Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Barvek pe di-varv, amañ emañ an dalc'h

Barvek pe di-varv, amañ emañ an dalc'h

12/04/2023

92% eus ar fransijen etre 25 bloaz ha 34 a lez blev o groñj kreskiñ. Ar varv n'eo ket hepken un afer gizioù. D'ar Faraoned e servije da ziskouez 'oa douget hag enkorfet ar galloud gante. Sin ar furnezh gounezet gant ar gouiziegezh 'oa da Sokrates. Ar Romaned a gave dezhe 'oa just ur boaz lous.


Chile hag ar skiantoù

Chile hag ar skiantoù

12/04/2023

Kongres Chile a zo o paouez reiñ e asant evit krouiñ ur vinistrerezh evit ar Skiantoù. An dro gentañ 'vo. C'hwec'h bro bremañ o deus graet ar choazh d' en em c'houestlañ d'ar gouziegezhioù skiantel en rannved-se. Broioù zo evel-se o deus troet keiñ d'ar skiantoù e-ped m'emañ reoù all o vont warne muioc'h evit biskoazh. Evel-se e tro ar bed. Anv resis ar Vinistrerezh-se 'vo : Ministrerezh ar Skiant, an Deknologiezh, an Anaout hag an Nevezadezh. Ur binveg politik nevez flamm a vo evit Chile. Ganet 'oa ar soñj-se pemp bloaz zo bremañ. ''N'eus ket bet er vro ur reform ken pouezhus, ken talvoudus abaoe 50 vloaz zo'' en deus diskleriet Gonzalo Bunuel, sekretour meur ar bresidantelezh.


Aquarius

Aquarius

12/04/2023

Presidant ar seveniñ e Korsika, Gilles Simeoni, neus pedet skipailh ar vag Aquarius da zont d'ober ehan e unan eus porzhioù an enezenn. Aquarius, ar vag a gaver en he bourzh tud tec'het kuit eus o broioù o doareoù danjerus kenañ. Tud an Aquarius a labour evit un aozadur 'maez gouarnamant (SOS Méditerrannée) 'a da saveteiñ an dud en riskl da veuziñ er Mor Kreizdouarel.


Covfefe

Covfefe

12/04/2023

"Covfefe? - Yes, Trump!"


Maurice Audin

Maurice Audin

12/04/2023

Hervez kazetennerien Le Monde e oa bev c'hoazh e 2014 ar soudard tamallet dezhañ bezañ muntret Maurice Audin. Ha bevañ a rae war e drankilite e Breizh. Profitet en doa, e-giz kalz re all, eus al lezennoù a arsav-brezel a oa bet votet goude Brezel Algeria. Ha nac'het en doa bezañ aterset, evel-just. 'Aotroù Prezidant, na zisoñjit ket Maurice Audin'. Sed aze ar gerioù skrivet eus ar boked-bleunioù bet pozet d'an 11 a viz even war ar blasenn barisian bet roet dezhi anv ar matematikour. Dre atiz ar gevredigezh Maurice Audin eo bet graet. E familh, e vignoned a c'hortoz respontoù a-berzh Frañs abaoe ouzhpenn 60 vloaz. Ha ma teu trawalac'h a brouennoù e fell dezhe 'vefe doareet muntr Maurice Audin evel un torfed-stad.


Ar skol anarkour

Ar skol anarkour

12/04/2023

Ar spered, ar sevenadur a gevezañ, a zibab etre an dud n'eo bet morse ken gwazh e Frañs. N'eus ken sellet ouzh modelezhioù Parcours Sup evit kompren se splann, eme deomp Isabelle Attard er gelaouenn Reporterre. Evit se he deus c'hoant da zont en-dro war an doareoù all a zo dioute evit kelenn d'ar vugale. Berr ha berr ha gras dezhi 'vo kinniget deoc'h er gronikenn-mañ ar bedagogourien anarkour. Ar re o deus bet labouret war hentennoù pedagogel mat d'an dud d'en em zisujañ, d'en em zizober eus ar galloudoù gwaskus a-bep seurt.


Danvez-politikerien muntret a degadoù e Mec'hiko

Danvez-politikerien muntret a degadoù e Mec'hiko

12/04/2023

Er sizhun-mañ e tesker ma vanka kalz eus an dud o doa en em lakaet war ar renk evit an dilennadegoù-meur a vo dalc'het er vro a-benn ar 1añ a viz Gouhere. Ar bras anezhe a zo bet muntret, hag an niver anezhe ne baouez ket da greskiñ. Hep displegadenn, hep enklask polis ebet. An holl dud-se a gase ur c'houlzad evit gounit mouezhioù en dilennadegoù da vont da guzulierien-gêr, maered, gouarnourien.


Dilhad bananez

Dilhad bananez

12/04/2023

Araok pell en em wiskimp gant pluskoù bananez. Setu soñj diwezhañ an embregerezh Circular Systems


Skol-veur emver an dazont e Sevran

Skol-veur emver an dazont e Sevran

12/04/2023

D'ar sadorn 16 a viz Even 'oa strollaet ur morig a dud dirak ar stad Jean-Guimier e kumun Sevran. Un emvod-meur 'oa dalc'het gante hag evite holl, tud mennet da grouiñ ur rouedad skolioù-meur emren, ar re ne fell ket d'ar Stad digeriñ. War soñj ar stourmerien war an Deskadurezh evit an holl, ur raktres pemp fak emveret, renet eus o diabarzh, a c'hellfe deskiñ enne tost da 150 000 studier. Dres an niver a dud yaouank a vo brav ober plas dezhe en dek vloaz a zeu.


Gwad ar morvuzhug

Gwad ar morvuzhug

12/04/2023

Kudennek eo ar reiñ gwad abaoe ma oar an nen saveteiñ e genseurted gant gwad ar re all. Gwad ne vez morse roet awalac'h, ha n'eo ket forzh pe rizh gwad a vo kempedus gant korf forzh piv bennak klañv pe c'hloaziet. Penaos santiñ d'an tonkadur pa ouier an teknik? Anken ar vedisined, anken an dud o deus ezhomm da reseviñ gwad evit chom bev a zo marteze achu gant ar produi a vo degaset war ar marc'had araok pell. Abaoe pell 'oa lâret deomp gant ar skiantourien ' c'hellfe gwad ar morvuzhug chench ar vedisinerezh.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine