Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Gounit riz e Senegal

Gounit riz e Senegal

12/04/2023

Dre wagennoù RFI, pe dre podkastoù o lec''hienn internet, e c''heller selaou ha lenn un heuliad kronikoù strollet dindan an anv Chronique des matières premières. Gant unan eus ar re ziwezhañ e tesker penaos emañ Senegal o strivañ abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù evit bezañ gouest araok disoc''h 2018 da baouez da brenañ riz digant broioù all.


Dañvez-kapitalist

Dañvez-kapitalist

12/04/2023

Mont da binvidik ne vez desket er skol. N'eo ket bet sonjet ha savet ar reizhad evit se : servijout a ra ar skolioù da stummañ implijidi ha n'eo ket implijerien. N'eus ken ur skiant lemm en dud, ur youl 'ra dezhe ober ar strivoù ret da vont da binvidik, ha n'eo ket ar skiant akademik bet gounezet er skolioù, ha n'eus ken ar skiant-se a c'hell pourchas ur surentez a-fed argant.


Tapiserezhioù Roazhon

Tapiserezhioù Roazhon

12/04/2023

An tapiserezhioù a oa moien da welet ouzh mogerioù Parlamant Breizh betek e 1994 o deus bet ur blanedenn dic''hortoz.


Fluctuat nec mergitur

Fluctuat nec mergitur

12/04/2023

Kentañ lanv bras ar Seine a c'hellfe koust gwall ger da Baris : ar rakjediñ 'neus tizhet 30 miliar a euroioù. Evit tremen e-bioù da zistrujoù ha d'ur c'holl argant ken bras eo komañset servijoù ar Stad d'en em sonjal war an doare gwellañ da aozañ ar sikourioù ha da ziheñchañ an dourioù. Penaos 'vo graet gant milieroù a diez beuzet, gant an troc'hoù tredan, tuellennoù da gas dour mat da evañ leun a zourioù lous, kirri-boutin ha trenioù stanket...


Kavadin roadennoù Mab-den

Kavadin roadennoù Mab-den

12/04/2023

Ar gwer a c'hell mirout holl roadennoù Mab-den e-pad miliaroù a vloavezhioù.


Distro Sci-Hub

Distro Sci-Hub

12/04/2023

Sci-Hub, al lec'hienn internet a gaver drezi pennadoù-skrid skiantel morlaeret, a zo distro er Web.


Bugale saotreet

Bugale saotreet

12/04/2023

N''eus ket keit-se marteze 'oac''h peget ouzh an tele, o sellet ouzh an enklask bet kaset gant ar gazetennerez Elise Lucet hag he skipailh eus 'Cash Investigation''. Ha chomet oc''h heuget gant an holl ditouroù o deus roet deoc''h. Gouzout a ouiemp dija ma n''eo ket mui yac''h ar bed evit hor bugale abalamour d''ar gimiezh bet skuilhet warnañ. Met n''eo ket alies ma vez degaset deomp prouennoù ken krizh eus ar wirionez.


Legoland divugel

Legoland divugel

12/04/2023

Tro Legoland divugel ne c'heller ket ober. Desket eo bet nevez zo gant ur c'hanadian troet sot gant al legoioù abaoe pell amzer. Bugale en deus koulskoude, met bras int bremañ ha n'int ket bet asambles gantañ betek al Legoland Discovery Center e Toronto.


Disney hag an natur

Disney hag an natur

12/04/2023

Nebeutoc'h-nebeutañ a blant hag a loened a gaver en tresadennoù bev, eme deomp ar viologourez arbennik war ar mirerezh Anne-Caroline Prévot. Talvezout a ra ma koll ar vugale o skiant-prenet deus an natur muioc'h-mui, eviti. Kemeret he deus skouer tresadennoù-bev Disney : enne ez a diwar-well buan-tre ar vevliesseurted. Studiet he deus gant he skipailh an amzer kaset gant an haroz.ez.ed en natur, e diavaez ar savadurioù, e egorioù leun a blant hag a loened liesseurt. Kontet he deus ivez ar spesadoù bev-se, en un dastumad a 60 film bet graet etre Erc'h Gwenn hag ar seizh korrig e 1937 ha Raiponce e 2010.


Ar c'hwiled-du hag ar sukr

Ar c'hwiled-du hag ar sukr

12/04/2023

Glazañ a ra ar c'hwiled-du ouzh ar sukr, ha setu perak o deus graet o emdro : evit chom bev. Kenvevañ a reomp gante abaoe dekadoù a gandvedoù, met n'eo ken met abaoe un nebeut bloavezhioù ma chom ar c'hwiled-du pell eus ar sukr. Poezon 'vez lakaet d'o lazhañ e madigoù leun a c'hlukoz ha se abaoe ar bloavezhioù 1980.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine