Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ur rummad molekuloù nevez

Ur rummad molekuloù nevez

12/04/2023

Kavet ez eus bet un arm nevez enep an dreist-bakterioù. Seul wezh m'ho peus afer gant un dañjer nevez e ranker modernizaat ho arsanailh d'en em zifenn, hag an enebour, d'e dro, a gavo un taol diarbenn da adc'hounit tachenn. Strategiezh-meur ar brezel an hini eo, ha dres heñvel eo an traoù evit ar pezh a sell ouzh ar yec'hed. Gwir tachennoù emgann eo hor c'horfoù diouzh ar savboent-mañ. Deus un tu an antibiotikoù, deus an tu all ar bakterioù. Hag ar re-mañ zo kreñvoc'h-krenvañ fas d'ar re gentañ.


An tuberkuloz er bed

An tuberkuloz er bed

12/04/2023

4 400 den a vez lazhet gant an droug-skevent bemdez dre ar bed. Un danevell dre skrid diwar-benn an dorzhellegezh a zo bet embannet nevez zo gant Aozadur bedel ar yec'hed. Lakaat a ra war wel an holl araokadennoù bet graet abaoe 25 bloaz evit kemer e karg ar glañvourien ha mirout ouzh an dud war var da dapout ar c'hleñved sec'h da dapout anezhañ. Diskouezh a ra ken splann all an holl draoù a chom da ober da ezvoudañ, da zigwriañ ar c'hleñved-se.


Genel hep an ekipamant da gaout poan

Genel hep an ekipamant da gaout poan

12/04/2023

Ur plac'h ganet hep bezañ 'ekipet' da gaout poan he deus cheñchet he sell ouzh ar vuhez nevez zo : gellet he deus kompren petra a dalv d'an holl ac'hanomp gouzañv en hor c'horfoù peogwir he deus bet poan d'he zro. Hag ur c'heloù mat eo.


Ar marmouzed Kabusin hag an disingalded

Ar marmouzed Kabusin hag an disingalded

12/04/2023

Ar marmouzed Kabusin a sav a-enep kren d'an disingalded betek bezañ feuls ouzh ar re o deus ar muiañ.


Kafe kousk kreisteiz

Kafe kousk kreisteiz

12/04/2023

Evit bezañ yac'h ha leun a startijenn goude ur c'houk-ahez eo gwell evañ ur banne kafe araok mont da gousket.


Mikroboù dindan vor

Mikroboù dindan vor

12/04/2023

Bordilhañ a ra ar mikroboù e strad ar morioù. E-pad ma 'ra ijinennoù-egor beajoù hir war-zu al Loar ha Mars a-benn kaout mikroboù warne e tiskoacher c'hoazh stummoù buhezioù souezhus war ar voul douar... Daniz zo bet o furchal e Foz ar Mariana, toull donnañ pluskenn an Douar, e Gwalarn ar Pasifik. Kaset o deus o binviji-studiañ 11 000 metr dindan gorre ar mor. Se zo 'giz diskenn an Everest ha c'hoazh 2 000 metr.


Hon empennoù galloudus kenañ

Hon empennoù galloudus kenañ

12/04/2023

Kadarnaet eo gant ar skiantourien ur wezh c''hoazh : an urhziataeroù, n''int ket par d''an empennoù yac''hañ. Zoken ma c''hoarvezh deomp alies da lezel war hol lec''h kalzig a draoù, alc''hwezioù hag all, da vezañ dic''houest da ziskoulmañ ur gudenn vatematik, arabat disoñjal un dra. Barregezhioù hon empennoù a vefe dek gwezh dreist ar pezh a veze soñjet betek hen. Ur sapre taol dispac'h eo e bed an neuroskiantoù, eme eil-siner ar studiadenn-se bet embannet er gelaouenn skiantel eLife, ar c''helenner Terry Sejnowski.


Cow-boys pe derroristed

Cow-boys pe derroristed

12/04/2023

Abalamour da betra ne reer ket 'teroristed' eus cow-boys an Oregon ? Abaoe un tammig pelloc'h evit ur sizhunvez e klever e-giz c'hwezh ar Far-West er Stadoù-Unanet, dreist-holl er c'helaouennoù : abaoe an 2 a viz Genver eo bac'het ur strolladig paotred-saout armeet en ur savadur kevredadel, federal, e stad an Oregon.


Rhodes must fall

Rhodes must fall

12/04/2023

Abaoe un nebeut sizhunvezhioù e klever e Oxford ar memes reuz hag hini skol-veur ar C''hap. Mennet mat eo studierien zo da lakaat skarzhañ delwenn Cecil Rhodes. Kentañ ministr an drevadenn saoz bet gwasket ar C''hap ganti 'oa.


Kontou kousket an helveted

Kontou kousket an helveted

12/04/2023

Pelloc''h evit un hanter gantved zo e kuitae Felix Arbez Frañs da vont da lakaat ul lodenn vat eus e argent war ur gont suis. 545 632 'oa niverenn e gont. Ha da c'houde ne ouezer ket petra neus bet graet Felix Arbez : n'eo ket deuet biskoazh da c'houlenn e wenneien. Chomet int kousket en un ti-bank helvet.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine