Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Here

13/04/2023

Un atersadenn gant Bleuenn Saoz ha Iona Smulders e [ti-feurm Trevero] (trevero.fr) staliet e Serent. Kronikenn diwezhañ Brezhoneg Bro Dreger vihan gant Bernard Cabon hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo diwar-benn ar c'hupseg. Ul lodenn ivez deus Pennad-kaoz ar sizhun gant Gildas Grimault ha Mari an Intanv o komz deus al lec'h Le Derive staliet e Pont-Menou 'kichen Plestin.


Avel em fenn - d'ar Meurzh 4 a viz Here

Avel em fenn - d'ar Meurzh 4 a viz Here

13/04/2023

Petra nevez war Brezhoweb ? Koulzad 2 an heuliad Flapakarr a grogo d'ar 5 a viz Here hag e vez kinniget deomp gant Florent Grouin. Goude ez eomp gant Tomaz Laken betek ti-feurm ar "Buis Sonnant" e Plougerne'el. Julien Lannou, arzour, en deus savet ur pezh oberenn arz e kreiz ur park moc'h, e ti Marion Henri, ar venajerez. Emaint o-daou o tisplegañ perzhioù mat "Champs d'expressions", un darvoud aozet gant La Fourmi.e tro-dro da Rostrenn. Ar c'heleier a zo kinniget gant Erwan Blanchard. "Pennad kaoz ar sizhun", savet gant Maelle Ausias a zo diwar-benn "La Dérive", ul lec'h sevenadurel savet en un heskennerezh kozh. Hirie 'vez kaoz gant Marie Lintanf ha Gildas Grimault eus ar vilajenn lec'h ma 'mañ staliet, Pont Menou. Er gronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chan" 'vez kaoz deus ar parded. Peseurt lezenn evit ar strolladoù politikel ha daoust hag eñ e vez doujet deus al lezennoù-se ? Anne Koadig a respont da Vaelle Ausias.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Guy Davis


Dorioù digor levraoueg hollvrezhoneg Kawan

Dorioù digor levraoueg hollvrezhoneg Kawan

13/04/2023

Visant Dubois a lak ac'hanomp d'ober tro levraoueg hollvrezhonek Ti ar Vro Kawan. Ul levraoueg ur bern teñsorioù enni. Dorioù digor a vo aozet eno disadorn, an 8 a viz Here, kement ha brudañ al lec'h, hag ouzhpenn-se e vo ivez ur gwerzh a-vras a levrioù evit ar vugale (hag evit ar re vras ivez!) gant distaolioù spontus. An darvoud 'zo aozet gant an tier-embann Keit vimp bev ha Dastum.
An devezh a grogo da 10 eur, betek fin an abardeiz.
Levraoueg Ti ar Vro e Presbital Kozh Kawan 'vez digor, a-hend-all, d'ar Meurzh, Merc'her ha Yaou etre 1 eur hanter ha 6 eur goude merenn, ha deus ar beure d'ar Yaou ha d'ar Sadorn, etre 10 eur ha kreisteiz.
Titouroù ouzhpenn : Vinsant Dubois [levraoueg@tiarvro22.bzh] (mailto:levraoueg@tiarvro22.bzh) – 02 96 49 12 06
Atersadenn : Rose Troadeg


Pabu : Kazi 18 miz o c'hortoz ul levrig familh divyezhek

Pabu : Kazi 18 miz o c'hortoz ul levrig familh divyezhek

13/04/2023

Abaoe kazi triwec'h miz emañ Anna al Lae ha Tudwal Girard o c'hortoz kaout ul levrig familh divyezhek brezhoneg-galleg. O mab Taliesin oa bet ganet un nebeud mizioù zo en ospital Gwengamp, staliet war gumun Pabu. Nevez zo e oa bet nac'het o goulenn gant kêr Pabu. Met un tamm trouz oa bet graet gante ar sizhun dremenet dre ar rouedadoù sokial hag ar mediaoù ken eo deuet ar gumun war he soñj... Pennad-kaoz gant Anna al Lae ha Gwilhom Morin deus Ofis Publik ar Brezhoneg.


Avel em fenn - d'al Lun 3 a viz Here

Avel em fenn - d'al Lun 3 a viz Here

13/04/2023

Er gronikenn "Dastum" e tispleg Yann-Ewen L'haridon, kaner ha soner ar strollad "Modkozmik", e zibaboù kanaouennoù ha tonioù a-benn sevel un abadenn nevez-flamm anvet "Menez Kernall". An abadenn-se 'zo bet savet espres-kaer da geñver lid 50 bloaz Dastum hag e vo kinniget e Sal Amzer-Nevez Plañvour d'ar yaou 6 a viz Here asambles gant ur raktres ken nevez-flamm all, hini Emanuelle Bouthillier, kanerez ha senerez violoñs, anvet "A l'évâillée". Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias. Goude 'vez roet ar gaoz da Visant Dubois evit brudañ levraoueg hollvrezhonek Ti ar Vro Kawan ha gwerzh a-vras levrioù evit ar vugale, aozet gant tier-embann Keit Vimp Bev ha Dastum, d'ar sadorn 8 a viz Here e Kawan. Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Tomaz Laken. Ar gronikenn "Ur blantenn, Un istor" 'zo diwar-benn ar c'hoñkoñbrez, gant Marilia Petite ouzh mikro Florie Thielin.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Ye Vagabons, Zanmari Baré


Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

Digoust eo ar c'hirri-boutin e Montroulez Kumuniezh

13/04/2023

E Montroulez kumuniezh emañ digoust ar c’hirri-boutin abaoe ar 1añ a viz Gwengolo. War c’hwec’h kumun warn-ugent neuze. Ur sapre choaz politikel evit ar seizh linenn hag hanterkant, bet kaset da benn gant dilennidi ar vro, ‘sambles gant Keolis, ar filiale a ra war-dro d’ar bus dre un DSP, délégation de service public. Ur raktres hollek evit sikour ar familhoù a-fed arc’hant mes ivez evit ma vefe nebeutoc’h a otoioù, o kinnig ivez d’an dud feurmiñ beloioù tredan, pe o kinnig ur c’harr-boutin bihan, o vont en dro dre dredan ivez, digoust, o treuziñ ar ger a-hed an devezh.
‘Vel just e oar an dilennidi eo start kinnig seurt raktresoù evit ur c’humuniezh kumunioù war ar maez kar eo ret dont a-benn da gendrec’hiñ ivez d’ar re o chom ‘bar c’humunioù tro-dro dont betek Montroulez dre ar c’harr-boutin daoust d’ar fed ne vefe ket kalz dionte c’hoazh.
E Breizh, evit poent, ez eus Dinan, Dinard, Gwitreg, Karaez ha Saint-Brévin-les-Pins o kinnig kirri-boutin digoust.
Solange Creignou a zo bez-prezidantez e karg deus an ekonomiezh ha maerez Sant-Tegonneg, asantet he deus respont d’hon goulennoù e brezhoneg, mersi bras dezhi.


Ca moutonne, ramène ta pomme

Ca moutonne, ramène ta pomme

13/04/2023

« Ca moutonne, Ramène ta pomme » vo aozet e Ekomirdi Sant-Degan e Brec'h, bar Morbihan, d’ar 16 a viz Here. Un devezh gouestlet d’ar biolieseurted tro dro d’ar spesadoù avaloù ha deñved orin deus Breizh.
Un doare dudius evitomp da c'houzout hiroc’h war lieseurted spesadou ar vro, ha da zeskiñ jestroù hon zudoù kozh a-fed labourat ar gloan pe ober jistr..
An devezh a grogo da 11 eur betek fin an abardeiz, 4 euro evit mont e barzh ha peadra da zebriñ war blas, krampouz, anat deoc’h !
Tony Le Saux, animatour e Ekomirdi Sant-Degan, a gaso un atalier jug avaloù met a-raok diskrivañ pisoc’h petra vo an atalier-se, e ro deomp un toullad titouroù diwar program an devezh-se.
Atersadenn : Rose Troadeg


Avel em fenn - Yaou 29 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Yaou 29 a viz Gwengolo

13/04/2023

En abadenn e vo klevet ar gronikenn Psikologiezh diwar-benn ar pezh a oa bet lakaet en plas gant Ministr ar yec'hed Olivier Veran, Mon Psy. Da c'houde un atersadenn gant Tony Le Saux a labour 'ba ekomirdi Brec'h diwar-benn ar gouel "Ca moutonne", Keleier ar Vro gant Erwan Blanchard, ha pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Hervé Latimier deus mikro Rose Troadeg evit komz deus an diskouezhadeg skritelloù an UDB. Hag ur gronikenn Teñzor ar brezhoneg komzet : Hennezh 'zo ur breser.


Avel em fenn - Merc'her 28 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Merc'her 28 a viz Gwengolo

13/04/2023

En abadenn, un atersadenn gant Rozenn An Dreo, renerez Ti ar C'hoadoù diwar-benn Gouel ar gwez a vo d'an 2 a viz Here. Ar gronikenn War hentoù an Antroposen war buhez ha stourm ekologel ar matematikour Alexander Grothendieck hag ar gronikenn Ouzhpenn 'Vretoned 'zo war ar pobl kusunda e bro Nepal. Ha 'vel just trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun, ur valeadenn e diskouezhadeg skritelloù an UDB gant Hervé Latimier deus mikro Rose Troadeg er Flambard, 'ba Lannuon.


Dekvet "Champ d'expression", arzoù a-vremañ war menajoù kreiz Breizh

Dekvet "Champ d'expression", arzoù a-vremañ war menajoù kreiz Breizh

13/04/2023

Disul 2 a viz Here e vo digoret an dekvet "Champ d'expression". Un darvoud gant ar gevredigezh La Fourmi-e a ginnig pediñ arzourien hag arzourezed da dremen un pennad amzer war menajoù eus kreiz Breizh. Ha dav d'ar re-seoù sevel un oberenn war blas. Deomp da Gerleo, ba Plougernevel, da feurm ar Buis Sonnant, e-lec'h ma vez savet saout brizh-du ha moc'h deus ar vro. Eno zo bet kejadenn etre Marion Henri hag he c'henlabourerien hag an arzourien Denis Colin ha Julien Lannou. Gantañ hemañ zo bet savet un iñstalasion, ur stalerezh, gant danvez diwar ar maez ha da heul...un istor hag ur preder kinniget d'an dud a dey da sevel o fri...


Adalek disul goude kreisteiz, ha goude-se bep wikend betek fin ar miz, e c'hallo an dud dont da welet evit mann an oberennoù krouet gant 7 arzour war 6 menaj ba Plougernevel, Rostrenn ha Groñvel. Un digarez da gonto gant arzourien ha menajerien war un dro...


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine