A-benn miz Gwengolo e vo trede distro-skol an aotreegezh PPPE brezhoneg – galleg (Parcours préparatoire au professorat des écoles) en UBO hag e lise an Hirwazh e Brest. Dibaoe 2022 e vez stummet danvez-skolaerien divyezhek, diouzhtu goude ar vachelouriezh, war ar bedagogiezh, danvezioù ar c’hentañ derez hag ar brezhoneg. Ur stummadur pleustrek-tre eo, diazezet war stajoù e klasoù divyezhek.
Degemer a reont danvez-studierien a zo bet skoliataet e brezhoneg met ivez deraouidi e brezhoneg. Ober a ra berzh an aotreegezh, gant 284 goulenn war Parcoursup evit 25 plas e 2023 (an hini diwezhañ degemeret a oa 71vet), met betek-henn eo dreist-holl deraouidi a zo bet degemeret.
Lakaet o deus stummerien ar PPPE brezhonek da bal, kreskiñ lodenn ar studierien a zo brezhonegerien dija, betek tizhout an hanter (12 pe 13 diwar 25 studier a vez degemeret e pep bloavezh). Dibab a rint danvez-studierien o deus graet tout pe ul lodenn deus o amzer skol en hentennoù brezhonek. Dre c’hras d’an dibab-mañ e c’hello al liseidi bet skoliataet en hentennoù divyezhek lakaat da dalvezout o barregezhioù e brezhoneg.
Guenole Larvol, unan eus kelennerien ar PPPE brezhonek:
Ma peus bet tro da lenn ar gelaouenn ‘Al lanv’ gwezh ha gwezh all, pe reoliekoc’h, peus ‘n em gavet un dro bennaket gant ur pennad kinniget gant Aline Gleoneg.
Aline zo bet kelennerez war ar galleg en estrenvro, er ‘’c’hooperasion’ e-pad un toullad bloavezhioù. En Afrika dreist-holl. Hag a-viskoazh he deus maget he c’hiriusted evit sevenadur Egile.
Padet eo ar c’hiriusted-se hag he c’hoant da gontañ kaoz war minorelezhioù ar bed holl, war gwirioù an dud da vevañ e librente ha da vezañ doujet en o identelezh. An dra-se ‘ra danvez ar bras eus ar pennadoù kinniget ganti.
Louis Spinec, a-orin deus Enez Sun, zo bet kabiten a vor.
Klevet e vez alies, diwar-benn SNSM Dz, evel prezidant, pe diwar-benn Distro en Baie
Er bloavezhioù 2000-2003, araok bezañ war e leve, e kase ekipajoù pesketaerien e Mor an Inizi Kerguelen.
Louis a ouie deskiñ pa oa yaouank, ha goude ar bac e oa bet er skol-veur, evit deskiñ yezhoù. Padout pell er skol-veur a dalveze a dra-sur mont da gelenner, ha kavet en deus gwell distreiñ da sevenadur e familh: ar mor…
E penn kentañ ar bloavezhioù 2000 e laboure hor c’hapiten kostez an Inizi Kerguelen, met ne oa ket gant un akipaj deus ar vro...
Denise Jardin, deus Purid er Vro Vigoudenn, oa bet diplomet ‘mestrez-skol’ e Skol Normal Kemper er bloavezhioù 1960.
Buan goude-se, gant he gwaz Youenn, he doa graet ar choaz da vont da labourat en Aljeri.
Kaset o doa pevar bloaz e Setif araok dont en-dro da vBreizh, kostez Kerrien e-pad berr amzer, ha goude-se e Douarnenez.
Karter nevez Kermarron (Kervarn) a oa bet savet d’ar poent-se, e 1967: 303 lojeiz dereat o feurm -HLM- evit ar familhoù a vartoloded o doa bevet betek hen e tiez kozh, tiez dinatur, hep salioù-dour ha privezioù, tost ouzh ar Rosmeur kozh.
E penn Douarnenez d’ar mare-se ‘oa bet Michel Mazeas ha Jean Peuziat (depute PS a Bouldahud er bloavezhioù 80, met skoazeller kreñvañ ar maer komunist er bloavezhioù 70-80-90) , hag an daou-se o doa boulc’het ur pezh politikerezh sokial evel ne oa ket bet gwelet ken goude-se.
Ha gant ur c’harter nevez savet, e teu bugale a ranker sevel ur skol dezhe. Da benn kentañ ne oa ken nemet teir barakenn leun a yaouankizoù ha Denise Jardin e penn ar skol nevez-se.
Yvonne Kernevez 'poa bet digarez da glevet dija en abadenn Rodeier ar sizhun baseet. A-benn neuze 'noa-hi kontet deomp deus istor an otel Belle-Vue, er C'hap Kozh e Fouen, bet digoret gant he moereb, Mar'-Jan Meur, er bloavezh 1919, met 'noa ket bet amzer a-walc'h da gontañ deomp deus tout. Kar goude ar brezel diwezhañ oa deuet an douristed en-dro fonnus a-walc'h. Kalz Añglichen a oa en o zouez ha setu oa dav goût saozneg memestra evit bezañ gouest da zegemer anezho evel ma oa gleet. Yvonne oa bet o labourat e-pad c'hwec'h miz e Bro-Saoz neuze, oc'h ober war-drobugale ur familh medisined e Shrewsbury, e-kichenn Bro-Gembre. Emañ-hi a-dreñv ar mikro gant Benjamin Bouard.
Yvon Taro oa ganet e 1910 e Loktudi. Evel ur bern paotred oa bet mobilizet e-pad ar brezel diwezhañ ha kaset d'ar froñ d'en em gannañ a-enep d'an Almañted. E Dunkerque 'oa bet oc'h en em gannañ e miz-Mae 1940. Da Vro-Skos oa bet kaset goude-se ha kaset d'ar Frañs d'en em gannañ en-dro. Met paket 'oa bet gant an Almañted ha kaset 'oa bet da labourat d'an Almagn. Deuet 'oa a-benn memestra da zont da Vreizh en-dro, met aze 'noa ranket chom kuzhet e-pad pell, ken oa en em gavet an Amerikaned er vro. Yvon zo marv e 2013, met ul levrig 'noa skrivet memestra da gontañ d'an dud deus ar pezh 'noa bevet e-pad ar brezel. Benjamin zo bet oc'h enrollañ e vreur, Jos Taro, o lenn deomp tammoù deus al levr-se.
Dilennadegoù a oa bet e Iwerzhon an Norzh, ur rannvro emren eus ar Rouantelezh unanet, e 2022 ha trec'h e oa bet ar Sinn Fein evit ar wech kentañ eno. Koulskoude o deus ranket iwerzhoniz an Norzh gortoz daou vloaz, betek ar miz-mañ, evit ma vefe anvet ar republikanez Michelle O'Neill e penn ar gouarnamant. Rak stanket e oa bet ar vuhez politikel e breujoù Belfast gant an Unionisted.
Eamon O Ciosain, kelenner galleg ha brezhoneg e skol-veur Maynooth e Iwerzhon a zispleg deomp penaos eo posupl kement-mañ.
Un atersadenn gant Metig Jakez-Vargas
Un tammig 'zo bremañ n'hon eus ket bet keloù eus ar c'haner Kristen Nikolas ! E bladenn ziwezhañ, Mel Karantez, a oa deuet er-maez e 2017. Met komañset eo n'eus ket pell da labourat asambles gant ar soner Andrea Seki e-barzh C'hwezh an Avel Project. Ur ganaouenn nevez zo bet enrollet dija ha produet eo bet gant al label Atlanteans Resonances.
Benjamin zo bet e Gwiler, e-kichenn Douarnenez, evit mont d'en em gavout gant Kristen Nikolas ha kontañ deus ar ganaouenn nevez-mañ, Errare Humamun Est e anv.
Pajenn Bandcamp C'hwezh an Avel Project :
https://atlanteansresonances.bandcamp.com/track/errare-humanum-est-original-version