Marteze ho peus klevet mouezh Tudi Crequer dija war skinou FBBI. Kazetenner eo bet eno e-pad 7 bloaz. Enklasker eo bremañ e skol-veur Roazhon 2, er gevrenn vrezhonek. Labouret en deus e-pad daou vloaz diwar-benn Léon Azoulay, kentañ sonskriver ar brezhoneg. E 1900 e oa bet enrollet gantañ evit ar wech kentañ tud o komz brezhoneg war ruilhennoù koar, e-pad an Diskouezhadeg Hollvedel (Exposition Universelle) e Pariz, er geriadenn vreton.
Penaos e veze enrollet an dud 120 'bloaz 'zo ha petra 'oa ur sonskriver ? Tudi Crequer a zispleg deomp diouzhtu.
Kinniget gant Metig Jakez-Vargas
Ar broc'hed zo loaned a vez gwelet aliesoc'h marv war vord an hent maleüruzamant evit bev o c'haloupat er parkeier. Brud fall o deus evit ar wech ivez : tamallet 'vez dezho gant ar beizanted laerezh greun, frouezh pe legumaj. C'hwezh fall vefe ganto ivez, ken 'vez graet "louzed" deuzouto e brezhoneg a-wechoù. Ha gwir eo ? N'eo ket sur avat !
Jean-Yves Kervareg ha Benjamin Bouard zo bet e Landrevarzeg o sellet ouzh un toull-broc'h. N'o deus ket gwelet broc'h ebet - kousket 'oa ar broc'hed sur-tre, met n'eo ket abalamour n'eus ket 'voaien da sellet deuzouto n'eus netra da lâret diwar o fenn !
Diskoachomp ar c'hoari kartennoù Magic gant Gurvan Parskav.
30 vloaz eo ar c'hoari kartennoù Magic ha chom a ra ur c'hoari kartennoù brudet c'hoazh ha c'hoariet gant ur bern tud. Ar re yaouank hag ar re gozh.
Reolennoù ar c'hoari n'eo ket aes da gompren met ret eo c'hoari evit dont a-benn da vestroniañ Magic evel-just.
Kejomp ouzh Etienne Emily en e atalier e Douarnenez.
Splujomp e-barzh bed an arzour, un digarez eo evit diskoachañ al lino engraverezh.
An tresañ, an awen hag an teknik a vo dodennoù da glevet e-pad un hanter-eur.
Lechienn internet Etienne Emily : [Impressions du bord du monde ] (https://www.bordumonde.com/)
Musik : Aaron Frazer - Girl on the phone
Goude bezañ labouret evel ortofonourez e Kemper, Manon he deus divizet cheñch micher ha splujañ e-barzh bed ar c'hleweled.
Gouzout a rae mat-tre e cheñchfe he buhez ha ne vefe ket ken stabil hag a-raok.
Displeg a ra deomp penaos eo tremenet an traoù eviti ha displeg a raio deomp ivez ar miser he deus bet evit kaout e statud intermitantez.
Musik : Fleuves - Tour
Nicolas Demaille ha Célestine Doedens, tri bloaz zo, o deus graet ar choaz da vevañ en un tiny house , un ti bihan war roudoù.
Ar c'houc'h anezhañ o deus prenet digant un artizan, da lâret eo ar garrigell ha framm diavaez an ti warni.
Goude e chome da zifuiñ anezhañ, d'ober war-dro ar plomerezh, an tredan, ar pezhioù arrebeuri, al leur koad....
Er sizhunioù kentañ ma oa bet prest ha klet an ti 'oa bet Claire Cariou o kaout anezhe evit kaout o santimant.
Ha penaos eo, tri bloaz goude?
Brav abominabl eo al lec'h m'emaint dija. Un alez hir goloet gant gwezennoù-derv, daou di kozh, unan eus an XIXvet, egile eus XVIIIvet, o daou kempennet kaer, ha pelloc'h, e foñs an takad, goude gwezennoù all c'hoazh, ur prad beuzet dindan ar raden, hag e-kreiz, o zi bihan...
Dañs a vo e Douarnenez e miz Here. Div arvest disheñvel, bet choazet gant skipailh ar sevenadur en ti-kêr.
An abadenn gentañ zo bet krouet gant ur gorollerez ha dañserez break-dance bet savet he c’hompagnunezh ganti: Uzumaki, ur ger japanek eus ar vro m’eo hi ganet, evit ur c’horollarvest hip-hop douget gant 5 plac’h.
An eil abadenn ‘vo hini ur strollad eus ar vro, eus Douarnenez resisoc’h, ha n’eo ket paouezet abaoe ugent vloaz da zifrostañ hentoù nevez da dañsoù heñgounel Breizh: ar c’helc’h keltiek Korriged Is. Hir eo bet an hent da voazañ an holl ac’hanomp d’un doare nevez da zispakañ hor sevenadur dre an dañs vodern.
Ha graet eo bet e vragoù da Yann gant kenlabour frouezhus an daou goroller, Gildas Sergent ha Cécile Borne.
Priz ar grouidigezh o deus diskouret e Naoned er festival Faltaziañ gant ‘Stagañ’.
Dañsoù hengounel a nevez a vo neuze, sonerezh gant Guillaume Guern, kanaouennoù gant pevar deus an danserien, ha slam ha kontadennoù gant Lukaz Nedeleg, a zanso gant ar re all ivez. Lukaz an hini eo a zispleg an traoù deomp...