Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Diesel gate

Diesel gate

12/04/2023

Dieselgate. Volkswagen a zo vont da baeañ un dell gastiz gwall vrav: 1 miliar a euroioù. Justis Alamagn eo a zo kouezhet war o chouk. Patroned Volkswagen o dra graet falsañ kefluskerioù o c'hirri-tan . Dezhe da dremen ar c'hontroloù enep-saotrañ. Unnek milion a girri-tan er bed 'oa bet trafiket o c'hefluskerioù gant meiziantoù kat da chench muzuliañ an oksid a azot produet gante


Yumi hag ar boutailhoù plastiplant

Yumi hag ar boutailhoù plastiplant

12/04/2023

Ar brezel enep ar plastik a zo diskleriet. Gant ar Stad ivez. Mouezhioù ar gouarnamant o deus diskleriet bezañ savet ur steuñv da adkelc'hiañ 100% eus an dilerc'hioù plastik araok fin 2025. Tri c'hard dioute evit poent, pa ne vezont ket devet en uzinoù, a chom da saotrañ ar mor hag an natur. Met n'heller ket lâret ez eo kroget an emgann kentañ gant ur strategiezh frouezhus ha poellek eus e du. Evel kustum war an ekologiezh e ra an traoù en tu kontrol d'ar skiant vat. 500 000 boutailh a vefe tu da adkel'hiañ a zo devet e-giz ar plastikoù lousañ.


Gwareziñ ar gwenan yac'h

Gwareziñ ar gwenan yac'h

12/04/2023

Gwell eo d'ar gwenan bevañ war doenn savadurioù ar c'herioù bras pe war an inizi, ha n'eo ket er parkeier pe er pradeier, evit chom bev. Evit paouez da vervel a vilionoù. Gwell eo gwareziñ ar gwenan yac'h ivez. O zerc'hel pell ouzh ar pestisidoù, ouzh ar saotrañ, ouzh ar c'hleñvedoù. Kleñvedoù douget gant ar bras dioute war an douar bras. N'eus ket gwir ken da gas kludadoù gwenan eus an douar bras da Eussa. Ha war Molenez e vo reolennet strizh o degemer. Ar gemenn difenn-se a zo deuet eus Prefeti Penn-ar-Bed.


Ar gwenan-lazher

Ar gwenan-lazher

12/04/2023

Spesadoù gwenan zo a c'hell mont goude o freizhoù war hed kilometradoù ha kilometradoù. Senennoù evel-se peus bet heuliet e filmoù, e tresadennoù bev zo, a dra sur. E Amerika n'eo ket dirak ur skramm ma weler ' seurt degouezhioù. Kludadoù gwenan zo a vez boaz d' en em lañsiñ war-lerc'h al loened hag an dud evit o zagañ. Gant an taol lagad kentañ ne weloc'h diferañs ebet etre ar gwenan-lazher ha gwenan Europa: heñvel int, ment ha livioù. Ha pa flemmont 'ro deomp ar memes seurt poan, ar memes poezon. Neuze? An diferañs pennañ etre gwenan-lazher Amerika hag ar gwenan european eo an argadusted.


Gouel al labour dre ar bed

Gouel al labour dre ar bed

12/04/2023

Gouel al Labour a zo bet dalc'het evit ar wezh kentañ e 1886 e Chicago, er Stadoù-Unanet. Ar gustum-se a zo bet tapet gant al labourerien e kalz broioù dre ar bed abaoe an deiz-se. Un droiad er bed 'rimp hiziv er gronikenn 'Ar bed o treiñ' evit deskiñ buan penaos e vez lidet al labour hag al labourerien, gras d'ur pennad berr bet embannet gant skipailh Courrier International.


Eus an douristed

Eus an douristed

12/04/2023

Dindan pevar bloaz ez eo 2 000 familh 'oa bet rediet da skampañ kuit eus kreiz istorel Lisboa. Ar gont-se a zo bet graet gant un dilennad, Miguel Coelho, hag embannet eo bet er gelaouenn sizhuniek 'Sol'. Gant Miguel Coelho e vez diskleriet ar brokañ war an tiez, ar 'spekulasion' hag an diouer a reolennoù evit mirout an holl en o zi. Goulenn a ra 'vefe votet ul lezenn evit gwareziñ an dud ouzh ar bromotourien, evit ma ne vefe ket mui skarzhet familhoù eus kreiz-ker ar c'herioù e Portugal.


Huñvreal

Huñvreal

12/04/2023

Ma peus c'hoant da zerc'hel soñj eus ho huñvreoù pa dihunit, kemerit vitaminoù B6, eme deomp klaskerien skol-veur Adelaïde e Aostralia. Kavout a reer anezhe er boued, n'eo ket produet e arnodvaoù. Emañ en edoù nann-treuzfurmet, er bananez, en advokadez, er pinochez, en avaloù-douar, el laezh, er fourmaj-laezh, er c'hig, en avu, er pesked. Gwerzhet e vez memestra e stumm bolc'hanoù en apotikerezioù.


Oadvezh an dronoù

Oadvezh an dronoù

12/04/2023

Time a sko kreñv dre he goloioù, evit se eo brudet, hag en taol-mañ eo deuet brav gante c'hoazh? Ar gelaouenn Time, brudet er bed holl abaoe bloavezhioù, a vez anavezet ouzhpenn evit he c'herioù, he dielfennadoù fonnus, he fennadoù-skrid desket-tre. Skipailh kazetennerien Time a glask atav sevel ar goloioù dedennusañ da sachañ evezh an holl, da reiñ dezhe skeudennoù kreñv araok dont gant e c'herioù. Ha neuze, penaos e vimp skoet en taol-mañ? En taol-mañ o deus graet kas en oabl norzh-amerikan tost da vil dron evit kompoziñ ur skeudenn evel n'eus bet biskoazh betek hen. An 958 a zo bet lakaet d'ober linennoù da dresañ stumm troenn ur golo-levr ruz. Bep a c'houlaouenn ruz oa douget gante. Un dron all neus tapet al luc'hskeudenn eus an daolenn-se. Graet eo bet evit an niverenn 'The Drone Era', 'the drone age', pe 'Oadvezh an Dronoù'. Un arvest eo bet ivez d'an dud a c'helle sellet eus se o zreid war an douar, e Folsom, e Kalifornia. 'Gwelet 'meus an dazont en oabl' neus diskleriet un' eus dud bet test.


Di-konektiñ

Di-konektiñ

12/04/2023

Kavout ha pleustriñ meur a strategiezh d'en em zizober eus hor binvioù bemdez, setu kentel Ar Bed o Treiñ hiziv? Meur a vinveg, hag e meur a zoare, a zeu bemdez da drapout ac'hanomp, ha d'ober deomp koll amzer hor buhez.


Klordekon

Klordekon

12/04/2023

Holl annezidi Gwadloup ha Martinik, kozh pe yaouank, a zo bet ampoezonet gant Chlordecone, bet skuilhet war ar gwez bananez etre 1972 ha 1993. Ar vugale n'int ket ganet, ar re n'int ket c'hoazh koñsevet a vo ampoezonet ivez. A-ziwar an dour, hag an holl blant a vo gounezet e parkeier an div enezenn. E-pad seizh kant vloaz.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine