Trouz er gêr

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Bagad Kornog

Bagad Kornog

13/04/2023

Bagad Kornog a zo ur skol bagad lec'hiet e Lesneven evit ar re vihan hepken. An hini kentañ eo ha chom a ra plasoù c'hoazh evit mont ganto. Thomas Gaudin, gravour e Landerne, 'vo klevet ivez evit lakaat ar gaoz war e waskerezh a zo an hini vrasañ er bed.
Kinniget gant Pauline Daniel.
Sonerezh : 'Ndiaz - Mets en pas tant si (Ridées)
Brieg Guerveno - Tra ma vo
Recondite - Tie In (acid test)
Bel Air de Forro - Eu Sou Assim


13/04/2023

null


Meurgorf

Meurgorf

13/04/2023

Setu eil lodenn an abadenn gouestlet da "Veurgorf", geriadur istorel ar brezhoneg, savet gt Ofis publik ar brezhoneg. Ur benveg dispar o tiskouez penaos ez a ar gerioù da cheñch gant an amzer, o kemer sterioù disheñvel, o vont da get ivez a-wechoù all.
Tanguy Solieg ouzh mikro Karolina


Dikouezadeg dilhadoù hengounel bro Chelgen

Dikouezadeg dilhadoù hengounel bro Chelgen

13/04/2023

Un diskouezadeg gouestlet d'an dilhadoù hengounel penn-kentañ an XXvet kantved e bro Chelgen a zo da zizoloiñ er mare-mañ e Plouneour-Menez. Pauline Daniel a zo bet heñchet gant Gwendal Jacob, deus kelc'h Danserien Lann Tivizio.


Pardon ha chapel Sant Anton

Pardon ha chapel Sant Anton

13/04/2023

Gant Lomig Maubian hag Ifig, amezog ar chapel , e vo lakaet ar gaoz diwar-benn pardon Sant Anton a vez sulvezh kentañ miz Gwengolo e Plouziry. D'an devezh-se e vez gwerzhet kig-moc'h hag anduilh diouzh ar c'hresk ! Un digarez 'vo ivez da ober tro ar chapel.
Un abadenn kinniget gant Karolina


Nolwenn Korbel gant skolajidi Kastel-Paol

Nolwenn Korbel gant skolajidi Kastel-Paol

13/04/2023

Goude bezañ studiet an heuliad "Fin ar bed" gant e skolajidi e Kastell-Paol, ’oa bet soñjet gant ar c'helenner Fabris Kadou pediñ unan eus aktourien bennañ ar film: Nolwenn Korbell. Tammoù eus ar gejadenn a vo roet deoc'h da glevet.
Gant Karolina


Tristan Loarer 2

Tristan Loarer 2

01/01/1970

Ur sell a-dostoc'h war ar pennadoù a zo bet skrivet gant Tristan Loarer barzh al levr " La littérature en langue bretonne des origines à nos jours".
Klozet 'vo gant ur c'hrenn-lavar displeget gant Dominique " An hailhoned eo a ra ar wazed".
Gant Karolina


Daou ugent vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires"

Daou ugent vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires"

01/01/1970

Disul e vo lidet 40 vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires" e Landerne. Aline L'Hour a zo a-youl vat gant skourr Lesneven a gonto deomp ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh-se evit gwirioù ar broioù estren. Graet e vo anv eus ar "Festival des solidarités" a vez dalc'het er mare-mañ ha betek d'ar 7 a viz Kerzu e Lesneven ivez.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Nathan Quenault, teknikour e Strollad ar Vro Bagan.

Nathan Quenault, teknikour e Strollad ar Vro Bagan.

01/01/1970

Ul lavarenn gant Dominique Thepault da zigeriñ an abadenn " Bep ki zo mestr war borzh e di".
Ha goude-se e raimp anaouedegezh gant Nathan Quenault, paotr an teknik e Strollad ar Vro Bagan, Yannig mil micher anezhañ.
Klozet 'vo gant "Alc'hezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Diwar-benn gerioù ar sex.
Gant Karolina


"Ar vosenn nevez" pezh c'hoari nevez ar strollad Ar vro Bagan

"Ar vosenn nevez" pezh c'hoari nevez ar strollad Ar vro Bagan

01/01/1970

Evit ar wech kentañ e kinnigo ar strollad Ar vro Bagan "Ar vosenn nevez" disadorn, en Armorika e Plougerne. E-mod "Commedia dell'arte eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-se gant Goulc'han Kervella. Daou eus ar gomedianed, Erwan Billant ha Maxime L'Hostis, a gonto deomp penaos eo bet leurennet gant Etienne Siberil evit doujañ da reolennoù an doare-se da c'hoari.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine