Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

24/05/2024

Selaouit un tañva eus ar pezh a oa bet etre Gwengamp ha Plijidi diriaou 23 diouzh ar beure :
KM 1517 / 9e52
SPLANN! asambles gant bugale divyezhek Sant-Leonard Gwengamp
Morgan ha Juliette, kazetennerezed Splann! a gomz deomp eus o raktres arc'hantet gant Ar Redadeg ar bloaz-mañ
KM 1519 / 9e51
Goulven en deus galoupet kilometrad Stajidi Stumdi Bro-Dreger
KM 1535 / 11e05
Bugale skol Diwan Boulvriag
KM 1545 / 11e51
Skolaj Diwan Bro Dreger & Skolaj Diwan Bro Dreger en enor da zDominig Jolived, bet e-mesk krouerien ar skolaj

Ur gelaouadenn gant Tomaz Laquaine


Avel em fenn - Yaou 23 a viz Mae

Avel em fenn - Yaou 23 a viz Mae

23/05/2024

Tremenet eo ar Redadeg un eurvezh a-raok an abadenn war-eeun. Aterset eo bet neuze Kenan An Habask ha Yann-Ildut Galliou a ra war-dro d'ar videoioù a zo chomet da frammañ ur video e burevioù RKB. Displegañ a reont o labour hag o sell war ar Redadeg.
Ur reportaj gant Tomaz Laken e Gwengamp lec'h oa kilometr Splann ! ar media dizalc'h war Internet, bet tapet gante arc'hant gant ar Redadeg evit ur raktres skignañ o enklaskoù dre ar son e brezhoneg. Goulven, ur stajiad Stumdi a zo bet aterset ivez.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard.
Etienne Cabaret a zo deuet da c'houde war-eeun e studio RKB evit komz deus ar Serr'Party, ur gouel e Rostren a stroll un tropellad sonerien en un ti-feurm evit aozañ ur gouel d'ar sadorn 25 a viz Mae dindan un ti-gwer.


Avel em fenn - Merc'her 22 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 22 a viz Mae

22/05/2024

Yann-Bêr Piriou, skrivagner ha bet kelenner en deus bevet e vugaleaj ha krennardiezh e Kaledonia Nevez gant e dud. Kontet en doa e 2013 da Dugdual Karluer e sell war mod bevañ an dud eno ha dreist-holl an darempredoù etre ar C'hanaki hag ar galboched. Setu lodenn gentañ un heuliad a ziskoach e sell.
Ur gronikenn gant eilveidi Lise Diwan Karaez, Inès, Solveig ha Tereza, bet oc'h atersiñ un desaverez givri e Plougastell-Daoulas.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun : Roiñ un eil vuhez d'an dafar d'ober àr-dro ar pouponed, setu ar pezh a vez kaset da benn get an embregerezh Ti Koantik. Ezel emañ a Chouette Coop bremañ, ur SIC a ra ar mem labour evit ar levrioù. Ur valeadenn a vo graet a-hed ar sizhun get Séverine Inkermann, e Kervigneg.


Avel em fenn - Gwener 17 a viz Mae

Avel em fenn - Gwener 17 a viz Mae

22/05/2024

200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh da souten Matthieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. D’ar 14 a viz Gwengolo arlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Jean Pirou a zo ezel deus ar CGT.
Ar gronikenn Barzhaz war al levr Ar vein war an hent, gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war diskouezadeg ar Roc'h Ugu : Efed


Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 21 a viz Mae

21/05/2024

Penaos e tremen an traoù evit [Ar Redadeg] (https://www.facebook.com/ar.redadeg/photos_by) ar wezh-mañ? 5 deiz 'zo e loc'he an dud a Rosko. Arriued oant e hanternoz ar vro d'ar Meurzh 21 a viz Mae etre Dinan ha Lambal. Muioc'h a resisadurioù get Katell Grall, e burev ar Redadeg hag o labourat evit Skipailh Kreiz Ar Redadeg (SKAR).

Roiñ un eil vuhez d'an dafar d'ober àr-dro ar pouponed, setu ar pezh a vez kaset da benn get an embregerezh Ti Koantik. Ezel emañ a Chouette Coop bremañ, ur SIC a ra ar mem labour evit ar levrioù. Ur valeadenn a vo graet a-hed ar sizhun get Séverine Inkermann, e Kervigneg. An tamm kentañ da glevout tro 45' er podkast-mañ.

Adkavit ivez rubrikenn neventioù Brezhoweb get Florent Grouin a-ziàr Barzaz-Breiz labour Kervarker, en [Istor livet] (https://www.brezhoweb.bzh/Barzhaz-breizh-kervarker-skrivagner-falser_fiche_4373.html) .

[Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Metig Jakez-Vargas. Avel em fenn oa kinniget dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.


Stourm ospital Karaez : sindikalourien galvet d'an archerdi

Stourm ospital Karaez : sindikalourien galvet d'an archerdi

21/05/2024

200 a dud oa deuet dirak prefeti Kemper dimeurzh da souten Matthieu Guillemot, mouezh-aotreet difennerien ospital Karaez. Ambrouget e oa bet gant ar bobl tud betek ar c’homiserdi ma oa sañset da respont da c’houlennoù ar boliserien. Un 10 stourmer bennaket zo galvet betek an 28 a viz Mae da zont d’an archerdi. Tamallet zo dezhe bezañ bac’het tud e ti an ARS ha bezañ bet feuls eno. D’ar 14 a viz Gwengolo arlene o devoa aloubet burevioù Ajañs Rannvro ar Yec’hed e Kemper da c’houlenn-groñs e vije addigoret urjañsoù Karaez noz-ha-deiz. Un emglev oa bet sinet evit se e fin miz Here arlene met abaoe n’eo ket bet lakaet en pleustr. Sindikalourien eo ar pep brasañ eus an dud galvet da vont da di ar polis. En o-zouesk 6 den eus CGT ospital Brest-Karaez ha 3 eus ar CFDT. Ur vodadeg vras zo rakwelet dimerc’her 22 a viz Mae e Kemper pa vo goulennataet sekretourien-veur an daou sindikad er c’homiserdi. Hiroc'h gant Jean Pirou, eus CGT Karaez.

Pennad-kaoz gant Aliette Guinebaud ha Sarah Barnier, stajiadezed e Radio Kreiz Breizh


Avel em fenn - Yaou 16 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 16 a viz Even

17/05/2024

Eilveidi Lise Diwan Karaez o deus savet un nebeut kronikoù evit Radio Kreiz Breizh. Skignet 'zo bet unan dionte a oa diwar-benn ar 7 breur.
Savet eo bet an ti-embann Lennomp ur bloaz 'zo. O raktres kentañ a zo embann 4 levr, daou evit ar vugale ha daou evit ar re koshoc'h, bet skrivet gant Yann-Fañch Jacq ha Maïwenn Morvan. Ar pal eo e vefe bet rakprennet etre kant ugent ha daou c'hant ugent skouerenn deus pep levr ha moullañ anezho e miz Even.
[Maïwenn Morvan a gont hirorc'h deomp war ar gevredigezh, o fal hag al levrioù.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/62642)
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war diskouezadeg nevez ar Roc'h Ugu war ar vevliesseurted gant an heñcherez Salomé Rouaut.
Ar gronikenn 'Zhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard war [ar C'hroateg e Burgenland] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/62494)


Lennomp ! : Un ti-embann nevez gant levrioù da rakprenañ

Lennomp ! : Un ti-embann nevez gant levrioù da rakprenañ

16/05/2024

Evit kavout diskoulmoù d'ar fed e vez moulet re a levr, dispignet kalz avenergiezh evit o werzhañ da c'houde hag implijet kalz arc'hant hag a zanvez evit o sevel eo bet krouet an ti-embann Lennomp gant Yann-Fañch Jacq ha meur a reoù all. O raktres kentañ a zo embann 4 levr, daou evit ar vugale ha daou evit ar re koshoc'h, bet skrivet gant Yann-Fañch Jacq ha Maïwenn Morvan. Ar pal eo e vefe bet rakprennet etre kant ugent ha daou c'hant ugent skouerenn deus pep levr ha moullañ anezho e miz Even.
Maïwenn Morvan a gont hirorc'h deomp war ar gevredigezh, o fal hag al levrioù.


Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 15 a viz Mae

15/05/2024

Tomaz Laken a zo bet d'ar gwener 10 a viz Mae da welet tud strollad Mouezh Paotred Breizh a oa o lidañ o 30 vloaz. Un digarez evit komz gant Vizant Abaziou ha Yann-Ber Premel deus al lazoù-kanañ.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Ur gronikenn war ar Redadeg savet gant Maïwenn ha Gwenannig deus Lise Diwan Karaez, bet int o atersiñ Hervé Baron.


30 vloaz Mouezh Paotred Breizh !

30 vloaz Mouezh Paotred Breizh !

15/05/2024

Ur c’haer a zeiz-ha-bloaz oa bet lidet e-pad « pont » hir Yaou Bask ! Hini Mouezh Paotred Breizh. 30 vloaz zo e oa bet savet al laz-kanañ gwazed. Hag ouzhpenn 400 sonadeg zo bet graet gante abaoe. Da lidañ an traoù war an ton bras e oa bet pedet 5 strollad all da gemer perzh er gouel ha da ginnig d’an dud sonadegoù betek disadorn. Ur gouel aozet gant sikour kêr Garaez ha leurenn Glenmor. Tost da gant pevar-ugent arzour zo bet o c’hoari da geñver an deiz-ha-bloaz mar plij ! Digwener 10 a viz Mae e oa bet ur sonadeg e iliz Poullaouen gant laz-kanañ Paotred Bro-Bagan ha Mouezh Paotred Breizh. Un digarez da c’houlennata kanerien eus ar strolladoù-se, Visant Abaziou ha Yann-Bêr Premel hag a zo eñ bet 20 vloaz o kanañ gant Paotred Breizh ha bet ivez e-mesk krouerien al laz-kanañ. Displeget o deus penaos e oa bet savet diwar atiz mignoned eus Bro-Gembre...

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

(Poltred Facebook MPB)


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine