Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Studiañ an Eil Brezel Bed gant roudoù arkeologel

Studiañ an Eil Brezel Bed gant roudoù arkeologel

12/04/2023

Ar furchadegoù bet aozet tro-dro da Pegasus Bridge, nepell ouzh Caen, e Kalvados, a zo bet kaset d'o disoc'h n'eus ket keit-se. Emañ ar pont brudet-se war ar stêr Orne, ha dre ar pont-se 'oa bet aozet donedigezh an C'hevredidi en Emgann bras evit adc'hounit Normandi. Ar 6 vet Division breizhveuriat eo 'oa arru eno da gentañ.


Houpezh war Veurzh

Houpezh war Veurzh

12/04/2023

Ne gavfemp ket trawalac'h a oksijen war gorre Meurzh evit analiñ. Eno eo kaver an dour dindan stumm togennoù skorn hag alkalaek ha sec'h eo al leur. Met gounit plant zo a c'heller ober memestra, hag en o zouez, an houpez, ha gant houpez e reer bier. Ar re o deus bet ar c'heloù-se o deus c'hoarzet. Petra? Gellet brasañ war Veurzh a vefe tu da ober? Met se a vefe evel bezañ er gêr, dreist!


Imor ha Ketamin

Imor ha Ketamin

12/04/2023

Klevet peus komz eus ar c'hetamin. Ha gwezhoù zo ne oa ket c'hoarvezout e degouezhioù gwall yac'h: implijet eo evel dramm, evel psikotrop. Koulskoude ez eo da gentañ ur gimiezh bet ijinet evit dieraeziñ, evit kousket don e-pad an oberatadennoù, loen pe den.


Droug-penn ha yenien

Droug-penn ha yenien

12/04/2023

Ul liamm etre an drougoù-penn hag ar yenien a zo bet kavet. Kemmet eo glad genetek poblañsoù zo dezhe d'en em ober d'an takadoù yenañ. Evit se ez eus un diferañs e degouezhioù an droug-penn a bobl da bobl.


Arabia Saoudaat, foot ha bier en Alamagn

Arabia Saoudaat, foot ha bier en Alamagn

12/04/2023

E komansamant miz Even e vo lañset Kib bedel ar melldroad e Rusia. Hag ur soñj vrav zo deuet da batroned ur vreserezh vihan: lakaat ouzh o boutailhadoù bier etikedennoù gant banniel an 32 vro a dapo o flas er c'hrogadoù. En o zouez, Arabia Saoudaat. Ha gwall fachet int chomet gant se.


Dazont ar fraostegi

Dazont ar fraostegi

12/04/2023

Araok pell ne vo mui fraosteg ebet er c'herioù bras, eme deomp ar c'hazetenner Antoine Calvino. Achu, ne vo ket kavet ken e plegoù koachet straedoù zo, savadurioù ha tachennoù dilezet a veze kavet repu enne gant bugale skol al louarn, an arzourien diwenneg hag ar glaskerien vara. Institusinoalizañ a reer betek ar skwatoù hiziv an deiz. Hag anvioù ofisiel 'vez roet dezhe, e-giz 'vefe graet da garteroù nevez: Foresta e Massilia, Soukmachines e Pantin, Les Grands Voisins e Paris, an Hangar Darwin e Bourdel, hag Enez ar Mekanikoù e Naoned. Modernizet eo bet ar fraostegi, hag enne eo reoliet strizh ar vuhez bremañ.


Kengred etrevroadel lous

Kengred etrevroadel lous

12/04/2023

Mont da sikour ar poblañsoù paour e-pad ho vakañsoù n'eo na brokus na brav. Un dudi e-giz ar re all marteze.


Kokain ouzh pennoù ho pizied

Kokain ouzh pennoù ho pizied

12/04/2023

Chañsoù zo n' ho pefe ket bet gwelet gwezh ebet en ho puhez, evit gwir, kokain. Nemet e vefec'h ur ribouler daonet, kentoc'h yaouank, p'eo ar c'hokain un dramm bet demokratelaet, ma c'heller lâret an traoù evel-se. Met ken demokratelaet eo ken e vez adkavet en holl metoù sokial bremañ, hag ouzhpenn e ti an arzourien binvidik o chom e kerioù bras, e-giz 'oa diskouezet gant skeudenn Epinal betek hen. Ken demokratelaet ken e c'hellfec'h kaout gwezh ha gwezh all ouzh pennoù o bizied roudoù eus bleud kokain.


An Islandiz hag ar gristeniezh

An Islandiz hag ar gristeniezh

12/04/2023

Troet 'oa pobl Island d'ar Gristeniezh abalamour d'ur menez-tan. E 939. E fin ar milved kentañ goude ganedigezh Jezuz-Krist' oa c'hoazh an Islandiz paganed. P'eo tarzhet ur menez war o enez eo be chenchet prim o c'hredennoù, p'o deus gwelet disoc'h ar gwallreuz-se war o buhez.. Klaskerien eus skol-veur Cambridge, evit diskleriañ se 'oa komañset dagentañ da sellet ouzh ar gwez war Island.. « Kelc'hioù-kreskiñ ar gwez, ur barzhoneg, ha kalz a lava o deus sikouret dimp da gompren petra zo c'hoarvezet d'an Islandiz ha perak eo ar Baganiezh da goll » emezont.


Tonkadur ar c'hwezered bras

Tonkadur ar c'hwezered bras

12/04/2023

Adkavet zo bet ur valumig marv war aochoù Murcie, e bro Spagn, un nebeut deizioù zo. Ha pa c'hoarvez d'ar skiantourien o dez preder war abegoù marv al loened gouez yaouank da gaout digarez da studiañ o c'horfoù e reont. Digoret eo bet al loen bet kavet e-kichen tour-tan Cabo de Palos d'ar 27 a viz C'hwevrer. En e zek metr a gorf, resisoc'h en e vouzelloù, ez eus bet kavet tost 29 kilo a zilerc'hioù plastik.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine