E 2010 e oa bet divizet gant ar FIFA en em dalc'hfe kampionad melldroad ar Bed e bro Katar. D'ar c'houlz-se dija oa bet reuz tro dro d'an afer-se. Hirie an deiz, ur miz a-raok e krogfe ar c'hib e sav ur bern mouezioù evit gervel an dud da "voycottiñ" ar c'hrogadoù.
Maina Ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella a zo sot gant ar foot o-zri. Koulskoude e vezont klevet tro-ha-tro o tisplegañ perak e chomfont hep sellet ouzh krogadoù melldroad Kip ar bed e Katar. Emaint ouzh mikro Yuna Kojan.
En abadenn e vo klevet ar gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr [Pell diouzh an doarenn. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53080) Goude e vo klevet un atersaden war eeun gant Padrig Ferog, deus ar gengevredigezh Raok ha Goulven Gentil deus Ofis an douristelezh komz deus al labour a reont war dachenn an ekonomiezh hag an douristelezh e brezhoneg e Kreiz Breizh. Echuet 'vo an abadenn gant lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun er Seizh Sant gant Bastian Gwilhouz deus ar C'houerc'had.
Emañ skipailh Dizale e Kemper o peurechuiñ enrollañ ur fiksion radio nevez diwar roman polis Jerom Olivry Ouzh Skleur an Noz. Al levr, embannet 'ti Al liamm, en doa paket priz dazont ar brezhoneg e 2019. An istor sunerien-gwad-se ‘zo bet azasaet ha sevenet gant Anais Leroux a-benn kinnig ur faltazi 15 rann d’ar radioioù brezhonek. Prest 'vo a-benn un nebeut mizioù, e 2023, met a-raok e chom labour war ar stern !
Amañ vo klevet un tañva deus ‘pezh eo labour enrollañ ur faltazi en ur studio, leurenn a-dreñv ur raktres seurt-se, en un doare. Ul labour pizh, resis tre, lec’h ‘vez soñjet da doud ar munudoù hag enrollet betek an disterañ trouz, zoken trouzioù displijus ar sunerien-gwad !
Emañ Bleuñvenn Konan, prestet ganti he mouez evit ar faltazi, Jean-mari Olliver, ijinour-son e Dizale, hag Anais Leroux, sevenourez ar raktrez, o labourat... Selaouomp anezhe.
Ur reportaj graet gant Rose Troadeg
Er gronikenn "Dastum" e kont Maelle Ausias deomp eus buhez Mari-Añj Konan, kanerez eus ar Morbihan brudet evit he mouez hag he stil. Benjamin Bouard 'zo bet o atersiñ Yann Meur diwar-benn al levr en deus nevez embannet e ti Kenleur : Pouchi-Poucha, sur les traces de Pardon Speied, peadra da c'houzout hiroc'h diwar-benn orin ar ganaouenn mil-brudet "Pardon Speied". Ar c'heleier 'zo kinniget gant Anton Burel. E "Pennad-kaoz ar sizhun" e vez kaoz deus istor an adlodennañ, Léandre Mandard, bet graet un dezenn war ar sujed-se a responto a-hed ar sizhun da c'houlennoù Tomaz Laken. Kronikenn Florie Thielin "Ur blantenn, un istor" a zo, evit sizhun, diwar-benn ar gwinizh "poulard" gant displegadennoù Pierre-Yves Le Panse, paesant-"toazenner" e Groñvel.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : "Pouchi-poucha" diwar ar c'hlip savet gant Yann Meur ha Konogan an Habask, Quiconico, The Hot 8 Brass Band
Olier Berson a labour e Ti Douar Alre a ginnig deomp ar festival "Automne Autrement", "Bro Alré Gouil Bamdé" evit an anv brezhonek. Ur arvest douget abaoe 18 bloaz, gant Ti Douar Alre e Plewigner, hag a stroll toud an abadennoù a denn da sevenadur Breizh, pe vefe yezh, muzik, dañs pe c’hoazh glad, e Bro an Alre. Marteze ho peus bet tro da welet al levrigoù bihan a ginnig ar program liesseurt-se, gant ur binioù treuzwisket en un delienn diskar-amzer livet war ar gollo. An arvestoù a c’hoarvezo betek an 13 a viz Du e Su ar Morbihan, hag ar program a c'hellit kavout war al lec'hienn www.tidouaralre.com.
Atersadenn : Rose Troadeg
Hirie e lak Florent Grouin ar gaoz war 4/13 munut e Breizh, reportajoù berr a ra berzh war Brezhoweb. Olier Berson deus Ti Douar Alre a ro deomp un tañva deus program "Bro Alre gouil bamdé", ur festival dalc'het etre ar 7 a viz here betek an 13 a viz du. Ar c'heleier 'zo kaset gant Erwan Blanchard deus Arvorig Fm. E "Pennad-kaoz ar sizhun", Bastian Guillou a gomz deomp deus al liamm a zo etre mojenn ar Seizh Sant amañ e Breizh ha hini a vez kavet er broioù arabeg, ha deus krouidigezh ar bardon hanter gristen hanter vuzulman a vez e vilajenn ar Seizh Sant bep bloaz e miz gouere.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Balkan Beat Box, Jean-Luc Thomas ha Gabriel Faure, Janis Joplin
En abadenn, un atersadenn gant [Glen Doujet diwar-benn an dibenn-sizhun kengred e KerOchap e Melrand] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53262) . Klevet 'vez ivez ar c'hronikoù Psikologiezh diwar-benn an TCC, Thérapie Cognitivo-Comportementale, un doare da bareañ an dud buan deus pezh a c'hell empech anezho d'ober traoù. Setu ali Clément Guillanton. Hag ar gronikenn [A-ramp war'r gomz gant Gwendal Denez] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53284) o komz deus al liamm etre ar skritur "poblel" hag ar c'hantikoù.
Ti-feurm Keroperh 'mañ staliet e kreiz ar parkoù hag ar c’hoadoù war gumun Melrand ba morbihan. Eno vo aozet un dibenn-sizhun arvestoù a-bep seurt, ur pred-kabaret gant sirk, ur fest noz bras, ha se vo d’ar 14 ha d’ar 15 aviz here, en daou c’hoban-bras a zo savet e kreiz an ti-feurm. An darvoud-se ‘zo kenaozet gant Kerochap, kevredigezh stag ouzh al lec’h, ha RESF Pondi, réseau éducation sans frontières, evit strollañ arc’hant da skoazell ar repuidi.
Glenn An Doujet hag e gompani sirk Panik a zo staliet e Kerochap. Gantañ e refomp tro al lec’h, peadra da goût hiroc’h war ar C’hompani Panik, war Kerochap ha war an dibenn-sizhun fest ha skoazell a vo d’ar 14 ha 15 a viz here.
Pred-Kabaret ar gwener 14 a grogo da 8 eur hag a gousto 20€. Hastit buan prenañ ho tiked 'blam ne chom ket kement-se a blasoù ! Toud an titouroù ‘benn mirout plasoù (liammoù helloasso pe niverenn pellgomz) ‘zo da gavout war bajenn facebook RESF Pondi.
Fest-noz ar sadorn 15 a grogo da 6e, bar chapito (tommet ha toud !), hag 'vo priz libr evit mont e-barzh, gant ur plato a-galite. Plijadur ‘vo !
Atersadenn gant Rose Troadeg
E kronikenn "Dastum" ar sizhun e vez kaoz deus Louiz Bonnieg, a oa o chom e Plunet e Bro Dreger ha deus unan deus ar c'hanaouennoù niverus a gane : Janedig Koant. Ifig Troadeg en doa enrollet anezhi er bloavezhioù 1980, emañ ouzh mikro Tomaz Laken. Goude 'vez klevet Gael Briand, dilennad eus an tu-enep e kuzul-kêr An Oriant. Ouzh mikro Yuna Kojan e tispleg ar muzulioù nevez lakaet e plas gant kêr An Oriant a-benn mestroniañ ha reolenniñ marc'had ar feurmiñ lojeiz evit prantadoù berr. Keleier ar vro hag ar bed a zo kinniget gant Tunvezh Vlagen-Granjean. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo gant Bastian Guillou diwar-benn ar Seizh Sant er C'houerc'had. Kaozeal 'raio eus ar chapel, ar feuntenn, ar pardon islamo-kristen 'vez eno bep bloaz ha deus Louis Massignon, krouer ar pardon-se. Hirie 'vez kaoz deus mojenn ar Seizh Sant, "ar gouskerien". Er gronikenn "Ur blantenn, Un istor" 'vez komzet gant Bronwenn Pinschof deus an ach, ul legumaj burzhudus hervezi, emañ ouzh mikro Florie Thielin.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Eithne Ni Uallachain, Victor Démé
Er gronikenn "Barzhaz" 'vez kaoz hirie, gant Riwall Jorjilin ha Tomaz Laken, deus Arnodva an hadennoù, ul levr embannet gant Ti-Embann ar Skolioù hag a zispleg pep tra d'ho pugale diwar-benn ar c'hleñvedoù en un doare heugus met plijus! Goude 'vez klevet Anna Al Lae o kontañ ar bec'h he deus bet kaout ul levrig-familh divyezhek brezhoneg-galleg deus perzh ti-kêr Pabu. Gwilhom Morin eus Ofis Publik ar Brezhoneg a ro deomp e sav-poent war an tabut-se ivez. Emaint ouzh mikro Tomaz Laken. Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Yuna Cojean. E "Pennad-kaoz ar sizhun" ez echuomp hon zro e "La Dérive" ba Pont Menou, e-kichen Lanmeur. Liesseurted an darvoudoù a c'hoarvez el lec'h sevenadurel-se a zo kinniget gant Marie Lintanf ha Gildas Grimault. Emaint ouzh mikro Maelle Ausias.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Electric Bazar Cie, Orchestra Baobab, Fabulous Trobadors