da selaou :
- Un tañva eus ur valeadenn souezhus e Beg ar Vran enrollet gant Yann-Loeiz ar Bod e miz Even
- Laouig Karet ouzh mikro Erwan Blanchard en doa kemeret perzh e abadenn Bazhvalan er Feunteun Wenn e 2015
Embannet eo an abadenn gant maëlys Poublanc
E penn-kentañ miz Du e c'hwezhe avelioù spontus ar gorventenn Ciaran war douaroù Breizh. Erwan Blanchard a ginnig ar c'heleier war ar pemp radio e brezhoneg gant ar skipailh Radio Breizh en doa enrollet :
- Soazig Kerouredan a zo o chom war an aod e Porsal he deus deskrivet, an deiz war-lerc'h, efedoù an tourmant
- Aline Folgalvez, renerez skolaj Gwiseni hag a zo aet an didoenn gant an avel
- Gwenole Ollivier a zo bet skoet e vraserezh Distribilh e Plouider
- Edern Madeg a zo keuneutaer gant Brenn-Heskenn (Sant-Tonan)
- Erika Berthou n'he doa ket bet tredan e-pad 13 nozvezh (!) ha12 devezh e Hañveg
Gant Erwan Blanchard e tistroomp war efedoù ar gorventenn e hanternoz Penn-ar-bed.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
O paouez krouiñ hec'h embregerezh Heol al Loar e Plouvien emañ Christelle Chevallier-Gate. Kinnig a ra stummadurioù hag ambroug psikologel e brezhoneg. Estreget al labour 'zo avat ! Gant ar bsikologourez eo aet trede priz ar genstrivadeg skrivañ aozet gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh ar bloaz-mañ.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
100 vloaz zo e oa bet roet lañs da luskad arzel ar Seiz Breur : un istor bet ganet er Folgoad pa oa en em gavet Jeanne Malivel, René-Yves ha Suzanne Creston. E koun al luskad-se e kinnig ar gevredigezh Pevarzek un diskouezadeg e Gourin betek ar 17 a viz Kerzu. Owen Poho ha Mathieu Le Guern, daou zizigner a zo o chom e hanternoz Penn-ar-bed a ziskouezo o labour. Displeget eo ganto petra a chom eus sell arzel ar Seiz Breur hiziv.
Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc.
---Yann Lars a oa labourer douar e Plouzane. E ziv verc'h o deus adkemeret e atant evit gounit legumaj bio. Bep bloaz e tegemeront skolajidi Kerallan evit displegañ dezho ar mod eo cheñchet al labour-douar a-hed an amzer.
---E-pad vakañsoù an Hollsent e oa kinniget un atalier sevel ur c'hlip e brezhoneg gant an aktour Kaou Langoët e Plougerne. Klevet e vo an aktour, bugale o doa kemeret perzh en atalier ha Marie Kalvez-Loncle eus Ti ar vro Bro Leon.
---
---Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc