D'an 2 viz Here e vo aozet Gouel ar Gwez gant Ti ar C'hoadoù. Un devezh gouestlet d'al liamm etre mab-den, etre an dud 'b'ar vro hag ar gwez hag ar c'hoadoù. Rozenn an Dreo, renerez Ti ar C'hoadoù a zispleg deomp al labour kaset gant ar gevredigezh evit deskiñ d'an dud bevañ gant ar gwez, gouzout troc'hañ anezho, gouzout profitañ dionte.
Sonerezh : Ar wezenn avaloù - Diaoulez ar menez / Barzhoneg : Meulgan ar c'hleuzioù - Fañch Peru - Dastum
Daniel Carré a gont kontadennoù ha marvailhoù hengounel d'an dud evit e blijadur, ha 'sambles gant daou gonter-all, Fanny Chauffin ha Pascal Cariou, 'vo animet un devezh atalieroù a-benn deskiñ penaos kontañ dirak ur publik. An darvoud-se 'zo aozet gant Ti douar Alre e Plewigner, d’ar sadorn 22 a viz Here 2022. Titouroù ouzhpenn war ar "Masterklas Kontañ" a gavfet en ur vont e darempred gant Ti Douar Alre a-raok ar 16 a viz Here.
Atersadenn kaset gant Rose Troadeg
Petra nevez war Brezhoweb? Evel bep sizhun vez klevet Florent Grouin hag hirie e lak ar gaoz war Kanaouennoù Masha ha Michka, klipoù bihan savet diwar kanaouennoù azasaet e brezhoneg gant tudennoù an dresadenn-vev mil brudet. Da c'houde e heuliomp Yuna Kojan ha Alan Ar Sann war Porzh Keroman b'An Oriant, da zizoloiñ chanteroù hag atalieroù La Perrière hag an "dom-bunker". Ar c'heleier a zo kinniget gant Anton Burel. E "pennad-kaoz ar sizhun", Herve Latimier a gont deomp deus an UDB er bloavezhioù 1970. Hirie 'vez kaoz gantañ deus an doareoù da vrudañ ar strollad er mare-se, deus an doare hag an dibaboù graet gante da sevel ar skritelloù. Kronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann" a zo diwar-benn ar parded etre merc'hed ha paotred, klevet vo al lodenn gentañ da glozañ an abadenn.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Youenn Gwernig, Opa Tsupa
Er gronikenn "Dastum" e vez klevet Ifig Troadeg, dastumer ha kaner a Vro Dreger, o kontañ deomp deus Frañsoa Katou deus ar Vinic'hi, 'kichen Landreger, ha deus ar ganaouenn Dilostañ ar wiz a oa kustum kanañ. Ur gronikenn savet gant Tomaz Laken. Solange Creignou eus Kumuniezh Kumunioù Montroulez a respont da c'houlennoù Maelle Ausias diwar-benn ar c'hirri-boutin deuet da vezañ digoust e Montroulez. Ar c'heleier 'zo kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Granjean. "Pennad-kaoz ar sizhun" a zo gouestlet da stourmoù ar strollad UDB er bloavezhioù 1970 dre un diskouezadeg skritelloù deus ar mare-se, Herve Latimier 'zo ouzh mikro Rose Troadeg.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Star Band de Dakar, Neil Young, Les doigts de l'homme, Mardi Grass Brass Band
En abadenn e vez kinniget troidigezh brezhoneg Fablennoù La Fontaine gant Ti-Embann ar Skolioù, Anne Pouzarat a zo ouzh mikro Tomaz Laken. Da heul e vez kaoz eus ar festival sinema "Play it again" gant Fulup Gwern kenbrezidant sal du Kallag. Keleier 5e30 a zo kaset a-benn gant Anton Burel hag evit echuiñ an abadenn 'vez klevet pemvet lodenn "pennad kaoz ar sizhun" diwar-benn Foar gezeg Bulad-Pistien. Hirie emañ Tomaz Laken o vale e-touesk ar c'hezeg tal-kichen Yann-Bêr Guyader hag a oar mat deus al loen-se.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Gogol Bordello, Tribeqa
En abadenn, bet enrollet e studio RKB e Gwengamp, e vez klevet ar gronikenn A-ramp war'r gomz, gant Gwendal Denez o kinnig trede maread ar varzhoniezh vrezhonek, gant Yann-Bêr Kalloc'h. Da c'houde emañ Monique ar Boulc'h o kinnig pardon ar Bleu deus mikro Jeanne Chevrel, Keleier 5e30 kinniget gant Tomaz Laken, ha pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn foar ar c'hezeg Bulat.
En abadenn e vo klevet ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Bernard Cabon o komz deus liamm an dud e Vro Dreger vihan gant ar mor. Da c'houde e vo klevet un atersadenn gant Gwenole Fauve, o labourat e abati Landevenneg lec'h ma vez un diskouezhadeg betek ar 5 a viz Du diwar-benn ar bloavezhioù mil. Goude Keleier 5e30 emañ reportaj Tomaz Laken e foar Vulat ha kronikenn Ouzhpenn ar Vretoned a zo diwar-benn Cristina Calderon, plac'h diwezhañ o konto yezh yagan.
Er gronikenn "Dastum" e selaouomp en-dro Jermen Boutier, konterez genidik a Sant-Servez-Kallag, enrollet er bloavezhioù 1980, ur gronikenn savet gant Tomaz Laken. Goude 'vez kaoz eus ar sec'hor dre destenni Goulven Troadeg, paesant ba Benac'h, ouzh mikro Maelle Ausias. Keleier ar vro 'zo kinniget gant Yuna Cojean. Pennad-kaoz ar sizhun 'zo diwar-benn Foar gezeg Bulad-Pistien, hirie, el lodenn gentañ, 'vez klevet If Bronneg, eus Plone'-Kintin ouzh mikro Tomaz Laken. Er gronikenn "Ur Blantenn, un Istor" 'vez lakaet ar gaoz war ar bezv gant Anne-Laure Nicolas deus Koad an Barz.
Ken-animet gant Julia Mouazan ha Rose Troadeg
Muzik : Sex Pistols, The Housemartins, Queen
En abadenn a vo klevet Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig koulzad nevez an heuliad Deian ha Loli, ur serienn evit ar vugale da vezañ skignet bep meurzh betek miz Eost 2022. Daniel Carré, deus Plewigner, konter istorioù ha marvailhoù, a gont deomp deus ur staj evit deskiñ kontañ dirak ur publik a vo da vezañ e Ti Douar Alre d'an 22 a viz Here. Ar c'heleier a zo kinniget gant Erwan Blanchard. Pennad-kaoz ar sizhun a zo gouestlet da Foar Gezeg Vulad-Pistien, hirie 'vez klevet Alain Berthelot ouzh Mikro Tomaz Laken. Da echuiñ an abadenn, ar gronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chan", an eil lodenn diwar-benn gwirioù ar maouezed.
Ken-animet gant Julia Mouazan ha Rose Troadeg
Muzik : Ojos de Brujo, Django Django, Dervish
En abadenn e vez kavet un atersadenn gant Mikael Le Bihannic diàr-benn gouel 10 vlez Bretagne Culture Diversité. Lakaet e vez ar gaoz àr abadenn Brezhoweb "Made e Breizh" hag evit achuiñ e vez kaoz a Yoran Embanner e eil lodenn pennad kaoz ar sizhun.