Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

'Ar peñsead', romant diwezhañ Yann Bijer

'Ar peñsead', romant diwezhañ Yann Bijer

26/05/2023

Deomp da Lechiagad da gas ur frapad-komz gant
Yann Bijer, diwar-benn e romant diwezhañ, ‘ar peñsead’:
Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro Spagn. Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit eus e vro.
Setu neudenn bennañ romant diwezhañ Yann Bijer, a faote dezhañ abaoe pell skrivañ war ar faskouriezh bet devet Europa a-bezh ganti en Xxvet kantved


Mont da wel ur psi, n'eo ket anat

Mont da wel ur psi, n'eo ket anat

24/05/2023

Hervezh un enklask graet e 2021 gant Yougov e soñj da 73% eus ar Fransizien eo ret bezañ kalonek evit mont da wel ur psikologour pe ur bsikologourez. 20% eus an dud a ya da wel ur psi o deus aon eus sell ar re all ha ne embannont ket an dra-se. Ar yec'hed spered a zo c'hoazh tabou en hor gevredigezh daoust ma chañj an traoù abaoe ar c'henfinañ kentañ.
Diane Lefebvre, psikologourez e Konk-Kerne, a ro he soñj war an diaesterioù a zo c'hoazh evit bezañ heuliet gant ur psi.
Ur pennad-kaoz gant Morgane Bramoullé.


Produiñ ha beveziñ boued lec'hel e bro Douarnenez

Produiñ ha beveziñ boued lec'hel e bro Douarnenez

13/04/2023

Emañ kumuniezh kumunioù Douarnenez o lakaat e plas ur steuñv bouetañ lec'hel : ar PAT pe « projet alimentaire territorial ». Pal pennañ ar raktres eo adlec'hiañ ar produiñ hag ar beveziñ boued. 30 kinnig zo bet graet gant ar strollegezh e miz Genver evit tizhout ar pal-se. Hag araok ober kinnigoù e oa bet graet ur studiadenn, un « diagnostique » deus ar produiñ ha beveziñ boued lec'hel gant ar gumuniezh. Katell Chantreau, eil-prezidantez e Douarnenez Kumuniezh en karg deus an treuzkemm ekologel, a gont deomp hiroc'h war ar raktres bras-se.
Un abadenn gant Metig Jakez-Vargas


Sous l'hangar

Sous l'hangar

13/04/2023

E Ploneour-Lanvern e kaver un hangar, el lerc’h anveet ‘Kerlavar’, hag an hangar-se, ouzhpenn bezañ un ostilh d’an artizan perc’henn warnañ, a zo ivez burev ur gevredigezh, ur c’holektif nevez: Sous l’hangar. An anv, anat deoc’h, zo bet kavet gras d’an triad EDF. An tri arzour zo bet pedet gant hor c’holektif da ganañ en hangar-mañ.
An dud en em gavet er c’holektif-se o deus graet anaoudegezh an eil gant egile da vare stourm ar chupennoù melen: en em voazet o deus da chom da brederiañ asambles, da ijinañ ur bed nevez a vefe roet ennañ ar gomz d’an holl ha rannet ar galloud ingal etre pep sitoian.
N’ o deus ket bet c’hoant da sevel ur gevredigezh evel ar re all evit sachañ evezh an dilennidi abalamour int dilennidi d’ur bed ha n’eo ket chenchet c’hoazh.
Ne felle ket dezhe gortoz da gaout aotre da feurmiñ salioù er vro, na muioc’h ne felle dezhe sevel doseroù da gaout skoazelloù argant evit kinnig abadennoù liesseurt (koñsertoù, prezegennoù, emgavioù muioc’h politik….).
Kavet o deus un doare d’hen ober eeun awalac’h: d’ar gevredigezh zo ul lec’h prevez d’en em gavout, hangar Kerlavar.
Reun Quiniou, e anv he c’hamaladed eus ‘Sous l’hangar’:


Gavotenn ar Vro Vigoudenn

Gavotenn ar Vro Vigoudenn

13/04/2023

Pa teu kaoz ar gavotenn e Breizh 'yeer atô da gontañ deus gavotenn ar menez peurvuiañ. Met gavotennoù all zo ivez, e-giz ar gavotenn vigoudenn. N'eo ket dispariset c'hoazh, dañset 'vez atô kenkoulz er festoù-noz hag er c'hoñkourioù.
Tunvezh Wloegen zo bet o kontañ kaoz gant ar soner Bernez Breton e Plœur, e-kichenn Pont 'n Abad. E-pad bloavezhioù eo-eñ bet oc'h enrollañ tonioù ha kanaouennoù kozh e Bro ar Bigoudenned ha goût a ra ur bern traoù deus ar gavotenn vigoudenn, ha dreist-holl istor an dañs-se.


Boudoù marvailhus e Maner Kernot

Boudoù marvailhus e Maner Kernot

13/04/2023

A-hed ar sizhun e kinnigomp deoc'h dizoloiñ an diskouezadeg kinniget e Maner Kernot e Mellag e Bro Kemperle. Gouestlet eo d'ar boudoù marvailhus, erevent, morganezed, unkorneged... ur bern traoù zo da lâr diwar-benn al loened burzhudus-se a vez kavet e pep lec'h er bed abaoe kantvedoù ma n'eo ket milieroù a vloavezhioù.
Emañ Morgane Bramoullé gant Aurélie Le Déroff, en karg eus an diskouezadegoù er maner.
An diskouezadeg Boudoù marvailhus e maner Kernod zo da wel betek an 10 a viz Kerzu.


Noazhus ?

Noazhus ?

13/04/2023

Pemp bronneg zo bet lakaet war-c'horre listennad al loened noazhus e Frañs : ar gaerell vihan, ar gaerell vras, ar mart, ar pitoch hag al louarn. N'eus kota ebet da lazhañ anezho ! Kement chaseour zo tout a c'hall tennañ warno pe trapañ anezho a-nez bezañ kontrollet.
Met n'eus ket pell zo, an SFEPM (Société française pour l'étude et la protection des mammifères) en deus goullet gant ar gouarnamant tennañ o anv kuit diwar-c'horre al listenn. Eviti n'int ket loened noazhus, ar c'hontrol eo : ar re-mañ ra vat d'an natur.
Benjamin Bouard zo bet e Plogoneg o kontañ deuzouto gant Jean-Yves Kervareg.


Beaj dre dren

Beaj dre dren

13/04/2023

Bloavezhioù zo 'oa bet gounezet speredoù Yann Guillamot hag e wreg gant ar 'slow life', ar vuhez siouloc'h, furoc'h: er gegin, er ger, war an hent (mont war droad pe war velo araok soñjal er c'harr-tan). Evit derc'hel gant ar soñf filozofel, politikel hag ekologel-se int distoet eus Turkia gant an tren er bloaz paseet. Ha brav eo bet ar veaj, bravoc'h zoken.


Un tammig amzer gant Annie Coz...

Un tammig amzer gant Annie Coz...

13/04/2023

... un nebeut bloavezhioù zo, pa oa bet kinniget ganti un dastumad danevelloù titlet 'Bili er mor'.


Brezhoneg e Kemperle...

Brezhoneg e Kemperle...

13/04/2023

... ha komz a rafemp brezhoneg memes mod e Kemperle, hep startijenn Rejin, hep he c'harantez evit an dud hag ar yezh?