Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Petra eo ar gwin natur ? Gant Gilbert Lavanant

Petra eo ar gwin natur ? Gant Gilbert Lavanant

13/04/2023

Ur bern foeriou tro dro d’ar gwin natur a vez gwelet o tifloupañ e Breizh abaoe un nebeut bloavezhioù. En ur bed lec’h 'vez klasket teurel pled deus ar pezh a zebromp en ur c’hlask prenañ digant labourerien-douar a zoujfe deus an endro, e teu ar gwin natur, anat deoc’h, da gemer ur plas bras bar' jeu !
"Les Zingovinotiques" a zo unan deus ar foerioù gwin natur-se. D'an 11 ha d'an 12 a viz Du e teuio un daouzek gwiniour ha gwiniourez deus Bro Anjou, Aveyron, Aude, Roussillon ha lec'h-all c'hoazh, betek Kafe Théodore Lokemo e Bro Dreger, gant un toullad boutailhadoù, deoc'h da dañva ha da brenañ!
Gilbert Lavanant ra parti deus ar skipailh ‘zo drek ar Zingovinotik-se. Eñ ‘zo bet produer ha gwerzher chistr e pad 30 bloaz, hag abaoe pell ez a da foetañ bro, d'ober anaouedegezh gant ar gwiniourien.ezed-se. Hervezañ eo tost an doare d’ober gwin natur deus an doare d’ober chistr natur...Petra eo ar gwin natur, neuze? Setu respontoù Gilbert...
Atersadenn gant Rose Troadeg


Koulzad nevez prezegennoù BCD - gant Anna Quéré

Koulzad nevez prezegennoù BCD - gant Anna Quéré

13/04/2023

Bretagne Culture Diversité ‘zo o paouez lañsañ ur c’houlzad prezegennoù nevez, prezegennoù digoust, digor d’an holl, a vo dalc’het bep miz, peurvuiañ ar gwener kentañ, e mediaoueg an Oriant.
Dimeurzh, ar 15 a viz du, da 6e noz, vo skignet « Bienvenue mister Chang » ha moien eskemm gant ar sevenourez, Laetitia Gaudin-Le Puil, goude ar film.
Tem ar bloaz, choazet gant BCD eo "An divroañ e Breizh", un tem ledan ha pinvidig a ro tro da gomz ha da lakaat war-wel a bep seurt sujedoù drezañ.
Anna Quéré a zo e karg aozañ prezegennoù BCD ha pediñ an dud a zeuio da gaozeal pe da destenniñ enne. Penaos e tremen an traoù ? Setu Anna o reiñ titouroù deomp war danvez ar prezegennoù bet ha da vezañ, respontet he deus dre bellgomz da Rose Troadeg.
Liamm evit tañvadenn film ar meurzh 15 a viz Du :
https://www.bcd.bzh/fr/projection-et-debat-autour-du-film-bienvenue-mister-chang/


Avel em fenn - d'al Lun 7 a viz Du

Avel em fenn - d'al Lun 7 a viz Du

13/04/2023

Er gronikenn "Dastum" 'vez klevet Awenn Plougoulm kanerez, dañserez a Vro-Leon, bet dastumerez hag hirie a gont istorioù bet c'hoarvezet dezhi pa oa vont da enrollañ tud he korn-bro. Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias.
Enora Molac a zo aet da doullañ kaoz gant Daniel Fresneau, prezidant ar gevredigezh Mignoned ar Sinagot, diwar-benn o bag, An Tri Breur, a-raok vefe kaset ar sinagot-se betek chanter Enizenah (l'Ile aux Moines) da vezañ renevezaet.
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kaset gant Tomaz Laken.
E "Pennad-kaoz ar sizhun" e vez klevet Paskal Nignol, eñ zo heñtour hag animatour sevenadurel e Mirdi Breizh Roazhon ha Julia Mouazan oa aet da glask gouzout hiroc’h diwar-benn telwennou oadvezh an houarn a zo diskouezet eno.
En e gronikenn "Ar hentoù an antroposen" Loeiz Bellec a gomz deomp deus an douellerien, pe lorberien, diwallit douite !
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Herman Dune, Edel Fox & Neil Byrne


Kentañ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh !

Kentañ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh !

13/04/2023

Betek bremañ ne oa priz ebet da lakaat war wel al levrioù a vez embannet bep bloaz diwar-benn istor Breizh. Se zo kaoz eo en em lakaet asambles BCD-Sevenadurioù, Gouel al levrioù en Breizh hag ar Poher Hebdo da grouiñ priz al levrioù diwar-benn istor Breizh. Hennezh a oa bet roet disul e-skeud saloñs Karaez...
Gant levr Krystel Gualdé an hini eo e oa aet ar maout ! Honnezh eo renerez skiantel mirdi istor Kastell duked Breizh. He levr, anvet L'abîme, a gomz deus perzh Naoned ba koñvers an Atlantel hag ar sklaverezh er c'holonioù. Kar bet eo "kêr an duked" ar c'hentañ porzh morianeta er Frañs. Ur bajenn deñval deus istor Breizh en 18vet ha 19vet kantved...
Displegadennoù gant Tudi Kernalegenn, rener BCD hag Erwan Chartier, deus ar Poher Hebdo.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken.


"Tomm-Berv": muzik an inizi blas Breizh warnañ, fardet gant David Guillemois

"Tomm-Berv": muzik an inizi blas Breizh warnañ, fardet gant David Guillemois

13/04/2023

David Guillemois a lak an dud da zañsal e festoù-noz Bro Dreger ha lec'h-all 'boe un ugent bloaz’zo dija. Desket en doa kanañ e gallo, kanaouennoù deus Bro Loudia, gant Marie-Noëlle Le Mapihan, ha goude, kan ha diskan e brezhoneg, gant Ronan Geblez.
Met er pennad-kaoz-mañ e konto deus ur stil-muzik all, disheñvel-krenn : abaoe pell'zo eo sot David gant sonerezh deus an inizi, kanaouennoù kreol pevar c’horn ar bed. Ar repertoir-se a voe sennet gantañ betekhen evitañ e-unan, en un doare prevez, evit ar familh pe mignoned.
Abaoe miz Even en deus graet anaoudegezh gant Paulo Jothy, tabouliner, ha krouet gante o-zaou an daouad anvet « Tomm berv ». Setu muzik blas an heol ganti, kan, akordeoñs, ha taboulinoù : kajun, biguine, sega, maloya, kement kanaouenn en defe bet David un taol-kalon eviti, e kreol, e galleg ha memes e brezhoneg!
Atersadenn gant Rose Troadeg
Evit mont e darempred gant David : tommberv@gmail.com


Avel em fenn - d'al Lun 31 a viz Here

Avel em fenn - d'al Lun 31 a viz Here

13/04/2023

Kronikenn "Dastum", savet gant Maelle Ausias, a zo diwar-benn Awenn Plougoulm, kanerez, konterez, muzisianez a Vro-Leon. Goude 'vez graet anaoudegezh gant David Guillemois, deus ar strollad Tomm Berv, a gaoze deomp deus penaos eo deuet da vezañ sot gant muzik kreol an inizi, penaos en deus desket ar muzik-se hag azasaet tonioù e brezhoneg zoken! Ar c'heleier 'zo kinniget gant Yuna Kojan. E "Pennad-kaoz ar sizhun" e kont Mari-Klêr Ewen ha he mab Gwilhom da Domaz Laken deus o buhez ha deus o micher labourat an douar e Berlewene, 'kichen Lannuon. Kronikenn Florie Thielin "Ur blantenn, un istor" 'zo diwar benn an Haleg, gant Christine Dubois eus Mael-Karaez.
Animet gant Rose Troadeg hag Enora Molac
Muzik : Boubacar Traoré, Shirley Bergeron, Emezi


Avel em fenn - d'ar Gwener 21 a viz Here

Avel em fenn - d'ar Gwener 21 a viz Here

13/04/2023

Kronikenn lennegel "Barzhaz" ar sizhun, gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg ha Tomaz Laken eus RKB a zo diwar-benn adembannadur trilogiezh danevell-vuhez Jarl Priel gant ti-embann An Alarc'h. Atersadenn an devezh 'zo gant Fabrice Malardé eus ar gevredigezh "Poar ar 'leur" a vro Bubry ba Morbihan. Kaozeal 'ra deomp deus pezh 'vez graet gante a-hed ar bloaz ha deus un darvoud aozet gante e Sant-Ewan Bubry d'an 28 ha d'an 29 a viz here : ur film diwar-benn ar chistr skignet, ur brezegenn gouestlet da hengoun Bro-Pourlet hag ur "C'han ha tapas". Ar c'heleier 'zo kinniget gant Tomaz Laken. Ha da glozañ an abadenn 'vez klevet lodenn diwezhañ "Pennad-kaoz ar sizhun" gant Léandre Mandard, un istorour, hag a zo o skrivañ un dezenn diwar-benn an adlodennañ e Breizh hag ar stourmoù bet enneptañ. Emañ ouzh mikro Tomaz Laken.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Jungle by Night, Deluxe, ESG, Sanhog


Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Here

13/04/2023

En abadenn e vo klevet lodenn diwezhañ ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret diar-benn brezhoneg Bro Dreger vihan. Bernard Cabon 'n oa kontet deomp deus e amezeg Pier Mari Le Lous 'kerzh ar gronikennoù tremenet, aze e vo klevet brezhoneg flour Le lous, tennet deus ur video Blaz Bazhvalan gant Kristian Braz.
Ur [reportaj e studio Dizale] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53385) lec'h m'emañ Anaïs Leroux o seveniñ ur fiksion radio tennet deus levr Jerom Olivry "Ouzh skleur an noz".
Ha goude Keleier 5e30 trede lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an adlodennañ gant Leandre Mandard] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53457) hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo.


Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Here

13/04/2023

Ar gronikenn Teñzor ar brezhoneg komzet gant Yann-Bêr Guyader o komz deus an dro lavar "Hennezh 'zo mab da Soaz an Ogejoù" deus mikro Tomaz Laken. Da c'houde un atersadenn gant Lucienne Moisan, plac'h an natur tro-dro da enezenn Moelez, diwar-benn ar skraviked a zo bet nebeut tre dionte o tont ar bloaz-mañ.
Hag evit echuiñ trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar Seizh Sant gant Bastian Gwilhouz deus ar C'houerc'had hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war kumuniezh yusev ar Bnei Menashe.


Avel em fenn - d'ar Meurzh 18 a viz Here

Avel em fenn - d'ar Meurzh 18 a viz Here

13/04/2023

Er gronikenn "Brezhoweb" e kaoze Florent Grouin deomp eus Ar vigornez hag ar valum, ur film-bevaat, tresadenn-vev, 26 munut a vo kinniget war ar chadenn e-pad ar vakañsoù o tont. Goude 'vez klevet tro-ha-tro Maina Ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella, o tisplegañ perak e chomfont hep sellet ouzh krogadoù melldroad Kip ar bed e Katar. Emaint ouzh mikro Yuna Kojan. Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Yuna Kojan. Pennad-kaoaz ar sizhun-mañ 'zo diwar-benn istor an adlodennañ e Breizh, Léandre Mandard a respont da c'houlennoù Tomaz Laken. Da glozañ an abadenn 'vez klevet Anne Koadig ouzh mikro Maelle Ausias, evit trede lodenn ar gronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann" diwar-benn ar Parded merc'hed-paotred.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Les Ours du Scorff.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine