Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Trizek bloaz e Guantanamo

Trizek bloaz e Guantanamo

12/04/2023

Padout trizek bloaz e kamp prisonidi Guantanamo.


Koust ar feiz

Koust ar feiz

12/04/2023

E bro Alamagn e tlee an dud diskleriañ o feiz war o faperenn evit an tailhoù.


Ar roadennoù niverel en ADN

Ar roadennoù niverel en ADN

12/04/2023

E-pelec'h berniañ an holl roadennoù niverel? En ADN, a respont deomp skiantourien zo.


Degemer

Degemer

12/04/2023

Kumunioù zo er Frañs zo komañset da bleustriñ an doareoù ma c'heller degemer ar repuidi hag an embroidi. Setu ur gentel war ar gouzout degemer


Un dolar ar re lunedoù

Un dolar ar re lunedoù

12/04/2023

Un alaman en deus savet ur rouedad da bourchas lunedoù o c'houst un dolar. Gwerzhet e vezont da dud paour ar broioù o tiorren.


Dozviñ a ra an drozofiled en alkool

Dozviñ a ra an drozofiled en alkool

12/04/2023

Dozvet 'vez o vioù en alkool gant ar gelien 'drozofil', hag un abeg zo da se& gwareziñ ha padout.


Embargo Rusia

Embargo Rusia

12/04/2023

E Russia n'eo ket mui gouest an dud da suportiñ ' talc'hfe ar gouarnamant da zistruj ar boued o tont eus ar broioù bet lakaet un embargo warne. P'emañ c'hoazh oc'h ouzhpennañ broioù da listennad an embargo emañ ar strollad komunour o paouez sevel ur raktres lezenn evit ma vo kentoc'h roet ar boued-se d'ar rusianed paourañ.


Mandarineg e Afrika ar su

Mandarineg e Afrika ar su

12/04/2023

Ar mandarineg 'vo desket da bugale Afrika ar Su, ha n 'eo ket kentelioù da zibab 'vo. Evit ar gouarnamant e kaver amañ un doare da vroudañ an holl er vro da greñvaat o darempredoù konverzh gant Sina en dazont. Ar c'hentelioù-se a vo roet en holl skolioù kentañ derez. An enebourien d'ar steuñv-mañ a gav ennañ c'hwezh an impalaeriezh.


Ar repuidi er bed

Ar repuidi er bed

12/04/2023

N'eus bet morse er bed kement a repuidi, a dud dislec'hiet abalamour d'ar brezelioù. 60 milion int bremañ. Uhelgomiseriezh ar Broadoù unanet evit ar repuidi he deus roet he danevell-bloaz hag ar sifr-se a dizher e 2014. 60 milion. Ha kresket eo buan an niver a dud rediet da guitaat o ziez hag o broioù evit chom bev. E 2013 'oa bet kontet 51 a dud diblaset er bed. Dindan 12 miz 'oa tost da 9 vilion a dud ouzhpenn er gont-se.


Thomas Van Linge

Thomas Van Linge

12/04/2023

Thomas van Linge zo naontek vloaz ha gwellañ kartenner ar brezel sirian eo. Heuliet 'vez reoliek gant ouzhpenn 21 000 den dre Dwitter. Gras d'e gartennoù resis e c'heller heuliañ araokadennoù Daech eus un deiz d'egile abaoe miz Genver 2014. Betek bellourien ar Stad Islamek a sell oute.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine