Abaoe 1999 e labour Françoise Goapper e dielloù departamant Penn-ar-Bed e Kemper, evit kempenn an dielloù. Ral a wech e vez produet dielloù e brezhoneg gant ar velestradurezh publik : 'vel an ospitalioù, an tiez-kêr, ar skolajoù... Met un nebeud skouerioù a c'heller kavout a ziskouez e veze implijet ar brezhoneg memestra e penn kentañ ar c'hantved gant an ensavadurioù. Gwelomp an dra-se a-dostoc'h hiziv gant Françoise Goapper.
Le domaine de Trevarez a ouvert ses portes au public du "Noël à Trévarez" avec une semaine de retard. Une semaine pour installer l'exposition et les sons et lumières après une course contre la montre pour sécuriser le parc qui a vu 1000 de ses arbres détruits par la tempête Ciaran.
Sulian Moelo, jardinier à Trévarez, est au micro de Morgane Bramoullé.
E fin miz Eost ‘oa moien da gaout strollet e Douarnenez tud hag a labour gant hag evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg.
Pedet ‘oant gant Kevre Breizh da gas asambles un devezh-preder ha bilañs war stad hor yezhoù ha penaos e labouront gant ar Rannvro hag ar Stad.
Pep dileuriad eus pep takad (deskadurezh, sevenadur...) en deus gellet ober un diverradenn eus an traoù bevet gante: merkañ an araokadennoù, ar pezh a ya brav war-raok, met ivez ober ur gont eus an argant, eus ar gelennerien, eus ar youl politik a vank d’ hor yezhoù da vezañ yac’hoc’h.
Chomet eo Laëtitia gante a-benn deskiñ penaos e reer evit aozañ hag en em aozañ a-benn derc’hel da vevañ, da gelenn, da grouiñ e brezhoneg pe e gallaoueg.
Diwezatoc’h eo bet o c’houlenn resisoc’h ouzh Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalan penaos o deus stourmet ha labouret ha penaos hen reont c’hoazh hag abaoe keit all amzer, etre Skol an Emsav, Elen, ‘Pour que vivent nos langues’, CESER (…) ha nouspet strollad da divizout.
Setu ul labour a-benn gounit gwirioù ha difenn hor gwirioù yezhoniel ha sevenadurel, hag a chom kuzh ouzh ar bras eus ar Vretoned.
Ha sklaer eo: ret eo anavezout mat ar bed sevenadurel hag ar bed politik teknik evit kompren penaos mont war raok ar gwellañ ma c’hellomp, etre an aotreoù da ober hag ar skoazelloù da gaout…
Keñveriet hon eus an traoù gant Korsika. Dalc'homp gant Elzas:

Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalan:
Ul levr nevez zo deuet er-maez gant Yann-Bêr Kemener, c'hwec'hvet levr ar Saga Arvorika, Na Doue na Mestr, Dishual ha Digabestr, embannet atô gant Skol Vreizh.
Kontañ a ra deomp avañturioù Yannig, ur pilhaouer yaouank ha zo klask kompren perak eo bet lazhet e dad. Digouezhet eo ar bloavezhioù tregont e-barzh al levr hag an dra-se zo un digarez evit Yann-Bêr da gontañ un tamm bihan deus ar vuhez politik european d'ar mare-se : darbet e oa d'ar Republik bezañ diskaret gant an tu dehoù-pellañ e Frañs ha mont a rae fall an traoù en Almagn, e Bro-Spagn hag en Itali. E Breizh ne oa ket kalz gwelloc'h ar jeu, met kreñv oa an tu kleiz c'hoazh : e Brest e oa an arnakourien mestr war an dachenn en Arsenal memes.
Ar gevredigezh Daoulagad Breizh a ginnig deomp bep bloaz Mizvezh an teulfilmoù.
E Penn-ar-bed eo Daoulagad Breizh a ren an traoù ha kenlabourat a reont gant kevredigezhioù an departamantoù all evit dibab an teulfilmoù.
Evit an eil gwech, liseidi en opsion sinema lise Jean-marie le Bris e Douarnenez a gemer perzh ivez d'an darvoud.
Elen Rubin, renerez ar gevredigezh Daoulagad Breizh a zo ganeomp evit displeg hiroc'h deomp.
En dibenn-sizhun baseet, gant tud Emglev Bro Douarnenez, ’ oa tu da glevet brezhoneg, evel kustum, ha da binvidikaat e c’heriaoueg dreist-holl: digwener noz, dre c’hoari, en un davarn war ar Porzh-Rhu ‘oa desket deomp bravañ anvioù laboused hor yezh gant Fulub Kloareg.
Ha disadorn vintin ‘oa aozet ur weladenn er govel gozh, e Koñforzh-Meilhar, displeget kaer gant Paul Gueguen, bet maer ar gumun.
Eno he deus graet Laëtitia anaoudegezh gant kalzig a dud, met da gentañ gant Jakez Claquin, a Blouhineg.
Tunvezh Wloegen a zo klas goût penaos veze kanet ar c'hanaouennoù da zañsal e Bro Vigoudenn gwechall. Ne vez ket anveet ken gavotennoù kozh Kerne-Izel, evel re an Aven pe Bro Vigoudenn. Gant ar c'helc'hioù keltiek zo bet lakaet e plas un tamm heuliad, frammet mat, gant un ton gavotenn, ar balioù hag ar jabadao. Kement kelc'h keltiek zo tout er Vro Vigoudenn a ra evel 'neus c'hoant, gant ur mod gavotenn dezhañ e-unan.
Peurliesañ vez dañset ar gavotenn daou-ha-daou memestra, o vont war-raok. Un nebeut mizioù 'zo oa bet Tunvezh oc'h en em gavout gant Bernez Breton evit kontañ deus an dra-se. Ar wech eo bet o welet Marie-Aline Lagadig, unan deus kanerezed brudetañ Bro Vigoudenn. Daspunet 'deus bet kanaouennoù ar vro pa oa-hi yaouank, gant maouezed he familh pe lod all a oa o labourat er “futurioù” (“friturioù”) gwechall.
Muioc'h evit pevarzek milion a gizhier a zo e Frañs hervez ar sifroù bet roet gant Ministrerezh al Labour-Douar. Met kalz stankoc'h int e gwirionez, kar ar c'hizhier gouez n'int ket bet kontet, pe kentoc'h ar c'hizhier doñv aet da ouez en-dro (« chats harets » pe « chats errants » a vez graet deuzouto e galleg). Setu etre tout vefe war-dro triwec'h milion a gizhier er vro sur a-walc'h.
An dra-se 'neus un efed war an natur ha war al loened all. Hervez an LPO, bep bloaz 'vez lazhet pemzek ha tri-ugent milion a lapoused gant ar c'hizhier e Frañs.
Benjamin 'neus kontet deus an dra-se gant Jean-Yves Kervareg, sod gant al lapoused hag al loened gouez.