En abadenn e vo klevet atersadenn Kristof Gwilloù o komz deus ar festival La Noctambullerie a dremeno e Sant-Inan d'an 2 ha d'an 3 a viz Gwengolo, [ar gronikenn Psi diwar-benn gwask ar gevredigezh evit ma vefemp eürus] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52409) , kronikenn barzhonegoù A-ramp war'r gomz o kontañ istor Reun ar C'halan, ha pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun evit gouzout ma vez perlezennoù 'bar meskl dour dous, mulette perlière en galleg flour.
En abadenn e c'hellfet klevet ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Bernard Cabon, a Guimaeg, komz deus bro Dreger vihan ha deus ar prantad pa oa aï al Leoniz er vro-mañ, da c'houde atersadenn an deiz gant Trefina Kerrain, deus mikro Tomaz Laken o tisplegañ penaos eo stad ar bolitikerezh e Lannuon-Treger Kumuniezh just a-raok diviz ar prezidant, Joel Le Jeune, da reiñ e dilez. Ha goude Keleier ar vro e vo klevet Pennad-kaoz ar sizhun gant Roger Kozler ha Pierrick Pustoc'h o kontañ deus ar fed debriñ meskl dour dous, hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo, kaset gant Benjamin Bouard a Radio Kerne evit echuiñ, da c'houzout hirorc'h war yezh iskisañ ar bed.
Joel Le Jeune, prezidant Lannuon Treger Kumuniezh (LTK) 'noa embannet dilun e tileze e garg a-raok fin e resped. Pevarzek vloaz zo emañ an den ouzh ar stur hag un tamm cheñchamant ne ray ket drouk, hervez soñj meur a zilennad eus LTK.
D'ar c'houlz votiñ ar budjed 2022 dija e oa bet un tamm bec'h e kuzul an tolpad-kêrioù, diwar ar mod mag eo bet renet an traoù gant Joel Le Jeune betek-henn, ken e oa en em vodet ur strollad dilennidi enep dezhañ dindan an anv Gouvernance partagée et respectueuse... C'hoant gante ma vefe cheñchet mont-en-dro an tolpad-kêrioù hag e vefe adsoñjet pe nullet meur a raktres boulc'het gant Joel Le Jeune hag e skipailh, evel hini pevarvet pont Lannuon pe c'hoazh hini Park an Diskouezadegoù. Trefina Kerrain, koñsailherez e Lannuon e karg eus ar sevenadur, ar glad hag ar brezhoneg, ha dilennet e LTK, a ro demp he soñj war dilez Joel Le Jeune.
En abadenn e vo klevet un atersadenn war eeun gant Florent Grouin a Brezhoweb evit komz deus an deiziataer a vez kinniget gante bep miz, un atersadenn deus ar festival Fisel gant ar strollad Mouilc'hi deus mikro Clara Thabard, eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar meskl dour dous gant Roger Kozler ha Pierrick Pustoc'h ha digoradur un heuliad war [plas ar maouezed er politikerezh gall gant Anne Koadig evit ar gronikenn Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52410) .
Sonerezh : Fat White Family, Alela Diane, Delgres, Park
E abadenn gentañ sezon gentañ Avel em fenn e c'hallfet klevañ ar gronikenn [Ur blantenn, un istor] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52394) , gant Isabelle Regnault o kontañ deus al linad, ur [reportaj 'ba Tremargad] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52391) kerzh ur staj kan ha diskan, Keleier ar vro, lodenn gentañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar meskl dour dous, ur spesad bresk na vez kavet kalz ken. Pierrick Pustoc'h deus Breizh bev a zispleg e peseurt stêr veint kavet c'hoazh ha perak eo ret ma vefe uhel kalite an dour evite. Hag [ ar gronikenn Dastum] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52396) savet evit 50 vloaz ar gevredigezh : buhez Katrin Korvelleg a zo kontet deomp gant Nolwenn Falezan.
Sonerezh : Komodor, A-wa, L'epée, Snaped Ankles
E-kreiz miz Eost e oa aet Yvon Morvan da anaon, ar yaouankañ deus ar Vreudeur Morvan. Hag an deiz e oa aet kuit e oa bet degemeret ouzhpenn un dousennad tud en ur staj kan-ha-diskan ba Tremargad. Evel un arouez eus an treuzkas a rumm da rumm o kenderc'hel... Bet eo pinvidik ar staj ha digor war an diavaez, gras d'ur fest-noz kanet ha sonet, met ivez d'un dokumañter bet diskouezet ba ostaliri Tremargad. Un diellfilm ec'h anv Kan ha Diskan, bet savet gant Violaine Dejoie-Robin e 1995. Bet oa ar realizatourez o welet kanerien ar vro, ar baotred Morvan en o-mesk evel-just. Deus tout se e vo kaozeet bremañ gant Ninnog, a oa deut da Dremargad da bleustriñ ar c'han-ha-diskan, gant mestr ar staj, Axel Landeau. Bet oa Tomaz Laken o welet anezhe o-daou araok ar fest a oa da vezañ da noz...
Fest-noz ar falc'herion.ezed OGK (OGM) a vo a benn Disadorn 9/11 e Sant-Kadou! Un digarez deomp da glevout hirroc'h a-zivoud o stourm, e kompagnunezh Jakez. Un atersadenn graet get Yann Boishardy (RKB).
Un dazont a zo evit diorroiñ da vat ar sinema e brezhoneg. Setu ar pezh a vez kavet get ar gomedianez Tifenn Lineatte. Setu 5vet tamm an eskemm get Yann Boishardy (RKB) e Pennad-kaoz ar sizhun mañ.
Adkavit ivez ar gronikenn Barzhaz get Tomaz Laken ha Magali Baron (Kuzul ar Brezhoneg) àr embann ar levr Ar bleiz droch a spont ar vro troet e brezhoneg get Mark Kerrain.
Muioc'h a-zivoud ar pezh a vir pe a ziorren kleñved alzheimer get ar medisin e retret Alan Goulwen, er gronikenn Yec'hed.
Keleier ar vro: Aodren Trehin
Avel em Fenn: Enora Molac & Neshka