Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Dazont bandenn Gaza

Dazont bandenn Gaza

12/04/2023

A-benn 2020 'vo dibosubl da vat bevañ e bandenn Gaza, o deus diskleriet arbennigourien ar Cnuced en ONU, Aozadur ar Broadoù Unanet. Karget an dud-se da studiañ ha da zielfennañ disoc'hoù an diorren hag ar c'hoñvers. Hag e bandenn Gaza, anat deoc'h, ne c'heller ket diorren an ekonomiezh hag asuriñ yec'hed an annezidi.


Ar sargaz

Ar sargaz

12/04/2023

Abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù e sko tonennoù ha tonennoù a vizhin du war aodoù reter ar C'haraib, e-giz war re ar Martinik. Ur pezh mell kudenn hep diskoulm ebet evit poent.


Dastumerien boutailhoù goullo

Dastumerien boutailhoù goullo

12/04/2023

Chaseal ha dastum ar boutailhoù goullo: setu un dra nevez, anfurmel en ekonomiezh alaman. Kaoz a zo amañ eus ur sistem, ur reizhad ha n'eo ket bet lakaet e reolennoù du war wenn. Lakaet ez eus bet e pleustr en Alamagn un adnaouiñ (consigne e galleg) war endalc'herioù an evajoù, ha deuet asambles gantañ ur rummad tud nevez er gevredigezh, e kêr dreist-holl: an dastumerien boutailhoù goullo. "Pfandslammer" a reer deusoute. Sikour zo roet dezhe en o labour gant tud ha kevredigezhioù liesseurt, kontant da skoazell an dud paour-se.


Diwar-benn ar fransizien dislizherennek

Diwar-benn ar fransizien dislizherennek

12/04/2023

Mankout a ra argant evit gellet sikour mat an holl dud aet kuit eus ar skol gant gouiziegezhoù re vresk evit bezañ gouest da lenn ha da skrivañ.


Politik ha genetik

Politik ha genetik

12/04/2023

Hor genennoù a choaz hon tuoù politik hervezh ar gelaouenn Royal Society.


Alamagn hag he c'hazetennerien

Alamagn hag he c'hazetennerien

12/04/2023

Daoust hag-eñ e c'heller ober treitourien eus ar gazetennerien a vez diskuliet ganto secredoù ar stadoù ?


Kambr an allergiezhioù

Kambr an allergiezhioù

12/04/2023

Kavet eo bet un diskoulm evit digizidikaat an dud tapet gant allergiezhioù.


Padout ur miz divoeson

Padout ur miz divoeson

12/04/2023

Mont da furoc'h evit kaout preder eus hor yeched en ur chom ur miz divoeson da skouer, ur mennozh mat war a seblant. Met e-pad pegeit eo ret chom divoeson evit ma 'vefe gwelet an efedoù ?


Evezhiañ ar sitoaianed

Evezhiañ ar sitoaianed

12/04/2023

Gant Laetitia e ouiit pep tra war al lezenn evezhiañ a vo botet a-raok pell.


Ur fatwa a-enep ar sponterezh...

Ur fatwa a-enep ar sponterezh...

12/04/2023

Eus Londrez ez eus deuet ur vouez vuzulman meur evit sevel a-enep ar sponterezh...


Permiere Cai d'avant