Ar bed o treiñ

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Mafia, Kampania, marv

Mafia, Kampania, marv

12/04/2023

Leun a zanvezioù lous ha pistrius 'vefe ar gwiskad simant hag asfalt bet lakaet war an hent bras etre Napoli ha Caserte, hervez stourmerien ar gevredigezh ekologel Legambiente. A bep tu d'an hent-se e kaver ivez tuchennouigoù goloet gant douar.


Ar merc'hed a gennerzh

Ar merc'hed a gennerzh

12/04/2023

Japan a baeo digolloù d''ar merc'hed a gennerzh, a goñforzh e-giz int bet lesanvet eleveziek. En gwirionez 'oant dalchet dindan sklaverezh evit ezhommoù seks ar soudarded e-kerzh an Eil Brezel bed. Pell 'zo oa chomet Korea ar Su o c'hortoz e anzavfe Japan ar fedoù lous-se.


Trevadennou maez lezenn gant argant amerikan

Trevadennou maez lezenn gant argant amerikan

12/04/2023

Etre 2009 ha 2014 e oa en em gavet 220 milion a zolarou en trevadennoù israelian er-maez lezenn. Tremenet eo an argant-se dre fondasionoù amerikan a-raok erruout e Cisjordania. Ha koulskoude e talc''h mistri Washington da ziskleriañ gwelet en trevadennoù er-maez lezenn-se ar skoilhoù kentañ d''ar peoc''h.


Iliz ar Zuism

Iliz ar Zuism

12/04/2023

Dindan un nebeut deizioù eo troet ar Zuism eus kult, azeulerezh dianav da pouezusañ relijion Island. An andro-se, pe an distro ouzh Doue a larfe lod, a zo ur pal dezhañ, un abeg: rediañ ar Stad da baouez d''ober d'an holl islandiz paeañ un taos a vez dasparzet da c'houde etre an ilisoù anavezet ez ofisiel war an enez.


Saotradur Beijing

Saotradur Beijing

12/04/2023

Ur vrikenn arouezius-tre zo bet graet e Bro Sina : roet zo bet stumm dezhi gant ar boultren hag ar saotradur a gaver en aer e Beijing. Ha brudet eo bremañ an arzour yaouank en deus bet ar sonj-se !


Brammoù an Douar

Brammoù an Douar

12/04/2023

Kevrin Tric''horn ar Bermudez a c'hellfe bezañ displeget gras da glogorennoù a vetan. Kavadennoù talvoudus a reer evit an deizioù e strad ar mor a-vaez da Siberia. Ha gant se e c'hell ar skiantourien degas war an daol martezeadennoù bet graet hep bezañ kadarnaet c'hoazh : tarzhadennoù pochadoù metan a vefe penn kaoz e vije aet diwar wel kalzig bagoù ha kirri-nij e Tric'horn ar Bermudez.


Feulster ar boliserien ouzh o gwreged

Feulster ar boliserien ouzh o gwreged

12/04/2023

Ar feulster etre priedoù a vefe kavet 15 gwezh stankoc'h er familhoù ma vev ur polis evit en tiegezhioù all.


Ar Mek hag ar C'hop 21

Ar Mek hag ar C'hop 21

12/04/2023

Araok pell 'vo ken tomm foñs an aer e broioù er Pleg-mor Arab ha Pers ken e vo dañjerus chom er-maez er straedoù e-pad pell amzer.


Cop 21, 600 000 den marv

Cop 21, 600 000 den marv

12/04/2023

Hervez kontoù an ONU, pe Aozadur ar Broadoù Unanet e brezhoneg, e vefe marvet muioc'h evit 600 000 den er gwalleurioù naturel choarvezet en 20 vloaz diwezhañ hag e liamm gant chenchamantoù an hin.


Delwenn al Librente 'oa muzulman da gentan

Delwenn al Librente 'oa muzulman da gentan

12/04/2023

Delwenn ar Frankiz 'oa muzulman araok bezañ savet e Porzh New-York. Ha kavet e vije bet e Bro Ejipt ma vije bet deusouti dindan he raktres kentañ.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine