Evit devezhioù ar glad 2022 eo bet choazet un tem : ar glad padus. Un tem ledan lec'h ma c'hell neb hini kinnig pezh a gari. Evit mirdi skol Botoha eo bet choazet lakaat ar viz war lastez ar skol gwechall. Peadra da soñjal war ar pezh a vez graet bremañ ha da chom uvel war tout an traoù "nevez" kinniget bremañ evit kaout ur skol propoc'h.
Cédric Binet a labour 'ba mirdi ar skol e Botoha abaoe 10 vloaz, kontañ 'ra deomp pezh avo kinniget evit devezhioù ar glad hag e sell war ar sujed-mañ.
En abadenn e vo klevet ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Bernard Cabon o komz deus brezhoneg Bro Dreger vihan, da c'houde ur reportaj gant Laetitia Fitamant a zo bet o welet Quentin Puech, bet adpaket embregerezh troc'hañ koad e dad hag a aoz ur gouel evit lidañ an 40 vloaz, Keleier ar Vro gant Tunvezh Wlagen-Grandjean, trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Yoran Embanner o kontañ ar choaz a reont o embann levrioù o pleal gant istor ar Broadoù hep Stad hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard o komz deus Herodote.
Sonerezh : O'tridal, Amsterdam Klezmer Band, Timothée Le Net Quartet.
En abadenn-se e vez klevet un atersadenn gant Jean-Daniel Bourdonnay e-keñver raktres kresk mengleuz andalouzit Groñvel. Klevet 'vo ivez ar gronikenn "ur blantenn un istor" a-ziàr an turc'h (pissenlit e galleg flour), lodenn gentañ pennad kaoz ar sizhun diàr-benn ar metanizer a c'hallhebout stalliet e Ploufragan, hag ar gronikenn "dastum" a-ziàr mouezhioù ar vugale oa bet enrollet.
En abadenn e vez klevet Florent Grouin e-keñver program blead skol Brezhoweb, un atersadenn diàr-benn yezhoù Bro Suis, eil lodenn pennad kaoz ar sizhun gant Annie Gwilhoù àr raktres stalliañ ur metanizer e Ploufragan, hag ar gronikenn "Tamm ha tamm 'vez groet he bragoù da Chann" a-ziàr istoer gwirioù ar maouezed.
En abadenn, [ur reportaj diwar-benn fest-noz Topariti e Pleuveur Bodou] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52637) d'an 10 a viz Gwengolo, [kronikenn Barzaz kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, hiriv, al levr Dulenniz e oant, skrivet gant James Joyce ha troet e brezhoneg gant Herve ar Beg. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52557)
En abadenn e vez kavet ur reportaj diàr-benn ar gelaouenn "displeg" nevez embannet gant TES, ar gronikenn "Barzaz" a-ziàr fotoioù zo bet tapet gant an teleskop James Webb en oabl don, hag ar lodenn ziwezhañ pennad kaoz ar sizhun e-keñver ar veskl dour dous.
Un abadenn gant pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar benn metanizeur Ploufragan gant Annie Gwilhoù kenbrezidantez Haltes aux marées vertes, div atersadenn gant Gael Roblin ha Brendan Budok evit komz deus ar vanifestadeg a vo d'ar sadorn 10 a viz Gwengolo evit ma vefe lakaet Breizh 'vel un takad stenn a fed lojeiz, ar gronikenn War hentoù an Antroposen war an dour hag A-ramp war'r gomz diwar-benn buhez Reun ar C'halan.
N'eo ket tout mont da vakañsiñ war aod ar Vein Ruz 'pad an hañv, ret eo aozañ darvoudoù 'vit an dud o chom 'bar vro a-hed ar bloaz ha plantañ sevenadur Breizh pep lec'h.
Setu pezh mel labour Bleuñwenn Konan, plac'h a Berroz, deuet a-benn da gendrec'hiñ mignoned evit aozañ ur fest-noz bep bloaz e miz Gwengolo e Tavarn Krec'h Beg e Pleuveur Bodou, e traoñ ar Radom mil anavezet.
Setu he neuze o kontañ deomp petra 'vo ar fest-noz ha peseurt tro-spered a zo gante.
Fest-noz Breizh Inn : TekMao, Le Bour - Bodros, Enora & Ivona, David Pasquet, Raavni.
6e30 - 8 €
Ur valeadenn a oa bet disul 4 a viz Gwengolo kostez Groñvel a-enep kresk mengleuz andalouzit IMERYS, ur pezh embregerezh mengleuziañ a fournisa danvez d'an industriezh. Ur gerzhadeg aozet gant Réfrac'terres, kevredigezh tomm ouzh an endro a stourm enep kresk ar garierenn hag he reuzioù niverus. En soñj emañ IMERYS d'ober ur bedervet foz, un toull ouzhpenn, a-benn derc'hen tennañ andalouzit deus douaroù Gerfales, ba Groñvel. Ar meinad-se zo prizius evit fardañ produoù sañset talañ deus ur c'hwrez uhel-uhel, evel ba industriezh ar fonderezh da skouer. En Afrika ar C'hreisteiz e vez tennet andalouzit gant IMERYS ha e kreiz Breizh hend all, e lec'h ma vez tennet gant an embregerezh war-dro ur c'hard deus ar produadur bedel a andalouzit, soñjit 'ta ! Un teñzor diwallet hardî...evel a lavar demp Jean-Daniel Bourdonnay, deus ar strollad [Réfrac'terres] (https://www.facebook.com/R%C3%A9fracterres-107730572051649) ...
Breizh emren ac'hann d'ar bloaz 2032 !
Sell aze ar mennad dispaket da heul an emgav graet e fin miz Eost (2022) ba Karaez gant meur a zek stourmer ha stourmerez emrenour. Hag abaoe zo bet klevet komz deus mennozh an emrenerezh ba meur a gazetenn. Ba Ouest-france, lakomp, eo bet lâret he soñj gant Aziliz Gouez, mouezh-aotreet ar strollad « Breizh a-gleiz » e kuzul Rannvro Breizh. Hag en Télégramme zo bet lennet ur sell enebet war an emrenerezh, hini Bernard Poignant, bet depute ha maer Kemper. Ha sur ha n'eo ket marteze zo bet komzet deus emrenerezh ar bloaz-mañ. Goude 'nije Gérald Darmanin, ministr an diabarzh, disklipet ar ger evit komz deus enezenn Gorsika o deus profitet emrenourien Vreizh evit adlakaat sklêrijenn war o c'hoant da welet ar Stad-c'hall o kas d'ar Vretoned ul lodenn eus ar galloud lezenniñ ha reolennañ, hag o reiñ an tu d'ar c'huzul-rannvro da zastum tailhoù e-barzh ur vro adunanet. Pennad-kaoz gant Alan Kloareg, deus ar strollad dizalc'hour Douar ha Frankiz, a oa bet lañset gante e miz Meurzh ar bloaz-mañ ur galv d'en em unaniñ a-benn gonit an emrenerezh.